Kib vell-droad ar bed 2010
Kib vell-droad 2010 Suafrika 2010 | ||
---|---|---|
Skipailhoù war ar renk | 32 (204 er prantad perzhegañ) | |
Lec'h | Suafrika | |
Deiziadoù | 11 Even - 11 Gouere | |
Kampioned | Spagn | |
Krogadoù | 64 c'hrogad | |
Hollad palioù | 145 (2.3 dre grogad) | |
Gwellañ paler(ien) | David Villa Wesley Sneijder Diego Forlán Thomas Müller 5 pal |
Kib mell-droad ar bed 2010 a zo 19vet Kib mell-droad ar bed. Ar prantad dibenn kentañ eo a c'hoarvez en Afrika, e Suafrika resis, goude hini 2006 a oa bet en Alamagn ha ma oa aet ar maout gant skipailh Italia hag a-raok hini 2014 a dremeno e Brazil. 32 skipailh a c'hoari an eil ouzh egile e-pad ur miz, eus an 11 a viz Mezheven d'an 11 a viz Gouere, e 10 stad ar vro e Bloemfontein, Durban, Johannesburg (daou stad), Kêr ar C'hab, Nelspruit, Polokwane, Port Elizabeth, Pretoria ha Rustenburg. Bras-meurbet e vez ar vrud degaset d'ar vro aozet ganti ar gib hag an teuliad gwellañ e-touez an holl vroioù a ya war ar renk eo a vez dibabet gant ar FIFA, diouzh ar raktres stadoù mell-droad, treuzdougen, degemer skipailhoù ha lojañ arvesterien, surentez... kinniget gant pep hini. Ent-pleustrek, gant ar budjed ret da aozañ ar gib hag a ya war greskiñ a vloaz da vloaz n'eus nemet broioù pinvidik hag a c'hall kaout spi da aozañ an darvoud-mañ, anezhañ an eil darvoud sportel skignet ar muiañ war skinwelioù ar bed goude ar c'hoarioù olimpek.
En tu-hont d'ar sport eo arouezel-tre an dibab graet gant ar FIFA d'an 23 a viz Even 2003 p'en doa divizet fiziañ aozañ ar gib e bro Nelson Mandela, stourmer hollvrudet a-enep d'an apartheid. Er vro-mañ, betek fin an apartheid, e veze c'hoariet mell-droad gant ar re zu ha rugbi gant ar re wenn. Gant al liammoù a zo etre ar politikerezh hag ar sport e talvez ivez aozañ un darvoud etrebroadel a live-mañ, evit an aozerien, kinnig d'ar bed-holl ur skeudenn bozitivel eus ur vro gouest da vodañ div bobl bet enebour an eil ouzh eben, tro-dro d'un darvoud meur, anezhañ arouez ul lañs nevez. En ul live all, e 1998, e oa bet forzh prezegennoù e Bro-C'hall pa oa aet ar gib gant skipailh Zinedine Zidane, war ar Frañs black blanc beur, da lakaat an trec'h-mañ da arouez ur vro he dije gouezet degemer enbroidi hag o dije o flas en ur vro lies met heñvel ar gwirioù evit an holl.
Ar wech kentañ en hec'h istor eo ma c'hounez skipailh Spagn ar gib-mañ. Gantañ ivez an hini e oa aet kib diwezhañ kampionad Europa, e 2008.E-kerzh ar 116vet munutenn, pa oa an astenn war achuiñ a-raok laoskel e blas d'ar prantad tennoù d'ar pal e lak ar c'hoarier eus FC Barcelona Andrés Iniesta ar volotenn e foñs palioù skipailh an Izelvroioù a goll an 3de gourfenn eus o istor goude bezañ graet kazeg e 1974 ha 1978.
Ar bloaz 2010 eo ivez an hini kentañ ma c'hounez ur skipailh Europat en diavaez eus e gevandir hag ar wech kentañ ma vez daou skipailh disheñvel eus Europa o c'hounit div wech diouzh renk.
