Logroño
Neuz
Logroño zo ur gêr eus Spagn, kêr-benn proviñs ha kumuniezh La Rioja.
Emañ war lez ar stêr Ebro (42° 28' N, 2° 27' K) ha 386 m a-us live ar mor. E Genver 2015 e oa 151 344 a dud o chom e Logroño, war ur gorread 79,6 km².
Darempredet e vez Logroño gant kalzik touristed rak war Hent Sant Jakez emañ.
Pouezus eo gounidegezh ar gwini ha kenwerzh ar gwin e La Rioja ha pouezus eo ivez, da-heul, evit Logroño, kêr-benn ekonomikel ar vro.
Kêrioù gevellet
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Gevellet eo Logroño gant ar c'hêrioù-mañ :
|
|
Liammoù he deus ivez gant :
- Wilhelmshaven (Alamagn) abaoe 1990
- Vichy (Bro-C'hall) abaoe 1990