Hải Phòng
Neuz
Hải Phòng, pe Hai Phong, pe Haiphong, (distaget [ha᷉ːj fâwŋ͡m] e vietnameg) zo ur gêr vras e Vietnam, an deirvet kêr vrasañ er vro. Ur porzh bras eo hag ur greizenn a bouez evit an ekonomiezh, ar sevenadur, an deskadurezh, an deknologiezh, ar c'henwerzh.
E 1887 e voe adsavet kêr gant an drevadennerien c'hall, goude ur gorventenn. En amzer an impalaeriezh trevadennel c'hall koulz hag e Republik Norzh Vietnam e oa Hải Phòng ur gêr vras hag ur porzh a bouez.
Emañ Hải Phòng en ur gompezenn, en aber ar stêr Cấm, e goueled Pleg-mor Tonkin, e biz ar vro. Emañ Hanoi war-hed ur 100 km bennak er gwalarn.