Marc'harid Fulup
Reizh pe jener | plac'h |
---|---|
Bro ar geodedouriezh | Frañs |
Anv-bihan | Marguerite |
Anv-familh | Philippe |
Deiziad ganedigezh | 12 Eos 1837 |
Lec'h ganedigezh | Plûned |
Deiziad ar marv | 14 Gen 1909 |
Lec'h ar marv | Plûned |
Lec'h douaridigezh | Plûned |
Yezhoù komzet pe skrivet | brezhoneg, galleg |
Micher | Klasker-bara, marvailher, kaner, collector of fairy tales, Q113952319 |
Benveg sonerezh | mouezh |
Marc'harid Fulup (Marguerite Philippe ; Plûned, 12 a viz Eost 1837 – idem, 11 a viz Genver 1909, lesanvet Godig ar Voñsez en abeg ma oa bet lonket un dorn dezhi gant ur pemoc'h pa oa plac'hig, a oa ur ganerez hag ur gonterez bet ganet e Koadnizan e Plûned.
Klaskerez-vara ha pirc'hirinez dre c’halloudegadur e oa ivez. E-giz-se e ouie kanaouennoù e-leizh, ha kontadennoù. Ur memor bras he doa, met ne ouie ket lenn rak evel un darn vat eus an dud er mare-se ne oa morse bet er skol. Kontet e voent ganti da Fañch an Uhel.
Ur sonenrolladenn eus he mouezh war gantennoù-koar a zo bet graet e 1900 gant Frañsez Vallée. Emañ bremañ e diellaoueg Dastum.[1]
He familh
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]He zud
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]He mamm a oa anvet Vonne Le Maillot, (1799-1858), neudennerez eus he vicher, hag he zad oa anvet Yvon Fulup (1799-1875), kemener eus e vicher. An daou zen-mañ a voe dimezet an eil gant egile d’an 8 a viz Gwengolo 1822. 13 bugel oa ganet da-heul an unaniezh-mañ. Marc’harid a voe an eil diwezhañ. 9 eus ar vreudeuriezh-mañ oa marvet en oadoù izel.[2]
He mamm a oa neudennerez hag a gane a-hed an amzer war he c’harr-nezañ pe a gonte d’he merc’h al laeoù pe an hengoun eus Breizh ha Marc’harid a deske anezho abaoe ma oa yaouank-tre.
Kemenerien oa he zad hag he breur, ha d’ar c’houlz-se ez ae kemenerien ar maezioù da labourat e tier an dud pe er feurmoù. Degas a raent ar c’heloioù d’an dud. Neuze e oa kazi an holl gemenerezed komzerien ampart. Kontourien anavezet e Plûned oa ivez tad ha breur Marc’harid.
He gwaz
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Dimezet he devoa Itron Fulup gant Ao. René Salaün (hag a oa 15 vloaz yaouankoc’h eviti) ha diouzh an dimeziñ mañ e oa bet daou vugel. Ur plac’h anvet Annette ganet e 1878 ha marvet d’an oad a 12 vloaz (matez e oa), hag ur paotr anvet Joseph-Mari, ganet e 1880 ha marvet 2 vloaz goude[2].
He micherioù
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Ar pirc’hirinez
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Ganet e oa gant ur vrec’h seizet hag hervez un testeni eus Henri Penven eus Sant Izuned e oa bet stropet e-pad he bugaleaj ur morzhol voc'h en dije degaset un nammder dezhi. Abalamour d’he amplegad e rae Marc’harid pirc'hirinajoù dre c’halloudegadur, o vont da bediñ ar sent pareourien evit ar re n'o doa ket tu mont[3].
Evel se ez ae e-pad kilometradoù evit leuniañ ur fiolenn gant dour ar feunteunioù a zo anavezet evit bezañ sakr. Da skouer e vez gouvezet ez eas Marc’harit Fulup d’ar Releg e 1873. Ur baourez, ur glaskerez-vara e oa Marc'harid, hag ur birc’hirindourez dre dredeog ; redek bro a rae da gas he feurioù da benn : da Santez-Anna-Wened alies, ha Tro Breizh a rae pa veze gopret evit ober [4].
Priz tour eus un iliz hep botoù, hag a oa anvet «gwenn» a gouste ur pezh. Priz tour un iliz war an daoulin pe al linennoù noazh, hag oa anvet «real» a gouste pemp pezh.
Marc’harid a c’houneze 100 pezh evit ober ar veaj betek Santez-Anna-Wened, a oa tamm-pe-damm 200 km.
Met an hengoun-se a voe kollet e penn-kentañ an ugentvet kantved[3].
