Kaozeadenn Implijer:C'hwil-du siferniet
Liammoù
[kemmañ ar vammenn]- Mat-tre da bennad, gourc'hemennoù evit ur pennad kentañ eo deuet brav ken-ha-ken. Marteze ne vefe ket fall lakaat muioc'h a liammoù c'hoazh evit aesaat an tremen eus an eil pennad d'egile. Da skouer ez eus tu da sevel liammoù gant an holl anvioù-lec'h (Kemper, New York, hag all), an anvioù-tud, ar bloaziadoù [[1968]] (bloavezhioù), an deiziadoù [[15 C'hwevrer|15 a viz C'hwevrer]], anvioù ar skiantoù pe forzh pe c'her pe droienn a c'haller soñjal emañ o flas en ur c'helc'hgeriadur. Gallout a rez skañvaat ar pajennaozañ en ur sevel rannbennadoù ivez. War ar bajenn-mañ e kavi displeget an doare da aozañ ar skrid evit ma vo plijusoc'h da lenn : Skoazell:Ereadur Wikipedia. Kalon dit da genderc'hel ganti --Fulup 27 C'hwe 2006 da 22:57 (UTC)
Kartennoù
[kemmañ ar vammenn]- Japan : Trugarez vras dit. Poan am bez gant ar brezhonekaat skeudennoù. --Fulup 1 Mar 2006 da 20:21 (UTC)
- Aljeria : Dispar da labour ! War gartenn Aljeria, ma'z peus kalon a-walc'h, e vank reizhañ berradur Maouritania : Maour. (ha neket Maur.). --Fulup 1 Mar 2006 da 20:53 (UTC)
- Sina : Dispar, ya, war porched ar bed sinaat e chom unan vras lakaet ganin atav : amañ. lavar din ma'z peuz ezhomm sikour evit treiñ.
--Fulup 1 Meu 2006 da 21:19 (UTC)
- Ouzh ar skramm e vin goude nav eur noz moarvat. --Fulup 1 Meu 2006 da 21:30 (UTC)
- Rez ket bil, ganin eo bet graet ar geriadurig brezhoneg-spagnoleg. --Fulup 1 Meu 2006 da 21:54 (UTC)
- Kyrgyzstan : chom a ra traouigoù da wellaat ma'z peus amzer. Skrivañ Ouzbekistan (gant Ou), Tadjikistan (gant d e-kreiz), Kazakstan (hep h e-kreiz). Fur eo klask heuliañ stummoù geriadur an Here e kement ha ma'z eus tu, a gav din. --Fulup 2 Meu 2006 da 18:28 (UTC)
- [Skeudenn:Rs-map02.png] : Kazakstan en-dro + mank Moskov + Menez Oural, Kaokaz, Mor Kaspia, Mor Du. Treiñ a rin dit fenoz kartenn Europa. --Fulup 2 Meu 2006 da 18:28 (UTC)
- doareoù-skrivañ : Brav-tre. Berberek e-lec'h Verbereg kentoc'h. --Fulup 2 Meu 2006 da 18:46 (UTC)
- Kartenn hinadoù Europa :
- Climas suaves y humedos : Hinadoù kerreizh ha gleborek
- sin estacion seca : Hep koulzad sec'h
- Verano seco : Hañvezhioù sec'h
- Climas frios y humedos : Hinadoù yen ha gleborek
- sin estacion seca : hep koulzad sec'h
- climas secos : hinadoù sec'h
- semiaridos : damgrin
- climas alpinos y polares : hinadoù alpek ha polel
- picos y hielos permanente : pikernioù ha skorn peurbad
- tundra : toundra
--Fulup 2 Meu 2006 da 19:49 (UTC)
- Kyrgyzstan : + traoñienn Fergana (Fergana Valley) ha traoñienn Isfara (Isfara Valley) zo chomet. Digarez. --Fulup 2 Meu 2006 da 19:58 (UTC)
- Ma cheñchez anv ar skeudennoù, gwiria mat war peseurt pajennoù e vezont implijet, kuit da derriñ ul liamm bennak (gallout a ra ur skeudenn bezañ implijet e meur a bennad). Evit se pouez war ar bouton Pajennoù liammet, er marz kleiz. Goude-se, laka anv kozh ar skeudennoù na servijont ket ken war ar bajenn Wikipedia: Pajennoù da nullañ (ul liamm zo e traoñ ar bajenn degemer, war an tu kleiz. Arabat soulgargañ ar bank roadennoù gant skeudennoù na servijont ket ken. Trugarez dit. --Fulup 2 Meu 2006 da 19:58 (UTC)
