Marcel Breuer
Marcel Breuer (21 a viz Mae 1902, Pecs, Hungaria – 1añ a viz Gouere 1981, New York) a zo ur savour ha designer arrebeuri. Unan eus krouerien al luskad modern eo. Dedennet e oa gant ar savadurioù kemm-digemm hag ar stummoù eeun.
Breuer ha Bauhaus
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Etre 1920 ha 1923 e studias Breuer e Bauhaus Weimar. Goude bezañ bet o labourat en ur burev savouriezh e Pariz e-pad ur bloaz e tistroas da Bauhaus Dessau, evel kelenner. Goude ur pennad e voe lakaet e penn ar stal frammerezh. Goude-se e labouras e Berlin, eno ec’h aozas tiez ha kreizennoù-kenwerzh hag arrebeuri korzennoù metal, avez produet c’hoazh hiziv an deiz.
Breuer a zo brudet dreist-holl evit bezañ ijinet ar gador B3 (anvet ivez Kador Wassily), ar gador gentañ savet en ur implijout korzennoù metal pleget, ha diazezet war barrenne-stur ur marc’houarn. Produet e vez c’hoazh hiziv an deiz.
Bloavezhioù harlu
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]E 1935 e tec’has kuit da Londrez. Eno e labouras evit Isokon, unan eus embregerezhioù design modern kentañ er Rouantelezh-Unanet. Eno e krouas ur gador hir hag e labouras gant darbrenn voulet. E 1937 ez eas d’ar Stadoù-Unanet. Eno e kelennas e Harvard's architecture school, e-lec’h ma kenlabouras gant Philip Johnson ha Paul Rudolph. Kenlabourat a reas ivez gant Walter Gropius : asambles e savjont tiez tro-dro Boston. O c’henlabour a chomas a-sav e miz Mae 1941 pa grouas Breuer e embregerezh e New York, e-lec’h ma aozas tiez ha kenkizoù. En o zouez « Geller House I » (1945, Long Island). Pa lakaas sevel an ti-se e lakaas e pleustr e vennozhioù war ar sevel tiez : un ti daouduek (kambreier diouzh un tu, ar gegin hag a living diouzh an tu all), un trepas e-kreiz hag un doenn « balafenn » : div doenn stouet war-du ar c’hreiz anezho, ennañ ar c'han-dizourañ.
Distro da Europa
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]E 1953 ec’h aozas Breuer sez UNESCO e Pariz. Ur wech distro da Europa ec’h implijas kalz ar betoñs, ar pezh a lakaas anezhañ da gemer perzh el luskad anvet garventezouriezh. Unan eus arzourien bouezusañ al luskad modern eo.