E-pad he firc'hirinajoù e skoazelle an dud hag a veze war droad hag a yae war an hevelep tu evelti. E-barzh ar feurmoù e-lec’h ma kouske e c’houlenne digant ar vevelien hag ar servijourien laeoù nevez hag evel-se e teske kontadennoù pe ganaouennoù nevez. Da 38 vloaz e ouie 200 kanaouennoù ha bep seurt ha 150 kontadennoù .
Kelaouerez Fañch an Uhel
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Ur gelaouerez a-bouez eo bet en embregerezh dastum Fañch an Uhel a labouras ganti etre 1867 ha 1873. Ne voe tapet koulskoude nemet ul lodenn eus he anaoudegezh gant Fañch an Uhel.
Goude 1873 e chomas Ao. an Uhel Luzel da labourat evel kazetenner e Penn-ar-Bed.
Kanañ a ha kontañ a reas da Fañch an Uhel, da gentañ, eus 1867 (pa oa-hi 30 vloaz) da 1889 (52 vloaz) ha goude-se da Anatol ar Braz adalek 1892 (55 bloaz). Evel-se e voe saveteet, dastumet ha studiet kalz eus hengoun Breizh. Un toullad all eus he c’hanaouennoù a voe enrollet gant Frañsez Vallée war sonskriverez-dre-rolloù.
Ur baourez enoret
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Gant skrivagnerien
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]« Ce n’est plus une femme, c’est la tradition incarnée » ae lavare Anatole Ar Braz diwar he fenn.
Hervez Charles Le Goffic :
« O Marc’harit, témoin suprême d’un vieil âge
Avec toi s’est couché sous l’if au noir feuillage
tout un peuple de Dieux, de héros et de saints. »
Deskrivet eo bet gant ar skrivagner gall Henri Vincenot (1912-1985) en e romant L'Œuvre de chair (1984).
Gant kizellerien
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Er bloaz 1900 e reas Marc’harid Fulup anaoudegezh gant an itron Ange McKay Mosher (1835-1918), un Amerikanez hag a oa ezel eus Goursez Breizh hag eus an Union Régionaliste Bretonne ; ganti e voe ambrouget ar ganerez d’an holl gendalc’hioù ha gouelioù d'he lakaat da ganañ, o furchal dre hec’h eñvor vurzhudus.
Marc'harid varvas d'an oad a 71 vloaz, moarvat hep bezañ roet dimp an holl werzioù ha sonioù a ouie. N’he deus bet roet netra da embann, hogen un harp pouezus eo bet d'hol lennegezh-pobl.
He bez, e bered Plûned, zo bet savet gant ar c'hizeller Yves Hernot ar Yaouankañ mab. hag arc’hantaouet gant Ange Mosher, ur vesenez amerikan plijet gant sevenadur Breizh. He delwenn, graet gant ar c’hizeller Morley Troman (1918-2000), a ginkl plasenn Plûned abaoe 1971[5].
Emañ er monumant da Anatol ar Braz e Sant-Brieg, bet kizellet gant Armel Beaufils.
-
Lid en enor da Varc'harid Fulup, bloaz goude he zremenvan
Gant tiez-kêr
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Ur straed eus Kemper he deus he anv, hag ivez ur straed e Lannuon[3].
Oberennoù roet ganti da Fañch an Uhel da glevout
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- ♦ E Gwerziou Breiz Izel (1868)
|
|
|
- ♦ E Contes bretons (1870)
- Daou vab ar pesketaer
- Jezuz-Krist en Breiz-Izel
- ♦ E Sonioù Breizh-Izel (1890)
|
|
|
|
|
Liammoù diavaez
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- (fr) Pedinielli, Michèle. 'Marc'harit Fulup, la dernière « cigale bretonne » @ RetroNews, 16/04/2018. Kavet : 04 Mae 24..
Mammennoù
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- ↑ Fulup, Marc’harit (1837-1909), Encyclopédie internationale des histoires de l'anthropologie.
- ↑ 2,0 ha2,1 Lignaj war Geneastar.
- ↑ 3,0 3,1 ha3,2 Marc'h'arit Fulup, contes et légendes, Guy Castel, Les cahiers du Trégor, 1989.
- ↑ (fr) Sébillot, Paul-Yves. La Bretagne des traditions. Paris : Maisonneuve et Larose, 2006 (ISBN 978-2-908670-46-2)
- ↑ Istor Plûned war lec'hienn ar gumun.
- ↑ Kontet ivez gant Anna Levrenn eus parrez Prad ; bloaz ebet.
- ↑ Bloaz ebet.