- Rez ket bil, pep hini en deus traoù e-leizh da zeskiñ c'hoazh. Ret eo sikour an dud da vont war-raok ha rannañ ar skiant-prenañ etre tout an dud evit gwellaat hag efedusaat ar benveg.--Fulup 2 Meu 2006 da 20:25 (UTC)
- war ar bajenn-mañ e c'halli teurel ur sell war an holl skeudennoù zo war ar wiki evit poent. (Spi am eus emañ an ADSL ganit !) --Fulup 2 Meu 2006 da 21:29 (UTC)
taolenn Egipt
[kemmañ ar vammenn]- Ha gallout a rafes brezhonekaat an daolennig-mañ war pennad Meroe. Laka Lec'hioù Henegipt mar plij. Trugarez dit en a-raok. --Fulup 4 Meu 2006 da 22:46 (UTC)
Korsika
[kemmañ ar vammenn]- Gwelet em eus al labour brav 'peus graet evit brezhonekaat un toullad kartennoù (hag en o zouez unan evit Island, ur pennad a oa bet savet ganin). Ur pennadig zo bet savet evit Korsika, gant ur gartenn a gavan dister (sell ouzh [1]). Ur gartenn vravoc'h zo war ar Wiki japanek (an holl yezhoù all a implij ar gartenn a gaver bremañ evit ar pennad brezhonek), met gant ur bern traoù skrivet e japaneg (liamm gant ar japaneg etre Nederlands ha Norsk). Ma'z pefe amzer ha kalon a-walc'h e c'hellfes klask brezhonekaat ar gartenn japanek marteze ha lakaat anezhi evit ar pennad brezhonek ?--Llydawr 5 Meu 2006 da 20:39 (UTC)
- Brav eo an disoc'h ! Un nebeudig traoù a vije mat reizhañ : Tunizia, gant Z, Sardigna, gant GN, ha Sikilia, gant K. Trugarez dit !--Llydawr 6 Meu 2006 da 17:09 (UTC)
- Dispar !--Llydawr 6 Meu 2006 da 20:25 (UTC)
Nil
[kemmañ ar vammenn]- Ha gouest e vefes da vrezhonekaat ar gartenn a gaver war pennad an Nil. N'eus nemet un tri ger bennak da adskrivañ. En hungarek emañ. E plas "...-to" lakaat "Lenn ...." Trugarez dit en-araok. --Fulup 7 Meu 2006 da 22:42 (UTC)
- Dreist ! Primoc'h eget ar foeltr ! Trugarez, ur sapre sikour a zegazez e-barzh an avantur-mañ. --Fulup 7 Meu 2006 da 23:15 (UTC)
- Dont a raio hepdale. Da'm soñj e c'hallomp c'hoazh krignat un nebeud plasoù met start e vo mont en tu all d'ar 45vet plas m'eus aon. Dispar e vefe mont dreist d'an euskareg a vez sikouret kement gant Kumuniezh Emren Euskadi. Plijus eo kregiñ d'en em gavout etre yezhoù Stad atav. Reiñ a ra fiziañs d'an dud evit an dazont. Pa vez lavaret d'an dud emaomp ar yezh keltiek kentañ, n'int ket evit krediñ. --Fulup 7 Meu 2006 da 23:33 (UTC)
- Ya, goude bezañ tapet ur plas dereat e vo ret kenderc'hel ha diskouez d'an holl eo posupl kaout ur vuhez klok e brezhoneg ha tapout deskamant diwar-benn kement tra zo en hor yezh. Diskouez ez eo ar brezhoneg ur yezh europat modern ken talvoudus hag ar galleg pe ar saozneg. --Fulup 8 Meu 2006 da 11:16 (UTC)
- Dont a raio hepdale. Da'm soñj e c'hallomp c'hoazh krignat un nebeud plasoù met start e vo mont en tu all d'ar 45vet plas m'eus aon. Dispar e vefe mont dreist d'an euskareg a vez sikouret kement gant Kumuniezh Emren Euskadi. Plijus eo kregiñ d'en em gavout etre yezhoù Stad atav. Reiñ a ra fiziañs d'an dud evit an dazont. Pa vez lavaret d'an dud emaomp ar yezh keltiek kentañ, n'int ket evit krediñ. --Fulup 7 Meu 2006 da 23:33 (UTC)
