Location via proxy:   [ UP ]  
[Report a bug]   [Manage cookies]                
Mont d’an endalc’had

Inuktitut

Eus Wikipedia
Inuktitut
(ᐃᓄᒃᑎᑐᑦ, Inuktitut, Inuttitut, Inuktitun, Inuinnaqtun, Inuttut)
Perzhioù
Komzet e : Kanada
Komzet gant : 80 000
Familh-yezh : Eskimoeg-aleuteg
Inuktitut
Statud ofisiel
Yezh ofisiel e : Nunavut, Nunavik, Tiriadoù ar Gwalarn, Douar-Nevez ha Labrador
Akademiezh :
Kodoù ar yezh
ISO 639-1 iu, ik, kl
ISO 639-2 iku, ipk, kal
ISO 639-3 -
Kod SIL
Sellit ivez ouzh ar pennad Yezh.

An inuktitut (ᐃᓄᒃᑎᑐᑦ, lit. 'evel an Inuited') eo yezh an Inuited (Eskimoed). Ar yezh-se zo eus ar familh-yezhoù eskimo-aleousian.

E gwirionez eo kentoc'h an inuktitut rannyezh an Inuited eus an Arktik-Reter e Kanada. Implijet e vez ar ger evit ar yezh en he fezh, peogwir eo-hi kentoc'h ur c'hontinuom rannyezhel eget ur yezh wirion ; ar c'hcontinuom-se a c'hall bout isrannet, dre vras, etre 16 seurt e 4 strollad:

Etre tout ez eus tro-dro da 80 000 a gomzerien inuktitut. Evit an inuktitut sellet e-giz ur rannyezh ez eus 20 000 anezho.

Ar rannyezh inuktitut a c'hall bout isrannet etre teir isrannyezh pennañ ha strolladoù a bep seurt:

  • Keewatin - Komzet war aod-kornôg Bae Hudson.
  • Baffin - Komzet e-barzh an enezennoù-norzh eus Bae Hudson, hag, e-giz ma lâr an anv, en Enez Baffin.
  • Nunavik/Labrador - Komzet e-barzh kornôg Bae Hudson, e Nunavik, e norzh Kebek hag e Labrador.

Ar c'h-keewatin a vez tuet da chom mirouroc'h, o talc'hen an darn vrasañ eus ar strolladoù kensonennoù, padal ar rannyezhoù nunavik a vez radikaloc'h (da skouer: ar ger keewatin Inuktitut a vez klevet Inuttitut en nunavik).

Skiant ar yezhoù

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Kar eo d'ar yezh aleousian, asambles e reont ar familh eskimo-aleousian. N'eus ket gallet kavout kerentiaj a-bell ebet gant yezh all ebet, nemet ez eus tud hag a gred en defe an inuktitut liammoù gant ar yezhoù indo-european.

An Inuktitut, e-giz ar yezhoù eskimo-aleousian all, a zo ur seurt dibar a yezh aglutinativ hag a vez lâret yezhoù polisintetik: lakaat a ra asambles ur wrizienn hag un nebeud morfemou yezhadurel evit krouiñ gerioù bras ken-ha-ken, ster ur frazenn dezhe.

Ur perzh deurus eo an anvioù-tud. Lod a zo : 'Ujaraq' (roc'h), 'Nasak' (tog pe kabell), 'Tupiq' (stal), 'Qajaq' (kaiak), gerioù mod-se. Anoioù loened vez implijet ivez: 'Nanuq' (arzh polel), 'Uqalik' (gad artik)... Un trede rummad eo an anvioù-tud a ra dave d'ur perzh dibar eus ar c'horf. Da skouer, 'Itigaituk' (hep troad), 'Usuiituk' (hep kalc'h), 'Tulimak' (kostenn), traoù e-mod-se (E-giz Penneg, Troadeg e brezhoneg).

Gerioù evit "erc'h"

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Bez' ez eus ur richenn hag a lavar en defe an inuktitut un niver bras a c'herioù evit erc'h. N'eo ked gwir. Deuet eo an dra-se abalamour ma oa komprenet fall natur ar yezhoù polisintetik. E gwirionez ne gaver en inuktitut nemet un nebeud gwriziennoù evit "erc'h": 'qanik', "malzennoù-erc'h en aer", hag 'aput', "erc'h war an douar". Gant an daou-se e vez savet gerioù brasoc'h, gant afiksoù evit lâret pegement a erc'h ez eus, e-lec'h ma vez implijet e brezhoneg anvioù-gwan pe raganvioù.

En inuktitut ez eus 15 kensonenn ha 3 vogalenn (hag a c'hall bout hir pe verr). Ar c'hensonennoù a vez distaget dre bemp lec'h-distagañ : — bilabial, alveolar, palatal, velar hag uvular, ha tri mod-distagañ.

Ar c'hensonnennoù a zo :

  • p, t,k — ha n'int ket enanalet.
  • q .
  • v, l.
  • j .
  • g — .
  • r .
  • m, n.
  • ng.
  • s.
  • ł. (kl) .

Hag ar vogalennoù :

  • a .
  • i .
  • u .

Ma vez skrivet div wezh ur vogalenneo hiroc'h ar son.

Ar silabaer kanadian

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Ar silabaer inuktitut implijet er C'hanada a zo diazezet war ar silabaer Cree, diazezet e-unan war ar silabaer Ojibwe. An daou a oa bet krouet gant ar missioner James Evans. Silabaer an inuktitut kanadian a oa degemeret gant an Inuit Cultural Institute in Canada er bloavezhioù 1970. An Inupiaq eus Alaska hag eus Greunland a ra gant al lizherenneg latin, pa vez implijet al lizherenneg kirillek gant an Inuited eus Sibiria.

Stad lezennel

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

An inuktitut a zo yezh ofisiel e-barzh an tachennoù-mañ :

E Kebek, (Kanada), eo an inuktitut ar yezh ofisiel en deskadurezh e-barzh an distriktoù-skol inuit en Nunavik (norzh ar C'hebek).

Liammoù dïavez

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]