Location via proxy:   [ UP ]  
[Report a bug]   [Manage cookies]                
Mont d’an endalc’had

Louzawouriezh

Eus Wikipedia
Liorzh Carl von Linné, aozet hervez e rummatadur e Systema Naturae

Skiant ar plant hag ar struzh eo al louzawouriezh. Meur a iskelenn zo enni, a zo liammet kreñv gant ar skiantoù all gouestlet da studi ar bevion.

Gant al louzawouriezh hollek e vez studiet an daksonomiezh, da lavaret eo rummatadur ar plant, o morfologiezh, o histologiezh, o biogeografiezh hag o c'hleñvedouriezh. Bez' ez eus kelennoù, ar wezouriezh en o zouez, evit studiañ ur rumm plant hepken.

Dre anaoudegezhioù a zastumer war ar plant e kaver traoù da dalvezout en apotikerezh, el louzaouerezh, er gounezerezh, el liorzherezh hag er goadegouriezh.

Rummatadur ar plant

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Ijinet eo bet rummatadur kentañ ar plant gant an naturour svedat Carl von Linné (1707-1778) en e oberenn Systema Naturae (1735), met ne vez mui implijet bremañ.

Pennadoù kar

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]