Location via proxy:   [ UP ]  
[Report a bug]   [Manage cookies]                
Mont d’an endalc’had

Jean L'Helgouach

Eus Wikipedia
Jean L'Helgouach e 1997.

Jean L'Helgouach, bet ganet d'an 22 a viz Ebrel 1933 e Meknes, e Maroko, ha marvet d'an 29 a viz C'hwevrer 2000 e Naoned, a oa un hendraour, ur ragistorour, ur soner hag ur sonaozour breton.

Jean L'Helgouach (skrivet L'Helgouac'h ivez) en deus graet e studioù eil derez e Roazhon (1943-1950) hag e studioù skol-veur eno ivez. Un aotreegezh war skiantoù an natur en deus bet e 1955. Doktor eo bet e 1966 gant un dezenn a-zivout ar bezioù meurveinek en Arvorig.

Rener a imbourc'hioù er CNRS (Centre National de la Recherche Scientifique) e oa.

E penn pastell-vro an "Hendraoù ragistorel evit Breizh ha Broioù al Liger" eo bet eus 1969 betek 1989.

Renet en deus ur bern furchadegoù e Breizh hag e kornôg Bro-C'hall. E-touez e labourioù pennañ en deus renet ar skipailh a labouras war lec'hiad Lokmaria-Kaer.

Kelennet en deus ar ragistor e Skol-veur Naoned ha krouet eno al Labourva Ragistor Arvorigat.

Skrivet en deus kalzik pennadoù evel-just ha kemeret perzh en un niver bras a gollokoù.

Krouet en deus ar gevredigezh anvet Association d'études préhistoriques et historiques des Pays de la Loire .

Marc'heg an Ordre National du Mérite e oa (1998).

Resevet en deus Kolier an Erminig e 1997.

Aet eo da Anaon d'an 29 a viz C'hwevrer 2000 e Naoned.

Dedennet-kenañ oa gant sonerezh Breizh.

Pennsoner Kevrenn Roazhon eo bet. Krouet eo bet gantañ Skol Talabarderien Roazhon e 1966.

Skrivet en deus un ton-bale kañv evit bagadoù, an ton-bale "War zu an heol (o sevel)", un heuliad "megalitikel" evit bombard ha binvioù all, un heuliad evit binioù-bras ha gourrebedoù (1986) hag ur "soneñvoradenn Oadvezh an Arem" evit trombon ha binvioù-tos (1988).

  • 1965, Les sépultures mégalithiques en Armoriques (Dolmens à couloir et allées couvertes), tezenn doktorelezh Stad, Roazhon (332 bajenn)
  • 1956 : École de bombarde
  • 1962 : La Bretagne, préhistoire et protohistoire gant Pierre-Roland Giot ha Jacques Briard
  • 1979 : Préhistoire de la Bretagne