Skipailhoù an tournamant diwezhañ
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]D'ar 25 a viz Du 2007 e Durban (Suafrika) e oa bet tennet an 204 skipailh d'ar sort evit sevel strolladoù ar prantad perzhegañ, da lavaret eo gouzout e peseurt poullad e vije pep hini, ha diwar se a-enep da beseurt skipailhoù e ranke c'hoari a-benn bezañ miret en tournamant diwezhañ. 31 plas a oa evit an holl skipailhoù-mañ hag unan ouzhpenn evit ar vro degemer, Afrika ar Su.
Evit skipailhoù zo avat, an tournamant perzhegañ a oa kroget a-raok : c'hoarioù Su ar Meurvor Habask a dalveze da dournamant perzhegañ evit Rann Okeania.
Kartenn | Rann Europa 13 plas |
Rann Amerika ar Su 5 plas |
Rann Afrika 6 plas en o zouez unan evit ar vro degemer |
---|---|---|---|
|
|||
Rann Okeania 1 plas |
Rann Norzhamerika, Kreizamerika ha Karib 3 flas |
Rann Azia 4 flas | |
|
|
|
Krogadoù an tournamant diwezhañ
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Alc'hwez
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]En taolennoù a-is :
- C'h = Krogadoù c'hoariet
- G = Krogadoù gounezet
- R = Krogadoù rampo
- K = Krogadoù kollet
- PL = Palioù lakaet
- PT = Palioù tapet
- Dif = Diforc'h palioù (PL-PT)
- Poentoù = Hollad poentoù
- Pen : Pal lakaet dre benalti
- PES : Pal lakaet a-enep d'e skipailh
- g.a. : goude an astenn (skor e fin ar prantad astenn un hanter eur)
Poulloù
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Strollad A
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
| ||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||
|
Ur wech c'hoariet holl grogadoù ar poullad ez a an 2 skipailh kentañ d'an 8vet gourfennoù : 1añ ar strollad A a c'hoari a-enep da 2vet ar strollad B ha 2vet ar strollad A a c'hoari a-enep da 1añ ar strollad B.
Strollad B
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
| ||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||
|
Ur wech c'hoariet holl grogadoù ar poullad ez a an 2 skipailh kentañ d'an 8vet gourfennoù : 1añ ar strollad B a c'hoari a-enep da 2vet ar strollad A ha 2vet ar strollad B a c'hoari a-enep da 1añ ar strollad C.
Strollad C
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
| ||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||
|
Ur wech c'hoariet holl grogadoù ar poullad ez a an 2 skipailh kentañ d'an 8vet gourfennoù : 1añ ar strollad C a c'hoari a-enep da 2vet ar strollad D ha 2vet ar strollad C a c'hoari a-enep da 1añ ar strollad D.
Strollad D
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
| ||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||
|
Ur wech c'hoariet holl grogadoù ar poullad ez a an 2 skipailh kentañ d'an 8vet gourfennoù : 1añ ar strollad D a c'hoari a-enep da 2vet ar strollad C ha 2vet ar strollad D a c'hoari a-enep da 1añ ar strollad C.
Strollad E
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
| ||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||
|
Ur wech c'hoariet holl grogadoù ar poullad ez a an 2 skipailh kentañ d'an 8vet gourfennoù : 1añ ar strollad E a c'hoari a-enep da 2vet ar strollad F ha 2vet ar strollad E a c'hoari a-enep da 1añ ar strollad F.
Strollad F
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
| ||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||
|
Ur wech c'hoariet holl grogadoù ar poullad ez a an 2 skipailh kentañ d'an 8vet gourfennoù : 1añ ar strollad F a c'hoari a-enep da 2vet ar strollad E ha 2vet ar strollad F a c'hoari a-enep da 1añ ar strollad E.
Strollad G
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
| ||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||
|
Ur wech c'hoariet holl grogadoù ar poullad ez a an 2 skipailh kentañ d'an 8vet gourfennoù : 1añ ar strollad G a c'hoari a-enep da 2vet ar strollad H ha 2vet ar strollad G a c'hoari a-enep da 1añ ar strollad H.
Strollad H
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
| ||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||
|
Ur wech c'hoariet holl grogadoù ar poullad ez a an 2 skipailh kentañ d'an 8vet gourfennoù : 1añ ar strollad H a c'hoari a-enep da 2vet ar strollad G ha 2vet ar strollad H a c'hoari a-enep da 1añ ar strollad G.
