Luise Karoline von Hochberg
Neuz
Louise-Caroline Geyer von Geyersberg (1768, Karlsruhe – 1820, Karlsruhe), baronez Geyer von Geyersberg, Baronez Hochberg adal 1787, kontez Hochberg adal 1796, a oa ur gontez alaman.
Eil pried morganatek Karl Friedrich von Baden e oa. Daou-ugent vloaz koshoc'h egeti e oa he fried, anezhañ margrav ha dilennour Baden, deuet da vout dug-meur Baden e 1806.
He zud
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Louise Caroline Geyer von Geyersberg a oa merc'h d'al Letanant Koronal Baron Louis Henry Philipp Geyer von Geyersberg, marvet ur pennadig goude deiz he ganedigezh
He bugale
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Gant Karl Friedrich he doe meur a vugel:
- Leopold von Baden (1790-1852), dug-meur Baden
- Wilhelm (1792-1859)
- Friedrich Alexander (1793 - 1793)
- Amalie (1795 - 1869), dimezet e 1818 d'ar baron Karl Egon II. zu Fürstenberg (28 a viz Here 1796 - 22 a viz Here 1854)
- Maximilian (8 a viz Kerzu 1796 - 6 a viz Meurzh 1882).