Location via proxy:   [ UP ]  
[Report a bug]   [Manage cookies]                
Mont d’an endalc’had

Kahramanmaraş

Eus Wikipedia
Kêrioù Turkia
Kahramanmaraş
Proviñs Kahramanmaraş
Rannvro Kreizdouarel
Kod post 46XXX
Maer Mustafa Poyraz (2002, 2004, 2009)
Vali (prefed) Mehmet Niyazi Tanılır (2007)
Perzhioù douaroniel
Gorread ha = km²
Hed 37°35' Norzh
Led 36°55' Reter
Uhelder keitat :
Poblañs
()
Stankter
Lec'hienn internet ar gêr Ti-kêr Kahramanmaraş

Kahramanmaraş (Maraş betek 1973) zo ur gêr e kreiz Turkia, kêrbenn proviñs Kahramanmaraş.

War-dro 400.000 annezad zo enni.

Goude brezel dizalc'hiezh Turkia (1919-1922) e voe roet medalenn an dizalc'hiezh d'ar gêr en abeg d'he stourm ouzh armeoù an alouberien. E 1973 e voe ouzhpennet en-ofisiel an titl Kahraman (Haroz) ouzh anv ar gêr.

Ar menegoù koshañ eus ar gêr a vez kavet e testennoù asirian eus an IXvet kantved kent JK.

Tremen a reas Kahramanmaraş dindan beli meur a impalaeriezh pe rouantelezh a-hed hec'h istor :

War-dro 638 e voe aloubet Maraş gant ar Vuzulmiz evit ar wech kentañ. E 1086 e voe gounezet kêr gant ar Seldjouked ha staget ouzh o impalaeriezh krouet un nebeud bloavezhioù a-raok. Aloubet gant ar groazidi kerkent ha 1097 en em gavas Maraş gant mistri o cheñch dizehan er bloavezhioù goude.

Distrujet e voe gant ur c'hren-douar e 1114 (40.000 marv).

E 1337 e teuas da vezañ kêrbenn ur beylik krouet gant ar sultan memlouk Nasır Nasıreddin Muhammed Bin Kalavun a-benn gwareziñ harzoù hanternoz e sultanelezh.

Aloubet e voe e 1515 gant an Otomaned ha staget ouzh o impalaeriezh e 1522.

Goude ar brezel-bed kentañ ha disrann an impalaeriezh otoman e voe Maraş el lodenn gouarnet gant Bro-Saoz da gentañ (adalek miz C'hwevrer 1919) ha Bro-C'hall da c'houde (adalek miz Here 1919). Ma ne voe kudenn ispisial ebet dindan gouarn berrbad ar Saozon ne voe ket memes tra dindan hini ar C'hallaoued rak ar re-se a harpas o galloud war an Armenianed diwar goust an Durked. Dieubet e voe Maraş diouzh an arme gall goude emgannoù drastus a badas eus an 21 a viz Genver 1920 betek an 11 a viz C'hwevrer 1920.

Lec'hienn Kahramanmaraş (e turkeg)