Location via proxy:   [ UP ]  
[Report a bug]   [Manage cookies]                
Mont d’an endalc’had

Istorelezh Mahomed

Eus Wikipedia
Istorelezh Mahomed
arvez eus an Istor
Iskevrennad eusistorelezh Kemmañ
ArvezMohammed, istor an islam Kemmañ

Istorelezh Mahomed a vez graet eus studiadennoù war an dudenn istorel Mahomed ha burutelladenn ar mammennoù a gomz eus outañ evel an dezrevelloù istorel (ar C'horan, sīrah, Hadit dreist-holl).

An darn vrasañ eus an enklaskerien glasel a soñj dezho ez eus bet eus un den anvet Mahomed. Mammenn goshañ buhez Mahomed, ar C'horan, a ro nebeut a ditouroù hag ouzhpenn-se eo douetus a-fed gwirionez istorel ha dizemglev a zo tro-dro dezhe. Ur buhezskrid profedel anvet ar sīra, gant un dezrevell eus e gomzoù, e oberoù pe e asant pa save a-du didrouz gant un dra bennak, anvet hadith, a zo bet dalc'het en oberoù skrivagnerien eus an eil pe an trede kantved eus ar Marevezh muzulman (e-tro 700−1000), hag a ro kalz titouroù war Mohamed, met douetañs a zalc'her war gwirvoud an titouroù-se e-touez an enklaskerien. Bez ez eus ivez un nebeud mammennoù all hag a zo bet skrivet pa oa bev an den pe nebeut amzer goude gant tud ha ne oant ket muzulmiz hag ar re-se a brou ez eus bet eus an dudenn istorel Mahomed hag a zo talvouodus pa c'haller kroaziañ anezho gant ar mammennoù muzulman.

En desped d'ar c'hudennoù lies hag a sav a-fed red buhez an den, an enklaskerien a soñj dezho ez eus trawalc'h a ditouroù istorel war Mahomed evit gouzout e oa bet eus outañ evel den met ezhomm zo bremañ kaout hentennoù evit kavout an titouroù istorel ha tennañ ar pezh a zo ijinet. Diaes-bras eo gouzout petra a zo bet kemmet pe ouzhpennet gant an amzer pe petra a vije bet kadarnaet hervez mare ar skridoù.

Mammennoù islamek

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Ar pennañ mammenn islamek war buhez Mohamed eo ar C'horan hag an hengoun dre gomz bet lakaet dre skrid anvet sīra hag hadith.

Buhez Mahomed hervez ar vuzulmaned

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Hervez gouizieien hengounel an islam, ar C'horan a-bezh a zo bet skrivet gant heulierien Mahomed pa oa-eñ bev c'hoazh (dre-vras etre 610 ha 632), met kalz eus ar C'horan a oa dre gomz nemetken. Ur wech marvet Mahomed, e oa echuet gant mare an diskuliadur, hag heulierien Mahomed hag o devoa dalc'het ar c'horan dre benn a varvas an eil goude egile (dreist-holl goude Emgann Yamama e 633).