Gwepard
| |||
---|---|---|---|
Acinonyx jubatus
| |||
Rummatadur filogenetek | |||
Riezad : | Animalia | ||
Skourrad : | Chordata | ||
Kevrennad : | Mammalia | ||
Urzhad : | Carnivora | ||
Kerentiad : | Felidae | ||
Genad : | Acinonyx | ||
Anv skiantel | |||
Acinonyx jubatus Schreber, 1775 | |||
Statud CITES : | Stagadenn I , Adwel 01-07-1975 | ||
D'ar vevoniezh e tenn ar pennad-mañ. |
Ar gwepard (Acinonyx jubatus), pe kazh-ki a-wezhioù, a zo un ezel eus kerentiad ar Felidae. Er c'hontrol d'ar c'hizhier arall e ra e vad eus e dizh evit tapout e breizhoù. An aneval douarel herrekañ eo. Gallout a ra tizhout 112 km/e ha tremen eus 0 da 100 km/e e 3.5 eilenn, ar pezh a zo buanoc'h eget ar SLR McLaren, al Lamborghini Murciélago pe ar F/A-18 Hornet.
Deskrivadur
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Ar gwepard en-deus ur c'horf moan ha hir gant skilfoù na c'hell ket kuzhat penn-da-benn. Ledan eo e vruched ha strizh e zargreiz.
Pouezañ a ra etre 40 ha 65 kg ha muzuliañ etre 112 cm ha 135 cm gant ul lost a 84 cm. Ar pared a zo un tammig brasoc'h eget ar parezed hag un tammig brasoc'h eo o fenn met diaes eo d'o digejañ dre o ment hepken.
Melen eo blevad ar gweparded gant saotroù du a skoazell anezho da guzhat. Linennoù du a red eus kornioù o daoulagad betek ar c'hroñj. Gwenn eo o c'hof ha saotroù o lost en em deuz e peder pe c'hwec'h gwalenn du.
Gant ur bouchad a vlev gwenn e echu o lost. Un nebeud pennoù o deus saotroù ledanoc'h. Ral eo ar gweparded en natur met un nebeud anezho a zo bet ganet e mirlec'hioù.
Ar gwepard eo an hini nemetañ eus e gerentiad n'en deus ket skilfoù pak-dispak. O implijout a ra da gaout muioc'h a stabilded pa vez o redek. Evit gwir skilfoù hanter dispakus eo en deus. Ret eo notenniñ n'eo ket disheñvel ar stagelloù ouzh re ar c'hizhier arall met dioueriñ a ra dezho ar gouhin kroc'hen ha fur a c'holo skilfoù hag atav gwelus ez eo ar re-mañ, panevet an ell. An ell e-unan a zo berroc'h hag eeunoc'h eget hini izili arall ar c'herentiad.
Ul livenn-gein wevn, ur galon hag un avu bras, divfron ledan ha skevent galloudus en deus ar gwepard. An elfennoù-se a ra dezhañ bezañ preizher herrekañ Afrika. Ken buan ha 110 km/e e c'hell redek ha gaoliat 7-8 metr en ur rampad hepken.
Er c'hontrol d'ar c'hizhier meur gwir e c'hell ar gwepard rouzmouzat met ne c'hell ket roc'hal. Ar c'hizhier meur (leon, panterenn, jagoar ha tigr) a c'hell roc'hal met ne c'hellont ket rouzmouzat, estreget pa zic'hwezhont. Daoust d'an dra-se e lakaer, gwezhioù zo, ar gwepard d'an hini bihanañ eus ar c'hizhier meur.
Galloud a reer kemmeskañ ar gwepard gant ar banterenn met disheñvel eo e gorf, moanoc'h ha gant ul lost hiroc'h. Ur spesad gloazus eo ar gwepard. N'en em ra ket mat ouzh endroioù nevez ha diaes tre eo d'e c'houennañ en ereoù. Hemolc'het e veze evit e vlevad gwechall met gouzañv a ra hiziv eus distrujadur e annez dreist holl. Ar bleiz-broc'h hag al leon eo e enebourien naturel.
Ar c'hazh kentidikañ eo ha betek n'eus ket pell zo e kreded e oa bet aet diwar-wel 18 milion a vloavezhioù zo, met studioù nevez a zamveneg o doa kroget hendadoù ar c'hizhier da zisheñveliñ an eil ouzh an egile 11 milion a vloavezhioù zo hepken.