Manav
[kemmañ ar vammenn]Ha prest e vefes da vrezhonekaat ar gartenn eus Enez Vanav a gaver er pennad Manav ? Setu amañ an anvioù a gaver war ar gartenn-se : Irish Sea = Mor Iwerzhon, Ramsey = Rhumsaa, Douglas = Doolish, Peel = Purt ny hInshey, Casteltown = Balley Chashtal, Calf of Man = yn Cholloo, Chicken Rock = n'ouzon ket, diverkañ ar meneg saoznek ? Trugarez en a-raok. --Llydawr 7 Meu 2006 da 23:37 (UTC)
- Trugarez vras dit ! Met daou fazi bihan zo chomet : Balley Chashtal gant S e-kreiz, ha Purt ny hInshey, gant un H bihan hag un I bras (souezhus eo marteze, met e-giz-se e vez merket ur seurt kemmadur : "Inshey" a ya da "hInshey" goude "ny"). Mat e vefe reizhañ pa po amzer, evel-just !--Llydawr 8 Meu 2006 da 21:16 (UTC)
- Emaon o paouez gwelout ar gartenn en-dro, gant da reizhadennoù. Mat-tre eo ! Trugarez dit.--Llydawr 9 Meu 2006 da 20:52 (UTC)
labour c'hoazh !
[kemmañ ar vammenn]- Setu unan all evit ar pennad-mañ pa c'halli : Sudd (liammet eo ouzh ar pezh ac'h eus graet evit an Nil.
- Broioù : Turkia, Arabia Saoudat, Gres, Jordania, Libia, Soudan, Egipt, Libia, Tchad, Kongo, republik Kreiz Afrika, Eiopia, rep. Dem. Kongo, Rep. Kongo, Ouganda, (Kam)eroun, E.A.U. (e-lec'h U.A.E evit an Emirelezhioù Arab Unanet)
- Morioù : Mor Kreizdouar, Meurvor Indez, Morruz, Pleg-mor Aden, Mor Arab, Pleg-mor Pers
- Kêrioù : Kaero (Cairo), Aleksandria, Mekka (Mecca en Arabia), Jeruzalem, Aten (Gres)
- Lec'hioù all : Ar Sudd, Diazad Kongo (Congo bassin), traoñienn vras ar Rift (great Rift Valley) ; ; Mz Kilimanjaro (e-lec'h Mt. Kilimanjaro) ; lenn viktoria (e-lec'h lake Victoria)
- traoù all c'hoazh : bevennoù didermenet (no defined boundary, etre Yemen hag Arabia) ; lec'h izelañ en Afrika (lowest point in Africa, e djibouti) ; bevenn velestradurel da c'hortoz (provisional Admin line, etre Somalia hag Etiopia) ; lec'h uhelañ Afrika (highest point in Africa, e su Kenya).
Trugarez dit --Fulup 8 Meu 2006 da 15:56 (UTC)
- Ha mankout a rae Dezerzh skrivet e bras !
Bachkireg
[kemmañ ar vammenn]ya, ne gomprenan ket ivez pezh a c'hoarvezh gant an padrom er penand-mañ. klask e renkañ am eus graet met ne deuan ket a-benn. kaset am eus ur gerig d'an hini a ra war-dro seurt traoù alies a-walc'h. --Neal 10 Meu 2006 da 09:24 (UTC)
Nubia
[kemmañ ar vammenn]- Un tammig labour c'hoazh mar plij. Evit kartenn pennad Nubia. Lakaat Egipt, Soudan, Kaero, Nil, Lennoù Toschka, Lenn Nasir (L. Nasser). Trugarez vras dit en a-raok. --Fulup 10 Meu 2006 da 23:01 (UTC)
Mo Breizh
[kemmañ ar vammenn]- petra 'vez lâret evit "Mer Celtique" (mor keltiek ?) : ya
- Iles anglo normandes : Inizi Angl ha Normand
- Héauts de Bréhat : gwiriañ a rin diriaou
- Land's end... : Pen an Wlas, a gav din (= Penn ar vro)
- anv an holl begoù dre vraz.. :
+ Tamise : Tavoez, Rance : Renk, Seine : Saena, Saint-Malo : Sant-Maloù, Pointe St Mathieu : Beg Lokmazhe, Jersey : Jerzenez, Guernesey : Gwernenez, Le Havre : An Havr-Nevez, leuskel anvioù begoù Bro-c'hall e galleg.
