Jak ar Marichal
Jak ar Marichal, pe ar Marechal (Jacques Marie Maréchal e marilh an ti-kêr), (Moustoer-Logunec'h, 18 Genver 1878 - Pleuwigner, 18 Eost 1945) a oa ur beleg hag ur saver kanaouennoù.
Goude e studi e kloerdi bihan Santez-Anna-Gwened hag e kloerdi bras Gwened e voe beleget e 1902 ha goude-se e voe kelenner e Santez-Anna-Gwened, kure e Sarzhav, kure en iliz-veur Gwened, ha person Pleuwigner goude ar Brezel-bed kentañ. Kenlabourat a reas gant kelaouennoù brezhonek evel Dihunamb hag Ar Vro adalek 1905. Blei Lannvaus, Blei Lann-vauz, Er Meùel Bihan e oa e anvioù-pluenn. Ezel e voe ouzh Kevredigezh Vroadel Breizh (Union Régionaliste Bretonne).
E-touez e ganaouennoù brudetañ, hag a vez kanet c'hoazh, emañ Kousk, Breiz-Izel !, Kenavo deoc'h, gwir Vretoned, Sonit bombard, sonit binioù pe c'hoazh Alc'hwez an eürusted. Ouzhpenn e ganaouennoù e voe savet gantañ ivez kantikoù, barzhonegoù, ur pezh-c'hoari ha pennadoù all c'hoazh.
Oberennoù
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- Ereden é Bro-Guened, dastumad sonennoù, An Oriant, 1925.
- Soñnenneu kenstrivadeg Koulmig Arvor (J. ar Marichal ha Job ar Bayon), embannet gant Feiz ha Breiz], Brest, 1926.
Levrlennadur
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- Lukian Raoul : Geriadur ar skrivagnerien hag ar yezhourien, Al Liamm, 1992, pp. +247b-248a (ISBN 2-7368-0034-6)