Rummouriezh
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Anv ar genad Acinonyx a dalvez "n'en-deus mui a skilfoù" e gresianeg tra ma talvez anv ar spesad jubatus "moueek", un dave d'ar voue a zo gant ar c'hizhierig-ki. Ar c'hazh nemetañ na c'hell ket kuzhat e skilfoù eo. Ar re-mañ o-deus an hevelep implij ha re ar gieged. Eus an dra-se e teu e anv brezhonek.
Cheetah e vez anvet e saozneg, ur ger a zeu eus an hindieg chiitaa, hag a c'hellfe dont eus ar sañskriteg chitraka "an hini saotret". E galleg e lârer guépard, eus al latin gattus pardus, a dalvez "kazh-loupard".
Bez ez eus pemp isspesad a gwepard
- Acinonyx jubatus hecki — Kornôg Afrika.
- Acinonyx jubatus jubatus — Su Afrika
- Acinonyx jubatus raineyii — Reter Afrika.
- Acinonyx jubatus soemmeringii — Kreiz Afrika.
- Acinonyx jubatus venaticus — Azia
Gouennadur ha buhez gevredel
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Da ouestl d'en em c'houennañ ez eas ar c'hizhier-ki da 24 miz evit ar barezed ha da 12 miz evit ar pared, hag eñ ne baront ket kent tri bloaz. Genel a ra ar barezed betek nav kazhig goude un dougen a 90 - 98 devez. Pouezañ a ra ar c'hizierig etre 150 ha 300 g. Er c'hontrol d'un niver bras ar c'hizhier arall ez eo ganet ar gweparded gant o saotroù. Ur gwiskad a vlevad ouzhpenn a ro dezhi ur feson "mohawk" o-deus ivez. Mantell eo anvet met e goll a reont pa vrasaont, avat. Nebeut tre a gweparded a dizh o oad-gour. 90% a zo lazhet e-pad sizunvezhioù kentañ o vuhez gant leoned, bleizbroc'hed pe zoken erered. Lezel a reont o mamm etre 13 ha 20 mizvezh goude o ganidigezh. Galloud a ra ar gweparded bevañ 20 bloavezh en ereoù, nebeutoc'h en natur rak o herr a gollont pa gozhont ha da zivarrek da dapout o freizhoù ez elont.
Ganto o-unanig e vev ar barrezed hag o tiwall an eil ouzh an eben e vezont. Ar pared a vez darempredusoc'h. Pa vezont dilezet gant o mamm ar gwepardedigoù a sav ur strollad-familh a bad betek ma zizh ar barrezed div vloaz. Kuitat a reont ar strollad neuze tra ma chom ar pared asambles e-pad o holl vuhez.
Tachennadoù
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Ar pared
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Tachennadel kenañ ez eo ar pared. Kelc'hiadoù annez ar barezed a vez bras tre, avat, ha diaes eo evit ar pared da sevel un dachennad a endalc'h meur a anezho. Choaziñ a reont kentoc'h ul lec'h m'en em gej annezioù meur a barezed. Kalz bihanoc'h eo o zachennad neuze, hag aesoc'h da zifenn. Ment ar tachennadoù a zo hervez ar peadraoù vak. O vuzuliañ etre 37 km² ha 160 km² e vezont.
Darempredus tre ez eo ar pared. En em vodont e strolladoù bihan a chom o izili asambles e-pad o holl vuhez. Ar strolladoù-se a dolp breudeur dreist holl, hag eñ e c'hellont degemer ur par dibaot. Kengevredadoù vez anvet ar strolladoù-se. C'hwec'h gwech muioc'h a chañsoù en deus un c'hengvredad da berc'hennañ un dachennad met n'hen dalc'h ket hiroc'h, war-dro pevar bloavezh.
Merkout a ra ar gweparded dre droazhañ war wez pe krugelloù laou-koad. Arnodiñ a raio izili ar c'hengvredad da lazhañ an nostanted.
