Jef Philippe
Jef Philippe pe Jef Fulup, Joseph Philippe e marilh an ti-kêr, ganet e Lokarn (22), er Follezoù Vras, d'ar 1añ a viz Ebrel 1947, zo ur barzh, ur saver danevelloù hag ur c'haner breizhat. E 2013 eo bet anvet da ziagon gant eskob Sant-Brieg.
Buhez
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]E dad a oa anvet Fransiz Fulub (1907-1998) hag e vamm Julienne Ar C'hamm (1911-1995), o-daou o terc'hel douar. Tud paour a-walc'h e oant met joaus, hag e plije dezho dañsal, kanañ ha marvailhat. E-pad 5 bloaz en deus bevet e Lokarn. Goude se, ez eo aet da chom da Gergrist-Moeloù (Kerne-Uhel) asambles gant e dud.
E dud a oa menajerien neuze. Ne oant ket pinvidik er familh dre ma oa 7 bugel en tiegezh. 20 vloaz a oa etre an hini henañ hag an hini yaouankañ. Aet eo an hini koshañ d’an anaon un toullad bloavezhioù 'zo. Jef Fulup zo pempvet bugel ar familh.
Graet e veze ar re saovaj anezho abalamour ma teuent eus ur gêriadenn vihan a Gerne-Uhel Pa oant bihan ez aent d’an oferenn da Sant-Nigouden d'ar sul. Kaset e veze daou re votoù koad gant pep hini, ur re evit bale hag ur re all evit an oferenn.
E vreudeur hag e c’hoarezed ac'h ae d’ober c’hoariva d'ar JAC. E brezhoneg e veze c’hoariet, rak an aotrou person a adskrive ar pezhioù-c’hoari e brezhoneg ar vro, da lâret eo e brezhoneg ar Vro-Fisel. Buan a-walc’h eo bet lakaet da labourat er gêr, ober a rae war-dro ar c’honikled ; gwerzhañ a rae anezho e marc’had Sant Nigouden. Kolist e veze neuze pa veze euredoù, hag e roe an dud un tamm gopr dezhañ e fin an eured.
Studioù
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]E skol Kergrist-Moeloù, e oa jentil-tre e vistri-skol ; ne veze ket goapaet ar vugale er skol.
Bet eo e skol Campostal e Rostrenn. Eno en deus kemeret perzh e laz-seniñ ar skol renet gant an aotrou Taleg, bet skrivet gantañ levrioù diwar-benn tier Kreiz-Breizh, ur brezhoneger mat ma oa unan. Eno, e-lec'h kanañ gospel, e oa bet respontet dezhañ e veze kanet e brezhoneg, hag eñ eürus o klevout se evel-just.
Bet eo bet goude-se e skol-veur Angers ha Roazhon d'an oad a 27 vloaz goude e goñje er bloavezh 1973 a-benn bezañ aotreeg war ar galleg.
E vuhez vicherel
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Kelenner eo bet war ar galleg hag ar brezhoneg e Gwengamp (22) e Lise an Itron-Varia abaoe m'eo deuet en-dro da Wengamp. 31 vloaz zo ez eo kroget da gelenn eno, hag emañ war e leve abaoe fin miz Kerzu 2007.
Bremañ emañ o chom e Sant-Eganton (22) e-kichen Gwengamp gant e wreg, bet savet tri a vugale ganto.
Skrivañ kanaouennoù
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Kemeret en deus bet perzh en arvestoù kanañ abaoe an oad a 18 vloaz. N'en deus ket skrivet kanaouennoù evit tud all rak ne gave ket tud all evit kanañ anezhe. A-wechoù ez eus bet tud all, hiniennoù, o kanañ ur ganaouenn bennak dezhañ evel An Tregeriz ha Soazig Nobletz eus Lannuon. Pa skrive kanaouennoù, er penn-kentañ, ne ouie ket skrivañ brezhoneg, neuze e skrive anezho gant ur skrivadur damfonetek hag e roe anezho da skipailh Fañch Danno ha Strollad Maria Prad goude.
Un nebeud bloavezhioù 'zo ez eus bet goulennet digantañ gant RKB sevel un abadenn bennak war ar glad. Graet en deus bet evel-se 18 abadenn, hag er bloaz-mañ en deus graet un abadenn war ar pezh en deus bet klevet evel kaner.
Oberennoù
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Al levr kentañ bet skrivet gantañ a oa ul levrig 50 pajennad diwar-benn iliz Boulvriag (e galleg).
Skrivet en deus ivez :
- En tu mañ d'an Ifern, un dastumad danevelloù, bet embannet gant Al Liamm.
- Telenn ar c'hi, ul levr barzhonegoù, bet skrivet pa oa en arme, Priz Langleiz e 1982.
- War roudoù Merlin e Breizh, Mouladurioù Hor Yezh, 1986. Ur studiadenn war ar pezh a van eus Merlin e spered an dud.
Pennadoù-skrid
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- Barzhonegoù
- "An Hader Ludu", Al Liamm Niv.172, p. 334
- "Gant ma genou digor (me 'fell din komz...)", Al Liamm Niv. 172; p. 335
- "Noz", Al Liamm Niv. 173; p.413
- "Klemmgan ar c'hi telennour", Al Liamm Niv. 192; p.6
- "Dremm", Al Liamm Niv. 195; p.259
- "Ar Volz", Al Liamm Niv. 195; p.260
- "Tud", Al Liamm Niv. 195; p.261
- "Arvest", Al Liamm Niv. 317; p.5
- Danevelloù
- "Boudoù ar c'houmanant lusennek, spontadenn...", Al Liamm Niv. 176; p.164
- "Burtul, ar suner-gwad", Al Liamm Niv. 177; p.243
- "An tornaod", Al Liamm Niv. 204; p.8
- "Lastez", Al Liamm Niv. 217; p.87
- Studioù
- "E koun Glenmor", Al Liamm Niv. 356; p.68
- "E koun Pierre Yvon Tremel", Al Liamm Niv. 358; p.26
- "Gerioù bet dastumet e korn-bro Rostrenen", Hor Yezh, Niv. 113-114 p. 45-77
- Kanaouennoù
- "Chom bepred digor", Al Liamm Niv. 360; p.6
Pladennoù
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- Jef Philippe et sa guitare, 45T, 1968, Hollaika.
- Jef Philippe et sa guitare, 33T, 1969, Mouez Breiz
- Va Bro, 45T, 197?, Mouez Breiz
Liammoù diavaez
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- Un atersadenn eus Jef Fulup war "Kaouenn.net"
- Barzhonegoù lennet pe ganet gantañ war Gaouenn.net [1][2][3]
- Ar pennadoù savet gant Jef Fulup war Al Liamm