Location via proxy:   [ UP ]  
[Report a bug]   [Manage cookies]                
Mont d’an endalc’had

Iakov Djougachvili

Eus Wikipedia
« Na roit ket ho kwad da Stalin!
Skampet eo dija da Samara! E vab zo daskoret dija! Ma vez mab Stalin o saveteiñ e groc'hen, neuze n'oc'h ket rediet da aberzhiñ! »
Trakt alaman stlapet d'an dud pa dremene soudarded Alamagn dre gêriadennoù URSS e 1941

Iakov Djougachvili (jorjieg: იაკობ ჯუღაშვილი Iakob Iosebis dze Jugashvili, ruseg : Яков Иосифович Джугашвили), bet ganet d'an 18 a viz Meurzh 1907 ha marvet d'ar 14 a viz Ebrel 1943, a oa mab henañ an tri bugel bet gant Jozef Stalin. Svetlana Allilouyeva ha Vassili Djougachvili e oa an daou vugel all.
Bez' e oa Iakov Djougachvili ar mab en doa bet Stalin gant e wreg kentañ, Ekaterina Svanidze.

Servijet en doa en Arme Ruz e-pad an Eil Brezel-bed ha prizoniet e voe pe en em rentañ a reas d'an Alamaned e-kerzh kentañ lodenn tagadenn an URSS gant nerzhioù lu an Trede Reich. Dizemglev zo da c'houzout penaos e oa marvet.
Hiziv-an-deiz e tisklêr an istorourien e varvas e kamp-bac'h Sachsenhausen.