Location via proxy:   [ UP ]  
[Report a bug]   [Manage cookies]                
Mont d’an endalc’had

Gudrun Ensslin

Eus Wikipedia

Gudrun Ensslin (15 a viz Eost 1940 e Bartholomä - 18 a viz Here 1977 e toull-bac'h Stammheim e Stuttgart) a aozas Rote Armee Fraktion asambles gant he mignon Andreas Baader.

E miz Mae 1970 e kemeras Ensslin perzh e dieubiñ Andreas Baader a oa bet bac'het en-dro goude bezañ bet dieubet e 1969. Ganti e oa Ulrike Meinhof ivez. Evel-se e voe diazezet strollad Baader - Meinhof, a zibabas Rote Armee Fraktion da anv nevez.

Da-heul un heuliad gwalldaolioù gant bombezennoù bet c'hoarvezet e miz Mae 1972 e voe harzet d'an 8 a viz Even 1972 e Hamburg.

E miz Mae 1975 e krogas prosez Baader, Meinhof, Jan-Carl Raspe hag Ensslin. E miz Ebrel 1977 e voent holl kondaonet d'an toull-bac'h betek fin o buhez. E miz Here 1977 en em grougas Gudrun Ensslin gant orjalenn ur skingomzer.

Bez Andreas Baader, Jan-Carl Raspe ha Gudrun Ensslin

Liammoù diavaez

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]