Eizhvet gourfennoù ha pelloc'h
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]8vet gourfennoù | Kardgourfennoù | Hanter-c’hourfenn | Gourfenn | |||||||||||||||
26 Even 16:00 | ||||||||||||||||||
' | 1añ ar strollad | A | Uruguay (Luis Suarez 8' ha 80') |
2 | ||||||||||||||
2 Gouere 20:30 | ||||||||||||||||||
' | 2 ar strollad | B | Republik Korea (Lee Chung Yong 68') |
1 | ||||||||||||||
Uruguay (Forlán 55') |
1 (4)g.a. | |||||||||||||||||
26 Even 20:30 | ||||||||||||||||||
Ghana (Muntari 45') |
1 (2)g.a. |
|||||||||||||||||
' | 1añ ar strollad | C | Stadoù-Unanet (Donovan 62' (Pen)) |
1 | ||||||||||||||
6 Gouere 20:30 | ||||||||||||||||||
' | 2 ar strollad | D | Ghana (Prince 5', Gyan 93') |
2 | ||||||||||||||
Uruguay (Forlan 41', Pereira 92') |
2 | |||||||||||||||||
28 Mez 16:00 | ||||||||||||||||||
Izelvroioù (Bronckhorst 18', Sneijder 70', Robben 73') |
3 | |||||||||||||||||
' | 1añ ar strollad | E | Izelvroioù (Robben 18', Sneijder 84') |
2 | ||||||||||||||
2 Gouere 16:00 | ||||||||||||||||||
' | 2 ar strollad | F | Slovakia (Vittek 94' (Pen)) |
1 | ||||||||||||||
Izelvroioù (Sneijder 53' ha 68') |
2 | |||||||||||||||||
28 Mez 20:30 | ||||||||||||||||||
Brazil (Robinho 10') |
1 | |||||||||||||||||
' | 1añ ar strollad | G | Brazil (Juan 35', Fabiano 38', Robinho 99') |
3 | ||||||||||||||
11 Gouere 20:30 | ||||||||||||||||||
' | 2 ar strollad | H | Chile | 0 | ||||||||||||||
Izelvroioù | 0 | |||||||||||||||||
27 Even 20:30 | ||||||||||||||||||
Spagn (Iniesta 117') |
1 (g.a.) | |||||||||||||||||
' | 1añ ar strollad | B | Arc'hantina (Tevez 26' ha 52', Higuain 33') |
3 | ||||||||||||||
3 Gouere 16:00 | ||||||||||||||||||
' | 2 ar strollad | A | Mec'hiko (Hernandez 71') |
1 | ||||||||||||||
Arc'hantina | 0 | |||||||||||||||||
27 Even 16:00 | ||||||||||||||||||
Alamagn (Müller 3', Klose 68' ha 89', Friedrich 74') |
4 | |||||||||||||||||
' | 1añ ar strollad | D | Alamagn (Klose 20', Podolski32', Müller 67' ha 70') |
4 | ||||||||||||||
7 Gouere 20:30 | ||||||||||||||||||
' | 2 ar strollad | C | Bro-Saoz (Upson 37') |
1 | ||||||||||||||
Alamagn | 0 | |||||||||||||||||
29 Even 16:00 | ||||||||||||||||||
Spagn (Puyol 73') |
1 | Krogad 3de plas | ||||||||||||||||
' | 1añ ar strollad | F | Paraguay | 0 (5)g.a. | ||||||||||||||
3 Gouere 20:30 | 10 Gouere 20:30 | |||||||||||||||||
' | 2 ar strollad | E | Japan | 0 (3)g.a. |
||||||||||||||
Paraguay | 0 | Uruguay (Cavani 28', Forlan 51') |
2 | |||||||||||||||
29 Even 20:30 | ||||||||||||||||||
Spagn (Villa 83') |
1 | Alamagn (Müller 19', Jansen 56', Khedira 82') |
3 | |||||||||||||||
' | 1añ ar strollad | H | Spagn (Villa 63') |
1 | ||||||||||||||
' | 2 ar strollad | G | Portugal | 0 | ||||||||||||||
Gwellañ lakaerien palioù
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]5 pal
- David Villa Spagn
- Wesley Sneijder Izelvroioù
- Diego Forlán Uruguay
- Thomas Müller Alamagn
4 fal
3 fal
Liammoù diavaez
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]