Location via proxy:   [ UP ]  
[Report a bug]   [Manage cookies]                
Mont d’an endalc’had

Knud Knudsen

Eus Wikipedia
Knud Knudsen

Knud Knudsen (Holt, 6 Genver 1812 - Christiania, 4 Meurzh 1895) a oa ur c'helenner hag ur yezhour eus Norvegia. Brudet eo abalamour ma voe diazezer ar riksmål.

E 1845 e voe anvet da gelenner e skol iliz-veur Christiania, ur skol eil derez e kêr-benn Norvegia, hag eus 1852 betek e varv e voe rener ar skol-se. D'ar mare-se e oa prederiet an dud e Norvegia gant an doare yezh a oa da implijout er skridoù. En e vicher en doa gwelet Knud Knudsen o devoa poan e studierien o skrivañ daneg, tra ma kaozeent norvegeg. Soñjal a reas e oa dav lakaat ar yezh skrivet da zegemer doareoù ar yezh komzet ganto. E bal e oa reiñ ul liv norvegek d'ar yezh skrivet, ha lakaat ar yezh skrivet-se da zegemer doareoù ar yezh komzet e Norvegia. E soñjoù en deus displeget dreist-holl e-barzh e levr Unorsk og norsk, eller fremmede ords avlösning (1879-1881). Evel-se e voe krouet ar riksmål (anvet diwezhatoc'h bokmål), unan eus yezhoù skrivet Norvegia.