Location via proxy:   [ UP ]  
[Report a bug]   [Manage cookies]                
Mont d’an endalc’had

Karl Drais

Eus Wikipedia

Karl Drais, pe Karl von Drais, pe Karl Friedrich Christian Ludwig Freiherr Drais von Sauerbronn (1785-1851), zo un ijinour alaman, brudet da vezañ ijinet an draiser, e 1817, da lavarout eo ur mekanik koad, div rod dezhañ, hag ac'h ae war-raok war-bouez an treid, hag a weler hiriv evel stumm kentañ ar marc'h-houarn.

Karl Drais a oa ganet e 1785 e Karlsruhe, kêr-benn Dugelezh-veur Baden. E dad, Karl Wilhelm Friedrich Ludwig, Baron Drais, hag e vamm, Christine Margaretha, Baronez Kaltenthal, ne oant ket gwall binvidik a-hervez, petra bennak ma en doa e dad ur garg a guzulier e lez an dug-meur, e baeron Karl Friedrich von Baden. Goude stagañ da studiañ en e gêr c'henidik ez eas Karl Drais da skol melestrerezh ar c'hoadoù ha doureier, da gêr Pforzheim, hag etre 1803 ha 1805 da studiañ matematik, fizik ha tisavouriezh, da skol-veur Heidelberg.

Ar Vélocipède e Pariz e 1818
Fest en Alamagn e 2005.

Goude e studioù e labouras e melestrerezh ar c'hoadoù ha doureier e Dugelezh-veur Baden.

Liammoù diavaez

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]