- Pas de Calais ( achom 'vel m'eman pe get ?)... : Ya
--Fulup 21 Meu 2006 da 21:58 (UTC)
Taj Mahal
[kemmañ ar vammenn]- Evit da da gelaouiñ : adkaset em eus da bennad Taj Mahal war-du Taj Mahal (soner). Gwelloc'h eo leuskel an anv "Taj Mahal" e-unan evit pennad ar monumant. --Fulup 22 Meu 2006 da 15:56 (UTC)
Pablo
[kemmañ ar vammenn]- Trugarez dit da vezañ savet ur pennad diwar-benn Pablo Milanés. Plijout a ra din kalz. Souezhet-bras on o welet pegen skort eo ar pennad diwar e benn war ar wiki e spagnoleg. Skeudenn ebet, siwazh. --Fulup 22 Meu 2006 da 21:14 (UTC)
Héaux de Bréhat
[kemmañ ar vammenn]- Kartenn Mor Breizh : Ar C'hern eo an anv mat (les Héaux zo forzh petra: ur fazi evit berradur Châteaux evit doare). O treiñ Skype e brezhoneg emaout ? Da-unan ? N'eo ket ur meziant digor koulskoude. Goulennet eo bet gant an embregerezh ? --Fulup 23 Meu 2006 da 18:10 (UTC)
Kartenn Sina
[kemmañ ar vammenn]Setu an droidigezh a-benn ar fin :
- République Poulaire de Chine (RPC) : Republik Poblel Sina (RPS)
- Divisions administratives et disputes territoriales : Rannoù melestradurel ha tabutoù tiriadel
- Province : Proviñs
- Région Autonome : Rannvro Emren
- Municipalité : kumuniezh-kêr
- Région administrative spéciale : Rannvro velestradurel dibar
- Revendiqué par l'Inde à la RPC : Goulennet gant India digant an RPS
- Revendiqué par la RPC à l'Inde : Goulennet gant an RPS digant India
- Revendiqué par la RPC à la république de chine : Goulennet gant an RPS digant Republik Sina
- Revendiqué par la RPC au Japon : Goulennet gant an RPS digant Japan
- R.A. Ouïgour de Xinjiang : R.E. Ouigour Xinjiang
- R.A. du Tibet : R.E. Tibet
- R.A. de Mongolie intérieure : R.E. Mongolia an diabarzh
- R.A. Hui de Ningxia : R.E. Hui Ningxia
- R.A. Zhuang de Guangxi : R.E. Zhuang Guangxi
- L'Aksai chin est revendiqué par l'Inde : Goulennet eo an Aksai chin gant India
- La chine revendique la majeure partie de l'Etat indien de l'Arunachal Pradesh : Goulennet eo gant Sina an darn vrasañ eus Stad indiat an Arunachal Pradesh
- Pékin :Beijing
- Canton : Guangzhou
- Les îles Diaoyu / Senkaku sont administrées par le Japon et revendiquées à la fois par la République Populaire de Chine e tpar la Républiques de chine : Meret eo inizi Diaoyu / Senkaku gant Japan ha goulennet war un dro gant Republik Poblel Sina ha Republik Sina
- Taïwan, Penghu, Kinmen, Matsu et les îles Pratas sont administrés pa rla République de chine et revendiqués par la Républizue Populaire de Chine : Meret eo Taiwan, Penghu, Kinmen, Matsu hag inizi Pratas gant Republik sina ha goulennet gant Republik Poblel Sina.
- La RPC et la République de chine revendiquent toutes deux les îles Paracel et Spratley qui n'apparaissent pas sur cette carte. La RPC controle les Paracel, que revendique aussi le Vietnam, et les Spratley sont disputées par plusieurs pays voisins : Goulenn a ra an RPS ha Republik Sina an inizi Paracel ha Spratley na weler ket war ar gartenn-mañ. Kontrollet eo ar Paracel gant an RPS, goulennet int ivez gant Viêt Nam. Tabut zo evit ar Spratley etre meur a vro tro-dro.
