Location via proxy:   [ UP ]  
[Report a bug]   [Manage cookies]                
Mont d’an endalc’had

Korfadurezh

Eus Wikipedia
Korf-bras - Treset gant Henry Vandyke Carter (1831 - 1897) evit al levr Gray's Anatomy gant Henry Gray (1827 - 1861)

Ar gorfadurezh zo ur skiant, ur skourr eus ar vevoniezh, a studi stummadur korfoù ar bevien, loened ha plant.

Savet eo an termen korfadurezh war ar wrizienn korf, kar d'al latin corpus. Implijet e vez ivez un termen all, anatomiezh, zo savet dre ar galleg anatomie diwar ar gresianeg ἀνατέμνω ànatémno ma talv ἀνα- ana- kement ha "dre" ha τέμνω temnō kement ha "troc'hañ" ; an hevelep gerdarzh hag an termen latin dissecare eo (diwar di- ha seccare "troc'hañ").