Moullañ
Iskevrennad eus | printing technique |
---|---|
Tachenn obererezhioù | poligraphy |
Produ | printed matter |
Istor | history of printing |
Pleustret gant | mouller, pressman, book printer |
Implijet gant | Disivoud protestant |
A implij | printing machine |
Moullañ a reer eus an hollad teknikoù implijet evit eiladiñ a-vras skridoù ha skeudennoù, war baper peurliesañ pe war draoù all.
E Sina e voe moullet an testennoù kentañ, gant tammoù prenn engravet a veze lakaet liv warno hag a veze gwasket war lien pe war baper. Moullet e voe war tammoù seiz ken abred hag an Dierniezh Han (war-dro -220). Ar skouerioù kentañ eus testennoù moullet war baper a voe er VIIvet kantved. A-benn an IXvet kantved e veze implijet an teknik-se da vat e Sina, ha Soutra an Diamant, al levr kentañ a voe moullet evel-se, a zeuas er-maez en 868.
Erruout a reas an teknik-se en Europa a-benn 1300 pe war-dro. Implijet e voe da gentañ evit moullañ war lien. A-benn 1400 e teuas ar paper da vezañ implijet muioc'h en Europa, hag a-benn 1425 e voe ar moulladurioù kentañ war baper. E-kreiz ar XVvet kantved e veze moullet levrioù a-bezh.
Ur bazenn war-raok a voe graet gant Johannes Gutenberg, eus Mainz en Alamagn, pa ijinas lakaat lizherennoù plom distag kichen-ha-kichen en ur framm koad, da lakaat liv war baper. Evel-se e voe ijinet gantañ ar waskerell a dalvezas da ledañ ar moullañ en Europa a-bezh.