--Fulup 23 Meu 2006 da 20:32 (UTC)
- Trugarez dit evit al labour-mañ. Chomet ez eus un nebeud vioù-koukoug : tabutoù triadel (lakaat tiriadel); Rannvro emrenn (lakaat emren); kummuniezh-kêr (lakaat kumuniezh); hag en traoñ, goulenn a ra n RPS (lakaat an RPS). Trugarez dit c'hoazh ha trugarez ivez evit skeudennoù skramm ar bajenn skoazell. Deuet int brav-tre. --Fulup 26 Meu 2006 da 13:11 (UTC)
sikour adarre
[kemmañ ar vammenn]- O paouez treiñ ur bajenn skoazell all emaon evit sikour an implijerien nevez d'ober o c'hemmoù kentañ war ar wiki. Ezhomm a vije da vrezhonekaat skeudennoù skramm (pe, gwelloc'h, sevel skeudennoù skramm nevez). Aze emañ ar pennad Skoazell:Penaos_kemmañ_ur_bajenn. Gallout a ri keñveriañ gant ar skeudennoù a gaver war an hevelep pajenn e galleg. Gouest e e vefes d'ober war-dro an dra-se ? Trugarez dit en a-raok. Respont din ma n'hallez ket ober war-dro. --Fulup 23 Meu 2006 da 22:16 (UTC)
skype
[kemmañ ar vammenn]Bet on oc'h ober un tamm tro war lec'hienn Skype hag, a-benn ar fin, e seblantont bezañ digor d'an treiñ liesyezh. Ur forom zo zoken. Roud ebet eus ar brezoneg evit poent avat. Anavezet eo ganit ? Setu al liamm forom
Kartenn Vangalore
[kemmañ ar vammenn]Gwelet em eus az peus brezhonekaet kartenn lec'hiañ Bangalore er pennad a labouran warnañ. Deuet eo brav ganit. Trugarez. Matilin 5 Ebr 2006 da 20:31 (UTC)
Wizigoted
[kemmañ ar vammenn]Salud dit ! Ma'peus c'hoant ha ma'peus amzer e c'hellfes marteze ober un tamm brezhonekaat d'ar gartenn a zo er pennad Wizigoted. N'eus nemet daou veneg da dreiñ : Rouantelezh ar Wizigoted ha Rouantelezh ar Franked. Trugarez dit en a-raok !--Llydawr 5 Ebr 2006 da 20:48 (UTC)
Mor Baltel
[kemmañ ar vammenn]Labour evidout c'hoazh, ma kerez... Er pennad Mor Baltel ez eus ur gartenn a zo en alamaneg evit ar poent. Anvioù ar broioù : Sveden, Finland, Rusia, Estonia, Latvia, Lituania, Polonia, Alamagn, Danmark. Anvioù er mor : Mor Baltel (Ostsee), Pleg-mor Botnia, Pleg-mor Finland ; Kattegat ha Skagerrak a chom evel-se. Anvioù skrivet bras ha displann : Skandinavia, Broioù Baltek. Pa'po c'hoant hag amzer... Trugarez dit en a-raok ! --Llydawr 7 Ebr 2006 da 16:33 (UTC)
- Trugarez vras dit ! Ur vi-koukoug bihan a zo chomet siwazh : mankout a ra A e dibenn ar ger Skandinavia. Da reizhañ pa c'helli.--Llydawr 12 Ebr 2006 da 17:10 (UTC)
Penaos e c'haller lakaat ar Mor ''Baltel'' ha komz eus broioù baltek? D'am sonj e ranker ober gant broioù balt (evel-se n'eus ket ezhomm eus an dibenn), evel ma rankfemp ober gant broioù kelt ivez (nemet klask a rafed un diforc'h soutil etre kelt ha keltek/keltiek).Bianchi-Bihan 22 Ebr 2006 da 16:37 (UTC)
Tammoù labourioù ouzhpenn
[kemmañ ar vammenn]- Ma n'out ket aet skuizh ganin c'hoazh :
- kartenn war pennad Wizigoted : Rouantelezh ar Franked, Rouantelezh ar Wizigoted, Tolosa, Burgondia
- frizenn 1 war ar pennad Roll an Impalaerien roman : Julio-Claudien/Tiernelezh Julio-Klaoda, Auguste/Aogust, Tibère/Tiber, Caligula/Kaligula, Claude/Klaoda, Néron/Neron, Année des trois empereurs/Bloavezh an Tri Impalaer, Flaviens/Flavianed, Vespasien/Vespazian, Domitien/Domitian, Hadrien/Hadrian, Antonins/Antonined, Antonin le Pieux/Anton an Deol, co-empereur/Kenimpalaer, Marc-Aurèle/Mark Aorel, Commode/Commodus
