Location via proxy:   [ UP ]  
[Report a bug]   [Manage cookies]                
Mont d’an endalc’had

Garum

Eus Wikipedia
Amforennoù garum
Pompeii, I kantved
Labouradeg garum e Tipasa (Tpaza, en Aljeria)

Commons
Commons
Muioc'h a restroù diwar-benn

a vo kavet e Wikimedia Commons.

Sasun bennañ keginerezh Henroma e oa ar gǎrum, pe lĭquǎměn, a dalv kement ha "hal", "chug" pe "hilienn" e latin[1]. Eus an henc'hresianeg γάρον garon,"hili", e teu ar ger  garum [2].

Graet e veze gant pesked, flugez hag all a-wechoù, pe gant istr, a lakaed e go gant holen evit bezañ miret hep breinañ.

Eus ar Reter-Kreiz e teufe ar garum : e Mezopotamia e veze fardet un hilienn gant pesked ha laezh goet, a anved siqqu. Treuzkaset e voe ar rekipe d'ar C'hresianed, ha goude d'ar Romaned.

Koulzad ar Romaned

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

An hini brudetañ e oa ar garum sociarum, "garum ar gevredidi", a veze graet en Hispania Baetica, e su Bro-Spagn a-vremañ, diwar an touned ruz a emdizhe eus ar Meurvor Atlantel da vetek ar Mor Kreizdouar. Aozet e veze gant gwad, vioù ha flugez an touned, ha mesket gant ur c'hementad par a holen. Tro-war-dro d'ar Mor Kreizdouar e veze produet peurliesañ ha gant amforennoù bihan lakaet er c'henwerzh en abeg d'e goust.

E Breizh Vihan en Henamzer

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Dindan unwerzhouriezh ar Stad e oa korvoiñ an holen en Impalaeriezh roman ha gwiriet gant conductores salinarum. Da virout ar c'hig hag ar pesked debret e-pad ar goañv e servije al lod brasañ eus an holen. Etre Bae Sant-Brieg en norzh hag aber ar Blavezh er su, a-hed ribl ar mor, e oa staliet 30 labouradeg pesked saezon, ha dreist-holl e bae Douarnenez ma oa bet lec'hiet 19 anezho.

Steudadoù beolioù diñsek, etre 2 ha 4 metr donder, graet gant mein ha simant antreuz ha goloet gant toennoù ruz, savadurioù arbarañ tro-dro ha pelloc'h villae perc'henned al labouradegoù : ur greanterezh e oa kentoc'h eget un oberezh artizanel. A-hont e veze lakaet e holen sardined ha brizhilli d'ober ur garum a-feson ha marc'had-mat peogwir e ouied produiñ holen a-leizh a-bell-gozh el lec'hioù-se.

  1. (la) (fr) F. Gaffiot (1934), Dictionnaire Latin-Français
  2. (el) (fr) Anatole Bailly (1935), Dictionnaire Grec-Français