Location via proxy:   [ UP ]  
[Report a bug]   [Manage cookies]                
Mont d’an endalc’had

Manama

Eus Wikipedia

Manama (arabeg : المنامة Al-Manāma) eo kêr-benn ha kêr vrasañ Bahrein. E hanternoz an enezenn vrasañ eus ar vro emañ ha war-dro 160 000 annezad zo o chom enni.

Meneg a zo eus Manama er c'hronikoù islamek abaoe ar bloavezh 1345 d'an nebeutañ. Aloubet eo bet gant Portugaliz e 1521 ha gant ar Bersed e 1602. Dindan ren an dierniezh Al C'halifa emañ abaoe 1783. Ur porzh frank eo deuet da vezañ e 1958 ha kêr-benn ar vro e 1971.

E-kerzh an emsavadegoù c'hoarvezet e meur a vro arab e 2011 e oa deuet miliadoù a dud da vanifestiñ e plasenn ar berlezenn, e-kreiz kêr.