Luc Winants
Reizh pe jener | paotr |
---|---|
Bro ar geodedouriezh | Belgia |
Bro sport | Belgia |
Anv-bihan | Luc |
Deiziad ganedigezh | 1 Gen 1963 |
Lec'h ganedigezh | Watermaal-Bosvoorde |
Deiziad ar marv | 7 C'hwe 2023 |
Micher | c'hoarier echedoù |
Title of chess person | International Master, Grandmaster |
Sport | echedoù |
Luc Winants a zo bet ganet d'ar 1añ a viz Genver 1963 ha marvet d'ar 7 a viz C'hwevrer 2023.
Mestrc'hoarier echedoù belgiat eo. Mab d'ar mestrc'hoarier echedoù belgiat Henri Winants eo. Mestr Meur Etrebroadel eo.
Kleuboù: el Luksembourg e c'hoari er C.E. Le Cavalier Differdange, e Belgia er Cercle Royal de Liège abaoe 2001, goude bout bet c'hoariet er C'hleub Schach Klub Rochade Eupen-Kelmis, en Izelvroioù er Schrijvers Rotterdam hag e Bro-C'hall e L'Echiquier Cappellois (e Kapelle, departamant an Norzh, e Flandrez).
E 1985 e kemeras perzh en Tournamant Swift e Brusel, gant Michel Jadoul, Anatoliy Karpov, Viktor Kortchnoy, Ljubomir Ljubojević, Miles, Romanichin, Yasser Seirawan, Jan Timman, Torre, Van der Viel ha Zapata.
Kampion Belgia e voe en Anderlecht e miz Gouere 1986 gant 10 poent diwar 12.
Tapout a reas e "reizhenn" gentañ en Olimpiadoù Thessaloniki (Gres) e 1984, an eil hini e Tournamant Oostende hag e dibenn 1986 e voe anvet "Mestr" gant ar FIDE.
E 1987 e teuas ar maout gantañ en Tournamant partiennoù kempred aozet gant KOSK (Koninklijke Oostendse Schaakclub - Kelc'h Echedoù Roueel Oostende) Oostende.
E 2004 e c'hoarias en Olimpiadoù Calvia (Spagn) a-gevred gant Arthur Abolianin, Bruno Laurent ha Geert Van der Stricht.
En 6vet Kampionad Europa (hiniennel) e Varsovia (Mezheven-Gouere 2005) e voe 168vet gant 5,5 poent diwar 12. 10 poent a voe merket gant an hini kentañ, Dieter Nisipeanu.
2525 edo e renk Elo e miz Genver 2008.