Location via proxy:   [ UP ]  
[Report a bug]   [Manage cookies]                
Mont d’an endalc’had

Kigenn

Eus Wikipedia
Kigennoù un den

Ur gigenn zo ur gwiad strishaus el loened hag a servij da broduiñ nerzh, d'en em embreger pe da lakaat an organoù diabarzh da fiñval. Daou seurt kigennoù a zo : ar c'higennoù rezennet hag ar c'higennoù lufr.

Kigennoù loened marv, lazhet a-ratozh pe get, a ra kig evit loened all, mab-den en o zouez.

Ar c'higennoù rezennet

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Graet int gant daou seurt gwiennoù, pe neudennoù, (ar gwiennoù gorrek hag ar gwiennoù prim) hag a c'hall strishaat evit stegnañ ar c'higennoù.

Implijet e vezont dre youl pe dre zastaol. Kontrollet int gant ar reizhiad nervel kreiz.

Disheñvel eo diouzh kigennoù ar skeledenn rak emren eo kigenn ar galon, evel ar c'higennoù lufr.

Ar c'higennoù lufr

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Strishaat a reont hep gouzout d'an den ha hollbouezus int evit chom bev, evel kigennoù ar benvegad koazhañ da skouer.