Location via proxy:   [ UP ]  
[Report a bug]   [Manage cookies]                
Mont d’an endalc’had

Hektor

Eus Wikipedia
Hektor
mythological Greek character
Reizh pe jenerpaotr Kemmañ
Bro ar geodedouriezhTroia Kemmañ
Anv e yezh-vamm an denΈκτορας Kemmañ
Lec'h ar marvTroia Kemmañ
Killed byAkilles Kemmañ
TadPriam Kemmañ
MammHekabe Kemmañ
Breur pe c'hoarParis, Kasandra, Poliksene, Deiphobus Kemmañ
PriedAndromac'he Kemmañ
BugelAstyanaks, Oxynius, Laodamas, Amphineus Kemmañ
Azeulet gantRelijion er gevredigezh hellazek Kemmañ
BrezelBrezel Troia Kemmañ
Prizioù resevetheroic honors Kemmañ
Present in workIlias, Divina Commedia Kemmañ
Narrative rolemain character Kemmañ
EnemyAkilles Kemmañ
Ac'hilleüs ha korf Hektor, kib eus Aten gant tresadennoù ruz, war-dro 490-480 kent J.-K., mirdi al Louvre.

Hektor (henc'hresianeg : Ἕκτωρ Héktôr) a oa un haroz eus Troia, mab d'ar roue Priamos ha d'e bried Hekabe. Perzh a gemeras e Brezel Troia. Lazhet e voe gant ar gouron akean Ac'hilleüs.

Hektor en hengoun Henc'hres

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Mab d'ar roue Priamos ha da Hekabe, ha breur da Baris, pried Andromac'he ha tad Astyanaks. Priamos ne oa ket gouest d'en em gannañ ken da vare Brezel Troia abalamour d'e oad hag e reas anezhañ penn brezel an Droianed. Ar c'hardarnañ eus holl vrezelourien eus ar brezel eo, war-bouez Ac'hilleüs. Faezhañ a ra kalz gouroned akean hag e lazh 24 anezhe, unan eus ar sifroù brasañ (Ac'hilleüs a lazh 28 Troian).

Disklêriañ a ra an tonkad ne gouezho ket mogerioù Troia keit ha ma vo bev. Goude bezañ lazhet Patrokles, Keneil Ac'hilleüs, hemañ a gemer an armoù en-dro. Stourm a reont an eil ouzh egile ur wezh kentañ goude m'en dije lazhet Ac'hilleüs Polydoros. Hektor a daol e saezh ouzh Ac'hilleüs, mes Athena a zistro an taol. Pa fard Ac'hilleüs war an Troian ez eo kuzhet gant an doue Apollon en un nivlenn.

Korf Hektor degaset e Troia, izelvos ur sarkofagenn roman, war-dro 180-200, mirdi al Louvre, Pariz.

Daoust d'e dud aspediñ anezhañ e tistro Hektor d'an emgann, sachet gant Athena he deus kemeret neuz e vreur gwellañ karet, Deifobos. E deroù an emgann-daou e c'houlenn gant Ac'hilleüs doujañ d'e gelan, met nac'hañ a ra hemañ. Hektor a daol e c'houzifiad outañ met c'hwitañ a ra war e daol ha tizhet eo en ibil e skoaz gant kleze e enebour. Staget ouzh karr e drec'her ez eo stlejet e gelan etrezek ar c'hamp akean, ha goude en-dro da vez Patrokles. Hervez Virgilius e oa stlejet teir gwezh en-dro da vogerioù Troia ivez (Dont a ra ar munud-se eus Kelc'hiad Troia moarvat).

Dont a ra e dad Priamos da aspediñ Ac'hilleüs er c'hamp akean da gaout e gorf hag asantiñ a ra an haroz. Devet eo Hektor hag e ludu zo lakaet en ur jarl aour, gronnet gant gwiad limestra, ha beziet nepell diouzh mur Troia. Echuiñ a ra an Ilias gant ar werzenn-mañ :

Ὣς οἵ γ’ ἀμφίεπον τάφον Ἕκτορος ἱπποδάμοιο.
« Evel-se e oa enoret Hektor e gezeg mat. »

Tad mat, pried mat, leun a furnez, Hektor a vez sellet outañ alies evel haroz gwirion an Ilias.

Eus an oadvezh barok d'an XIXvet

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Darvoudoù zo eus buhez Hektor zo bet implijet stank gant al liverien, hini kimiad Hektor hag Andromac'he peurgetket, implijet dija er c'hoariva gant Jean Racine (Andromaque), pe hini ranngalon Andromac'he[1]. A-drugarez d'e livadenn, La Douleur d'Andromaque, e voe resevet Jacques-Louis David en Akademiezh.

Levrlennadur

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Commons
Commons
Muioc'h a restroù diwar-benn

a vo kavet e Wikimedia Commons.

  1. sellet ouzh an diaz Joconde e ministrerezh gall ar sevenadur