Goo Ha-ra
Reizh pe jener | plac'h |
---|---|
Bro ar geodedouriezh | Korea ar Su |
Anv e yezh-vamm an den | 구하라 |
Anv-bihan | Ha-ra |
Anv-familh | Gu |
McCune-Reischauer romanization | Ku Hara |
Revised Romanization | Gu Ha-ra |
Deiziad ganedigezh | 3 Gen 1991 |
Lec'h ganedigezh | Gwangju |
Deiziad ar marv | 24 Du 2019 |
Lec'h ar marv | Cheongdam-dong |
Doare mervel | Emlazh |
Deiziad douarañ pe deviñ | 27 Du 2019 |
Lec'h douaridigezh | Skycastle Memorial Park |
Yezhoù komzet pe skrivet | koreaneg |
Micher | aktour, kaner, recording artist |
Bet war ar studi e | Sungshin Women's University, Dongmyung Girls' Information Industry High School |
Deroù ar prantad labour | 2008 |
Dibenn ar prantad labour | 2019 |
Rumm-gwad | B |
Benveg sonerezh | mouezh |
Pladennrolladur | Goo Hara discography |
Ezel eus | Kara |
Tachenn | K-pop, J-pop |
Label sonerezh | Universal Music Group |
Lec'hienn ofisiel | http://ogipro.com/talent/hara/ |
Dileuriet gant | Production Ogi |
Goo Ha-ra (koreaneg : 구하라, Goo o vezañ an anv-familh), bet ganet d'an 13 a viz Genver 1991 ha marvet d'ar 24 a viz Du 2019, brudet dre he anv micher Hara, a oa ur ganerez hag aktourez sukorean.
Ezel e oa eus ar strollad sonerezh merc'hed anvet Kara, ha gwelet eo bet o c'hoari e meur a zrama evel City Hunter (2011). Kroget e oa da ganañ he-unan e miz Gouhere 2015 pa oa bet embannet ar bladenn Alohara (Can You Feel It?).
Marv
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]D'ar 24 a viz Du 2019, Hara a oa bet adkavet marv en he zi e Cheongdam-dong, e distrig Gangnam e Seoul. Goude un enklask polis buan e oa bet embannet e seblante bezañ un emlazh. Marvet e oa ur miz goude emlazh he c'hamaladez Sulli, a oa kanerez ivez. Un notenn emlazh digant Hara a oa bet adkavet gant an archerien. Goude bezañ sellet ouzh filmoù ar c'hameraioù straed e oa anat e oa-hi distroet d'ar gêr en he unan a-raok en em lazhañ hep ma vefe bet den ebet o tont en ti. Ne voe ket gwall domm an archerien evit ober ur furchadenn korf, ar familh he devoa nac'het ivez, neuze ne voe ket graet.