Location via proxy:   [ UP ]  
[Report a bug]   [Manage cookies]                
Mont d’an endalc’had

Kamp-labour

Eus Wikipedia

Ur c'hamp-labour zo ur c'hamp-bac'h ma vez bodet prizonidi kondaonet da labourat.

Kampoù ar Goulag (URSS)

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Kampoù-labour a zo bet savet hag implijet a galz en URSS.

Kampoù-labour a voe savet e-pad ar Brezel-bed kentañ, e Blangy-sur-Bresle, en ul lec'h anvet « Les Tranchées », e Saigneville, hag e koadeg Crécy, evit lakaat labourerien sinaat, da labourat, dindan evezh soudarded saoz ha gall. 20 000 a varvas en Europa, un 800 zo beziet e bered sinaat Nolette.

Alamagn nazi

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Kenkent ha 1933 e voe digoret kampoù-labour evit ar gomunourien ha sokialourien gant an nazied. Goude e voe dastumet ivez yuzevien. Graet e oant da implij labour an dud, ha n'hallent ket bezañ prizonidi-vrezel, da labourat evit an industriezh-vrezel. Kaletaat a reas an doareoù-bevañ, evit lakaat an dud da vervel, da re all da gemer o lec'h.

Impalaeriezh Japan a oa boas da implij siviled ha prizonidi vrezel evit kas da benn labourioù liesseurt. Lu Impalaeriezh Japan a rae war-dro ar c'hampoù-bac'h.

Buchenwald 1945