Maodez
Maodez zo anv ur manac'h deuet da Vreizh er Vvet kantved eus Iwerzhon, war a lavarer. Sant Maodez pe Sant Vaodez a vez graet anezhañ peurliesañ. Un anv-badez brezhonek eo ivez.
E anv
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Abalamour d'e anv eo e kreder ne oa ket brezhon a orin. Meur a zoare zo da skrivañ e anv:
- Maudet (e galleg Breizh-Uhel)
- Maodez pe Modez e brezhoneg
- Mandé, e galleg
- Mawes e saozneg.
E istor
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Ganet e vije bet ar sant en Iwerzhon ha mab d'ur roue bihan e vije bet. Lakaet e voe war ar studi en ur manati hag eñ yaouank-flamm c'hoazh. Goude ur vosenn vras e varvas holl e gerent hag e teuas tud da c'houlenn digantañ mont da roue. Goulenn a reas un nozvezh evit en em soñjal. Pediñ start a reas dre aon rak en em goll er bed ha da vintin e oa erru ken gwenn ha ken lous e groc'hen ma kredas d'an dud e oa aet lovr. Hag int kuit. Met antronoz e oa deuet Maodez e-barzh hag e tec'has en ur vag vihan betek Breizh.
En hanternoz Breizh, en arvor Treger, ec'h annezas. Eno, en enezeg Briad, e savas ur peniti war Enez Vaodez. Buhez ar venec'h en inizi zo unan eus doareoù ar gristeniezh keltiek en amzerioù-se, etre ar Vvet hag an XIvet kantved.
Daou ziskibl a oa gantañ, Budog ha Tudual, pe Tudi.
Kaset en dije an naered kuit eus an enez, hag abalamour da se e vez pedet ouzh al loened-stlej, naered hag amprevaned a bep seurt[1].
War an enez e veze gwelet roud eus ul loch mein, lec'h ennañ evit un den, a vez graet Forn Vaodez anezhañ. Tennañ a ra kalz d'ar « ruskennoù » a weler en Iwerzhon en inizi Skellig.
Lec'hioù
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- Lanvaodez, e Treger, a vije al lec'h m'en dije savet ur manati, ha ma vije marvet.
- En IXvet kantved e voe kaset e relegoù da Vourges, gant aon rak an Normaned, hag alese da Saint-Mandé e-kichenik Pariz. Pa zistrojont da Vreizh e voent rannet etre nav iliz.
- Kontañ a reer un 60 chapel gouestlet d'ar sant, e Gwiskri, Lanvaeleg, Kemper-Gwezhenneg hag e lec'hioù arall; sant-paeron Lanvodan eo Maodez.
- Sant Mawes a vez graet anezhañ saozneg e e Kernev-Veur. Enoret eo e Saint-Mawes (e-kichen Falmouth), en tu all d'ar stêr Fal ha marteze en Inizi Sillan.
Levrlennadur
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- Vies des saints de la Bretagne Armorique par Alber Le Grand (1636) - Vvet embannadur, 1901 - Kemper.
- Bue ar Zent. Savet gant an Otrou Perrot. Kure Sant-Nouga. Renket a-nevez gant E. Ar Moal, Rener Kroaz ar Vretoned, evit Eskopti Sant-Brieg ha Landreger gant otreadur an eskopti. Ar Gwaziou. Montroulez. 1912.
- Gwilhom ar Yaouank (Guillaume Le Jeune), Buhez sant Vodez hag istor Hanvic, Teurgn : 1918
- Buez ar Zent great gant an aotrou Marigo nevezet evit an eil guech gant an aotrou Madec, e Kerinou Lambezellec. Brest. 1927. (imprimatur 1925)
- Maurice Carbonnell, Saint Maudez Saint Mandé Un maître du monachisme breton, 2009 : ISBN 2-914996-06-3.
Pennad kar
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Liammoù diavaez
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Notennoù ha daveoù
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- ↑ Gwelet ar rann 11. 'ENEP D'AL LOENED BULUMUS e-barzh En bro Dreger a-dreuz Parkoù gant Erwan Vertou.