- frizenn 2 war ar pennad Roll an Impalaerien roman : Pertinax puis Didius Julianus/Pertinax ha war-lerc'h Didius Julianus, Note : Carin est Augustus en Occident/Carinus zo Aogust er C'hornôg, Les Sévères/Tiernelezh Severus, Anarchie militaire/Anarkiezh vilourel, Illyriens/Illirianed, La Tétrarchie/Tetrarkiezh, Constantiniens/Tiernelezh Kustentin, Valentiniens/Tiernelezh ar Valentinianed, Théodosiens/Tiernelezh Teodosius, Septime Sévère/Septimus Severus, Macrin/Macrinus, Héliogabale/Elagabalsu, Alexandre Sévère/Severus Alexander, Maximin le Thrace/Maximinus Thrax, Gordien III/Gordian III, Philippe l'Arabe/Fulup an Arab, Trajan Dèce/Trajan Decius, Trébonianus Gallus/Trebonianus Gallus, Valérien (Orient)/Valerian (Reter), Gallien (Occident)/Gallian (Kornôg), Claude le Gothique/Claudius II Gothicus, Aurélien/Aorelian, Carin/Carinus, Dioclétien (Orient)/Diokletian (Reter), Maximien Hercule (Occident)/Maximian (Kornôg), Lutte entre différents prétendants (voir article Tértarchie pour le détail)/Stourm etre danvez-Impalaerien (s.o. ar pennad Tetrarkiezh evit gouzout hiroc'h), Constantin seul maître de l'Empire/Kustentin mestr nemetañ an Impalaeriezh, Constance II (Orient puis tout l'Empire)/Constantius II (Reter ha goude an Impalaeriezh a-bezh), Constant Ier (Occident)/Constans Iañ (Kornôg), Julien II/Juluan II, Valens (Orient)/Valens (Reter), Théodose Ier (Orient puis tout l'empire)/Teodosius Iañ (Reter hag an holl Impalaeriezh da c'houde), Gratien (Occident)/Gratian (Kornôg), Valentinien II (Occident)/Valentinian II (Kornôg), Théodose Ier est le dernier maître unique de l'Empire romain/Teodosius Iañ, mestr diwezhañ an Impalaeriezh roman a-bezh, Macrin/Macrinus, Période dite des "30 tyrans"
- tiranted, hervez geriadur RHemon.
-usurpateurs divers - sécession de la Gaule et de Palmyre/Marevezh an "30 Tiran" - skraperien a bep seurt - Galia ha Palmyra dizalc'h, Tacite/Tacitus, Florien/Florian, Numérien (Orient)/Numerian (Reter), Constantin II (Occident)/Constantinus II (Kornôg), Jovien/Jovian, Valentinien Ier (Occident)/Valentinian Iañ (Kornôg) Setu, setu...Digarez ac'hanon evit ar mell labour-se. Trugarez dit en a-raok. --Fulup 8 Ebr 2006 da 18:26 (UTC)
- Trugarez vras dit, un den prizius out. Brav-tre eo deuet kartenn Europa ar Wizigoted ganit. A-benn ar fin e soñjan e vefe tu da ouzhpennañ anv "Arvorig" warni ivez. --Fulup 9 Ebr 2006 da 15:31 (UTC)
boestoù implijerien
[kemmañ ar vammenn]- Evit respont da'z koulenn, gallout a rez krouiñ ar rummad nevez [[Rummad:Boestoù implijerien]] hag adsevel al liammoù en holl bennadoù krouet ganit. Pa vo echu ha pa vo goullo ar rummad boest implijer, lavar din hag e tiverkin ar rummad diezhomm. --Fulup 15 Ebr 2006 da 10:39 (UTC)
- Gwelet 'm eus e oas o chench anv ar rummadoù. Met kentoc'h eget lakaat [[Rummad:Boest implijerien]], e vije gwelloc'h d'am sonj lakaat [[Rummad:Boestoù implijer]] pe [[Rummad:Boestoù implijerien]]. Ha keit hag ober un dra torr-penn, marteze 'vije tu ivez ouzhpennañ ar rummad 'patromoù'... Benoni 15 Ebr 2006 da 11:18 (UTC)
