Location via proxy:   [ UP ]  
[Report a bug]   [Manage cookies]                
Mont d’an endalc’had

Kanit 'ta tudoù

Eus Wikipedia

Kanit 'ta tudoù ! Chansons du dimanche et de tous les jours zo un dastumad kanaouennoù ha fablennoù brezhonek[1] kernurzhiet gant Maryvonne Berthou hag embannet gant Ti ar Vro Bro-Leon, e Lesneven, e miz Du 2010.

Ar c'hanaouennoù hag ar fablennoù

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Ul levrig eizh pajenn ha pevar-ugent dezhañ ha div bladennig-arc'hant zo :

  1. Va breur Jakez; kanet gant Marie-Thé Calvez,
  2. Yannig an difouper neizhioù, savet gant Potr Treoure war don Seziz Gwengamp, e Barzhaz Breizh; kanet gant Yann-Ber Premel:
  3. E-kreiz an noz; komzoù gant Youenn Gwernig, ton-pobl eus Breizh-Uhel; kanet gant Jean Pouliquen,;
  4. Ar sizhun (Calvez),
  5. Ar vran hag al louarn; fablenn dibunet gant Christophe Gac;
  6. Roulomp atao, ton dans-round, kanet gant Yann-Vadezour Lagadeg,
  7. Va zi bihan; Premel,
  8. Kousk Breizh-Izel,
  9. Bannieloù Lambaol (kanet gant Joëlle Planchon),
  10. Son ar c'hafe, gant Evnig Penn-ar-C'hoad (Y.B. Premel),
  11. Ar bleiz hag an dañvad (fablenn dibunet gant Christophe Gac),
  12. Son Mouillarjez (Lagadec),
  13. Kaourantinig ha Marivonig (Calvez, Premel),
  14. Ar c'hrilh hag ar verienenn (fablenn dibunet gant Christophe Gac),
  15. Son ar pilhaouer (Premel),
  16. An hini a garan (Calvez),
  17. Ar gevier (Premel),
  18. Melkoni (kanet gant Gilbert Le Droff),
  19. Nozvat, dousig ! (Calvez),
  20. War bont an Naoned (Premel),
  21. Mari Vastrouilh (Lagadec),
  22. Arvoriz (Premel),
  23. Toutouig (Calvez),
  24. Kenavo deoc'h (kanet gant Anne Bodennec[2]),
  25. Fañch ar pagan (Premel),
  26. Gwir Vretoned (Gac),
  27. Ar bloaz nevez (Premel),
  28. Nouel, Nouel (Calvez),
  29. Koukouk (Premel).
  1. Gwerz ar vezhinerien, savet gant Denez Abernod (Lagadec),
  2. An daou varzh (Lagadec, Premel),
  3. Luskell va bag; kanet gant Jean Quéré),
  4. An tour dantelezet (Premel),
  5. Tuchenn Mikeal (Pouliquen),
  6. Enez Vazh (Quéré),
  7. Ur plac'h yaouank diwar ar maez; kanet gant Marcel Berrou,
  8. Me zo ganet e-kreiz ar mor (Planchon),
  9. Maro eo va mestrez (Le Droff),
  10. Tremen a ra pep tra (Berrou),
  11. Ar c'houer hag e vugale; fablenn La Fontaine, dibunet Christophe Gac,
  12. Bro gozh ma zadoù (Premel),
  13. Da Feiz hon Tadoù Kozh, gant Loeiz Jozeb Mari Abyann (Lagadec),
  14. War ar menez, ar bastored, savet gant Henri-Marie de L'Estang du Rusquec (Berrou),
  15. Adoromp holl (Bodennec),
  16. Pegen kaer (Premel),
  17. Evit bevañ gant levenez (Calvez),
  18. Kaer ha plijus (Bodennec),
  19. Eürus an hini (Calvez),
  20. Kantik sant Erwan (Premel),
  21. Kantik sant Sezni, savet gant Job Seite[3] (Calvez),
  22. Ô, aelez ar baradoz (Premel),
  23. Baradoz dudius (Calvez),
  24. Kantik ar baradoz (Berrou),
  25. An Anjelus (Calvez, Premel),
  26. Patronez dous ar Folgoad (Premel).

Tud all o devoa kemeret perzh en enrolladenn ar pladennoù : Jakez ar Born o seniñ ar gitar e Yannig an difouper neizhioù, Kaourantinig ha Marivonig hag e Koukouk ; Pol Quefféléant[4] o seniñ an delenn en Ur plac'h yaouank diwar ar maez, Tremen a ra pep tra, War ar menez, ar bastored hag e Kantik ar baradoz.

Notennoù ha daveennoù

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
  1. Ti ar Vro - Kanit 'ta tudoù
  2. Seniñ a ra-hi ar gitar ivez, e Marijanig lagad bran, en An hini a garan hag e Toutouig.
  3. Hervez an notenn pajenn 85.
  4. Ezel eus ar strollad Triskell.