Location via proxy:   [ UP ]  
[Report a bug]   [Manage cookies]                
Mont d’an endalc’had

Kevan daveel

Eus Wikipedia

Ur c'hevan daveel zo un niver kevan (eleze hep parzh rannel) ha muiel () pe leiel (). Teskad ar c'hevanion daveel zo kediad kevanion naturel 0, 1, 2, ... (anvet kevanion daveel muiel) hag o enebadoù 0, -1, -2, -3, ... (anvet kevanion daveel leiel).

Abeg pennañ digoradur an niveroù leiel zo gallusted diskoulmañ holl ataladoù ar furm :

a + x = b, ma vez x an dianavenn hag a ha b arventennoù.

E teskad ar c'hevanion naturel, lod eus an ataladoù-mañ hepken o deus un diskoulm.

5 + x = 8 mar ha hepken mar x = 3
9 + x = 4 n'en deus diskoulm ebet e teskad ar c'hevanion naturel. Un diskoulm zo gantañ e teskad ar c'hevanion daveel, an diskoulm-mañ o vout -5.