Location via proxy:   [ UP ]  
[Report a bug]   [Manage cookies]                
Mont d’an endalc’had

Ksenofon

Eus Wikipedia
Ksenofon e-tro -380

Ksenofon (Ξενοφῶν / Xenophōn) (430 kent Jk - 355 kent JK) zo ur skrivagner gresianek atenat, bet goprsoudard, ha pennbrezel.

An Anabasis ( Ἀνάβασις e gregach) eo e oberenn bouezusañ, seizh levrenn anezhi, savet war-dro -370.

Ganet e oa en Erchia en Attika. Mab e oa d'un den pinvidik anvet Gryllos. Arvar zo war bloaz e c'hanedigezh : war-dro -430 ma oa paotr yaouank e deroù an Anabasis ; met bloazioù all zo kinniget gant istorourien zo : -426, dre ma oa an oad izelañ evit kemer perzh en dro-vreze Lesbos, en -428/-427 hervez an istorourez Claude Mossé.

Daremprediñ a reas ar sofourien, en o zouez Prodikos e Tebai.

Diskibl e voe da Sokrates, ha kemer notennoù a rae. Hervez Diogenes Laertios e oa roudoù eus ar berrskrivadur war-dro -430, hiriv e kred an istorourien e oa Ksenofon unan eus an ijinerien anezhañ, pa notenne kelennadurezh Sokrates hervez un doare-skrivañ fonnus e gregach.

Enebet e oa ouzh adsavidigezh an demokratelezh goude tiranterezh Tregont Mac'homer Aten. E-touez diskibien Sokrates n'en em gleve ket gant Aristippos, na gant Platon. Hervez Fotios e voe diskibl d'ar prezeger Isokrates.

Hervez Strabon ha Diogenes Laertios e vije bet Ksenofon en emgann Delion, ma voe saveteet e vuhez gant Sokrates, pa oa kouezhet diwar e varc'h : kement-se ne c'hall ket bezañ pa ouzer e voe ganet Ksenofon e -430 pe -426, hag e oa emgann Delion e -424; ne vefe nemet ur vojenn ganet diwar abadenn savete Alkibiades en emgann Potidaia gant Sokrates.

Galvet e voe da lez Cyrus gant e vignon Proxène Tebai. Hep brezeliñ, setu eñ da-heul troiad Cyrus a-enep e vreur son frère Artakserkses II (-400).

-399/-394. Aten ha Sparta

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

-394-374. Harlu en e Scillonte, e Peloponessos

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

374/-355. Korintos

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
  • Ἀπολογία Σωκράτους πρὸς τοὺς Δικαστάς / Apologia Sokrates
  • Ἀνάβασις / Anabasis