- Hopala, nannn 'vat. Arabat ouzhpennañ ar rummad patromoù aze, a-hend-all e vo beuzet ar rummad gant ar rummadoù-mañ. Ret eo lakaat ar rummad patromoù just e-barzh ar rummad boestoù implijerien ma vint kavet holl. --Fulup 15 Ebr 2006 da 12:36 (UTC)
- Lol ! Ha dont a raimp a-benn ??! :) --★C'hwil-du Siferniet★ 15 Ebr 2006 da 14:30 (UTC)
Patromoù ar bloavezhioù
[kemmañ ar vammenn]Salud. Ha tu a vefe dit ouzhpennañ ivez e patrom ar bloavezhioù a savez ul liamm war-du "Roll pennoù Stad e Bloavezh". Sell ouzh ar skouer e traoñ ar pennad 15. N'eo ket dav adober ar pezh az peus graet dija, evel-just. Evit ar re nevez avat e vije un dra vat. Nebeutoc'h a labour war-lerc'h. Trugarez dit en a-raok. Ganin e oa bet disoñjet lakaat al liamm-se pa'm boa kouet ar patromoù kentañ... --Fulup 17 Ebr 2006 da 11:05 (UTC)
Dakia
[kemmañ ar vammenn]Salud dit, me adarre. War pennad Teuzsilvania ez eus ur gartenn eus Dakia e saozneg, da vrezhonekaat pa c'halli : Dacia 82 BC/Dakia 82 kent JK, Pannonians Plains/Plaenennoù Pannonia, Danube/Danav, Carpatians Mountains/Menezioù ar C'harpatoù, Black Sea/Mor Du. Trugarez vras dit en a-raok --Fulup 17 Ebr 2006 da 18:16 (UTC)
Tiber
[kemmañ ar vammenn]Un draig evidout c'hoazh. War pennad Tiber (stêr). Lakaat Roma e-lec'h Rome war ar gartenn. Trugarez dit. --Fulup 19 Ebr 2006 da 09:20 (UTC)
F.L.
[kemmañ ar vammenn]Ne vijes ket F.L.? ;-) Benoni 20 Ebr 2006 da 20:41 (UTC)
- Ya, n'out ket FL/Diloar war a seblant... Met an hevelep mennozioù 'zo ganeoc'h ;-) Benoni 9 Mae 2006 da 21:43 (UTC)
- ;-) Benoni 12 Mae 2006 da 19:02 (UTC)
- Met ma 'z out diloar, 'm eus kaset dit ur bostel, met na respontez ket... Benoni 15 Mae 2006 da 21:23 (UTC)
- ;-) Benoni 12 Mae 2006 da 19:02 (UTC)
- Unan all mar plij pa c'halli. Viêt Nam (daou c'her), Kambodja, Pleg-mor an Tonkin, Ha Noi (daou c'her), Pleg-mor Thailand, Mor Su Sina, Inizi Spratley, FILI(pinez), Inizi Paracel, Inizi Pratas, Aradennad Annam (chaîne annamatique), Kêr Hô Chi Minh. trugarez vras. --Fulup 21 Ebr 2006 da 22:47 (UTC)
- Dispar, trugarez vras. --Fulup 22 Ebr 2006 da 19:42 (UTC)
Kompagnunezh
[kemmañ ar vammenn]Er pennadoù (niverus moarvat) a savi diwar-benn kompagnunezhioù nijal ne vo ket fall dit kaout sonj eo gwregel ar gerioù nijerez ha kompagnunezh. A-hend-all e vez poan o kompren. Bernez Bernioù 27 Ebr 2006 da 14:51 (UTC)
Estonia
[kemmañ ar vammenn]Pell zo 'm boa ket goulennet sikour diganit. Brav 'vefe ma c'hellfes brezhonekaat ar gartenn spagnolek a zo e pennad Estonia. Nebeut a venegoù : Finlandia=Finland, Letonia=Latvia, Mar Baltica=Mor Baltel, Golfo de Riga= Pleg-mor Riga, Golfo de Finlandia=Pleg-mor Finland, hag ar ger Lago(2 wech)=Lenn.
Trugarez dit en a-raok !--Llydawr 12 Mae 2006 da 20:57 (UTC)
Mouzhet out? ;-)
[kemmañ ar vammenn]Petra c'hoarvez? Mouzhet out pe aet skuizh gant ar wiki? Kalz a labour a chom d'ober c'hoazh war dachenn an diveliouriezh pe ar skiant-faltazi ;-) Benoni 28 Mae 2006 da 17:40 (UTC)
Doare envel Departmantoù Frañs (votadeg)
[kemmañ ar vammenn]Savet 'zo bet un tabut war ar poent-mañ (displeget dre an hir war ar bajenn-mañ). Kaset e vo da benn ur votadeg e-pad ur sizhunvezh d'an nebeutañ evit klask kaout un diskoulm diazezet war un emglev ledan.
