La Goulue
Neuz
La Goulue (ar Varlonkez) a oa anv-micher Louise Weber (1866-1929) , ur gorollerez c'hall e kabaredoù Pariz er bloavezhioù 1890. Poltredet eo bet meur a wech gant Toulouse-Lautrec.
Tapet he doa al lesanv-se dre ma lonke bannac'hoù an everien diwar an taolioù e-pad an dañsadegoù. Brudet eo da vezañ krouerez ar French can-can. Bet eo e-touez serc'hed niverus ar roue saoz Edouarzh VII.
Ar Moulin Rouge
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Labour Lautrec
-
La Goulue o tegouezhout er Moulin Rouge, 1892
-
La Goulue ha Valentin le désossé 1895
-
La Goulue ha la Môme Fromage 1892
Louise a zañse er Moulin Rouge, adal 1889. Anaoudegezh a reas gant Jules Étienne Edme Renaudin (1843-1907). Brudet e oa evel dañser, ha Valentin le Désossé e oa e anv_micher. A-gevret e tañsent ar « chahut » ha dont a rejont da vout ur c'houblad dañserien brudet.
La Goulue war al luc'hskeudennoù
-
1885
-
La baraque foraine, 1895
-
1890