MAS 49
MAS 49 | |
---|---|
Ar fuzuilh MAS 49 | |
Kinnig | |
Bro | Frañs |
Mont en-dro | Fuzuilh damaotomatek |
Munisionoù | 7,5 × 54 mm 1929C |
Produer | Manufacture d'Armes de Saint-Étienne |
Mare produiñ | 1949 - 1965 |
Mare implij | 1949 – fin ar bloavezhioù 1990 |
Pouez ha muzulioù | |
Mas (hep kartouchenn) | 3,900 kg |
Hirder | 1.075 mm |
Hirder ar c'hanol | 580 mm |
Perzhioù all | |
Hed-tenn pleustrek | 400 m |
Tizh mont e-maez ar boledoù | 850 m/s |
Endalc'h | Karger-fiñv 10 kartouchenn |
Adstummoù | MAS 49/56, MAS 49/56 Police (kambret e 7,62 × 51 mm), MAS 49/56 MSE (fuzuilh-resisted) |
Ar MAS 49, anvet ivez FSA 49 pe FSA Mle 49 diwar hec'h anv ofisiel e galleg Fusil semi-automatique modèle 1949, zo ur fuzuilh damaotomatek a zo bet implijet e arme Bro-C'hall adalek 1950 ha betek fin ar bloavezhioù 1990 en hec'h adstumm MAS 49/56 (pe FAS 49/56). Ganet eo diwar ur patrom savet e 1938 evit kemer plas ar MAS 36. Ar FAMAS a gemeras he flas en arme c'hall adalek deroù ar bloavezhioù 1980.
Istor hag implij
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]E dibenn an Eil Brezel-bed e veze tamm-ha-tamm erlec'hiet ar fuzuilhoù-morailh mod-kozh gant armoù damaotomatek evel an M1 Garand amerikan, an SVT-40 soviedel pe ar Gewehr 43 alaman. Diouzhtu adalek 1944 e c'houlennas Ministrerezh Armeoù Frañs lakaat sevel un arm a seurt-se gant uzin armoù Saint-Étienne, a adimplijas patrom ar fuzuilh MAS 38/40 prest e deroù 1940. Emgann Bro-C'hall hag aloubadeg ar vro er memes bloaz o doa lakaat harz d'ar raktres-mañ.
Gwellaet e voe ar MAS 38/40 en ur zegas ur c'harger fiñv dek kartouchenn dezhi. 6.200 skouerenn eus an arm-mañ, anvet MAS 44, a voe produet adalek 1945 ha roet d'ar soudarded commando marine gall e Indez-Sina.
Kambret e oa ar MAS 44 evit ar c'hartouchennoù gall 7,5 mm 1929C implijet ivez er fuzuilh-vindrailher FM 24/29, ar vindrailherez AA-52 hag er fuzuilh MAS 36.
E 1949 e voe dibabet en ur mod ofisiel ar fuzuilh gant an arme c'hall dindan an anv Fusil semi-automatique MAS 1949. Erlec'hiañ a reas tamm-ha-tamm ar MAS 36, memes ma voe modernizaet lod anezhe e 1951 (hag anvet MAS 36/51). Servijout a reas da vat da vare Brezel Indez-sina e-lec'h ma tapas brud vat gant ar soudarded c'hall. Goude ma voe kollet ar brezel eno gant Frañs e voe implijet ar MAS 49 gant Kambodia ha Viêt Nam. 6.000 anezho a voe ivez gwerzhet gant Bro-C'hall da Siria e deroù ar bloavezhioù 1950. Implijet e voent e brezel Liban.
Daoust d'he c'halite e oa re hir ar MAS 49. Karget e voe uzin armoù Saint-Étienne da sevel ur stumm skañvoc'h ha berroc'h anezhi, a voe krouet e 1956 hag anvet MAS 49/56. Ur stumm "karabinenn" e oa eus ar MAS 49, gouest da dennañ greunadennoù-fuzuilh[1]. Servijout a reas etre daouarn soudarded c'hall zo e brezel Aljeria.
An FSA MAS 49/56 a gemeras tamm-ha-tamm plas an holl FSA 49 ha MAS 36/51 evit dont da vezañ arm standart an arme c'hall asambles gant ar bistolenn-vindrailher MAT 49. Paouez a reas produiñ ar MAS 49 e 1965. Erlec'hiet e voe gant ar FAMAS adalek ar bloavezhioù 1980 met chom a reas e servij e unvezioù 'zo eus an arme c'hall betek ar bloavezhioù 1990.
Skouerennoù 'zo eus ar MAS 49 a voe kemmet er bloavezhioù 1970 evit gellet kambriñ munisionoù .308 Winchester, met implij ar c'halibr 7,5 mm gall a voe un diaesamant evit ezporzhiañ anezhi da vroioù all ha ne oant ket bet trevadennoù eus Bro-C'hall[2].
Implijerien all
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Pourveziet e voe armeoù ha gwarded-prezidanted ar broioù-mañ gant fuzuilhoù MAS 49 pe MAS 49/56 :
- Aljeria
- Aod an Olifant
- Benin
- Bro-C'hall : Arme C'hall, Administration pénitentiaire
- Burkina Faso
- Djibouti
- Gabon
- Ginea
- Kameroun
- Komorez
- Liban
- Madagaskar
- Mali
- Maouritania
- Maroko
- Niger
- Republik Kongo
- Republik Kreizafrikan
- Tunizia
- Tchad
- Senegal
- Togo
Levrlennadur
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- (fr) Guide technique - Fusil semi-automatique de 7,5 mm Modèle 1949-56 pellgarget d'an 02/02/2024