Pedet oc'h neuze da vont da lakaat ur sell war an displegadurioù ha da reiñ ho soñj dre votiñ.
Mat e vefe d'an holl implijerion/ezed kemer perzh, rak seul ledaoc'h e vo an emglev ytizhet a-benn ar fin seul aezetoc'h e vo lakaat an traoù da vont war-raok en un doare aezet.
Lennit ha votit amañ: Politikerezh Envel Departamantoù Frañs (tabut)
--Neal 5 Du 2006 da 08:39 (UTC) (Merour)
Dilennadeg
[kemmañ ar vammenn]Lañset zo bet ur votadeg (amañ[[[br.wikipedia.org/wiki/Wikipedia:Kumuniezh/votadeg_evit_merourien_Du_2006]) evit dilenn merourion/ezed nevez. Tu zo deoc'h da lakaat hoc'h anv ha/pe da reiñ ho vot evit ar re all bet lakaet o anv dija.
Kemenn votadeg
[kemmañ ar vammenn]Demat, ur vouezhiadeg war an doare da vrezhonekaat anvioù divoutin gresianek a zo bet digoret amañ.
Pedet eo da reiñ o mouezh mar fell dezhe an implijerion/ezed enrollet gant ur bajenn-implijer war ar Wikipedia-mañ hag oberiant abaoe ur miz d'an nebeutañ pe nebeutoc'h ma'c'h eo bet labouret gante war an dachenn-resis-mañ a-raok digoradur ar votadeg.
Evit kompren gwelloc'h pep kinnig e-raok mouezhiañ e c'heller lenn displegadennoù hiroc'h war ar bajenn gaozeal stag ouzh pajenn ar vot.
Trugarez, --Merour (Neal) (Kaozeal) 2 Meu 2007 da 16:27 (UTC)
Demat! Ur pennad savet ganit pe az peus labouret warnañ a zo bet kinniget evit bezañ lakaet war renk ar pennadoù eus an dibab. Tu zo dit reiñ da ali amañ. Mar bez ezhomm e c'hellez ivez ober da vad eus ali an implijerien all evit gwellaat c'hoazh ar pennad a benn ma yelo ar gumuniezh a-du evit reiñ ar meneg "pennad eus an dibab" d'az pennad. Ma sav goulenn pe c'houlenn e c'hellez mont e darempred ganin. A wir galon, Benoni (Kaozeadenn) 16 Kzu 2007 da 23:44 (UTC)
Demat! Ur pennad savet ganit pe az peus labouret warnañ a zo bet kinniget evit bezañ lakaet war renk ar pennadoù mat. Tu zo dit reiñ da ali amañ. Mar bez ezhomm e c'hellez ivez ober da vad eus ali an implijerien all evit gwellaat c'hoazh ar pennad a benn ma yelo ar gumuniezh a-du evit reiñ ar meneg "pennad mat" d'ar pennad. Ma sav goulenn pe c'houlenn e c'hellez mont e darempred ganin. A wir galon, Benoni (Kaozeadenn) 17 Kzu 2007 da 16:21 (UTC)
Galvadenn: Dilennadeg merourion/ezed nevez (pazenn gentañ)
[kemmañ ar vammenn]Savet eo bet ganin ur c'hinnig evit boulc'hañ gant an argerzhadur evit dilenn merourion/ezed nevez . Pedet out da reiñ da ali war ar bazenn gaozeal stag ouzh ar c'hinnig-se (amañ) diwar-benn ar c'hraf kentañ a denn d'an doare ma ranker lakaat anv unan bennak evel kannad/ez evit dont da vezañ merour/ez. Ur wezh sklaeraat ar bazenn gentañ-se ha tizhet ur c'henemglev ledan e vo tu da vont pelloc'hig o tigeriñ ar argerzhadur da vat o pediñ digant an implijerion/ezed lakaat o anv pe anv unan bennak all evit gallout mouzhiañ diwar ofenn da c'houde. Da achuiñ neuze e vo ret da c'houde dont a-benn d'ur c'henemglev diwar-benn mont-en-dro ar vouzhiadeg hec'h-unan a-raok stagañ ganti da vat. Neal (Kaozeal) 30 Eos 2009 da 19:31 (UTC)