Ar parezed
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Ne sav ket ar parezed tachennadoù gwir met kelc'hiadoù annez. Kelc'hiadoù annez meur a barrez a c'hell goloiñ an hevelep ec'honder. Ment ar c'helc'hiadoù a gemm hervez vakted ar preizhoù. Er rannvroioù koadek e vuzuliont war-dro 34 km² tra ma c'hell tizhout 1 500 km² e Namibia.
Boued
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Kigdebrerien ez eo ar gweparded. Debriñ a reont bronneged krenn o ment, dindan 40 kg, evel ar c'hazeled Thomson pe an impalaed. N'argasont ar c'hnoued hag o leueioù nemet pa hemolc'hont e strollad. Klujiri-Spagn ha gedon a hemolc'hont ivez. Tra ma hemolc'h ar c'hizhier bras e-pad an noz e plij deoc'h d'ar gweparded chaseal e-pad an deiz, er mintin hag an abardez, pa vez klouar a-walc'h c'hoazh an amzer. Implijout a reont o gweled da gavout o freizh dreist holl. Dre guzh e tostaont ouzh o freizh kent kerzhout war-o-lerc'h. Galloud a reont tizhout 110 km/e met ar peurliesañ ne redont nemet d'an hanter eus an tizh-se. Ral e pad hiroc'h eget ur vunutenn ha ma ne zeu a-benn ar gwepard da dapout e breizh diouzhtu e tilezo an hemolc'h kentoc'h eget meskañ energiezh. Redeg d'an tizh-se a zo skuizhus tre ha gwrez ar gwepard a c'hell sevel ken uhel ma c'hallfe mervel ganti. Setu perak e weler alies ar c'hizhier o tiskuizhañ goude m'o deus tapet o freizh. Pa oa bet hir ha diaes an hemolc'h e c'hellont diskuizhañ e-pad muioc'h eget un eurvez.
Hanter an hemolc'hioù a zo berzhioù hepken.
N'eo ket kreñv a-walc'h ar gwepard da derriñ gouzoug ar c'hazeled a hemolc'h. O lazhañ a ra dre zantañ o gourlanchenn d'o zagañ. Neuze e tebre e breizh ken vuan hag e c'hell kent ma z'eo laeret gant preizherien greñvoc'h evel al leoned.
Annez
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Er savanenn hag e rannvroioù damsec'h e vev ar gweparded dreist holl met o c'havout a c'heller e kornioù-bro strujus. E Namibia, ma 'z int boutin c'hoazh, e vev 95% anezho e feurmioù.
En Afrika e kaver gweparded en natur dreist holl met bevañ a raent en un darn vras eus Su Azia gwechall, betek India. Eus ar gweparded aziat-se, avat, ne chom nemet ur boblañs vihan dizoloet n'eus ket pell zo e norzh Iran. Hervez reoù zo e chomfe un nebeud pennoù e reter India hag e Balouchistan ivez. Implijet e voent gant uhelidi da hemolc'h gazelled met ne oa ket damesaet evit gwir rak diaes tre eo d'e lakaat d'en em c'houennañ en ereoù.
Jenetik
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Ur gemmusted jenetik izel tre hag ur sper fonnus kennañ o-deus ar gweparded. Posupl eo d'ober imboudoù etre daou gwepard nann kerentiet hep diaester ebet. Krediñ a reer ez int aet a-dreuz ur varead eus kenwadelezh greñv goude ma oant aet hogozik da get e-pad ar maread-skorn diwezhañ. War-wel ez eo aet en Afrika e-pad ar miosen, moarvat, kent tremen en Azia. Hervez studioù Warren Johnson ha Stephen O’Brien eus al Laboratory of Genomic Diversity o-defe en em ziforc'het eus ar c'hizhier arall 11 milion a vloavezhioù'zo hepken.
Mirerezh
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]90% ar gweparded a varv e-pad o bugaleaj abalamour da argasadennoù al leoned pe ar vleizbroc'hed pe da gudennoù jenetik hag a zo boutinoc'h en spesad-se eget er re arall. Hervez klaskourien'zo ez eo re vras al live a gengevelerezh e-touez ar gweparded evit ma zreuvevint.
Krediñ a reer e chom 12.400 gwepard er bed a-bezh. War-dro 2.500 a vev e Namibia lec'h ma'z eo ar boblañ an hini vrasañ er bed. 200 eo niver gweparded Iran hepken.