Koriandrez
Neuz
Koriandrez (Coriandrum sativum) zo plant bloaziek, kreñv o c'hwezh, eus ar c'herentiad Apiaceae. Kreskiñ a ra ar c'horiandrez e broioù gevred Azia hag e Norzhafrika. Gallout a reont tapout betek 50 cm uhelder.
Pa vez graet anv eus 'koriandrez' war dachenn ar c'heginañ, ez eo peurliesañ had pe delioù ar plant-se, implijet da spis. Stank e vez implijet koriandrez er boued er Reter-Nesañ, en India ha gevred Azia, Suamerika, Sina pe en Afrika.
Dont a ra ar ger brezhonek koriandrez eus ar ger gallek coriandre, a zeu e-unan eus ar gerioù latin coriandrum ha gregach “κορίαννον”.