Nefilim
Nefilim (hebraek:נְפִילִים, נָפִיל Nafíl en unander) a vez graet eus tudennoù dreistnaturel a gaver er Bibl, anezho diskennidi da "vibien Doue" ha "merc'hed ar gwazed" a-raok al Liñvadenn Veur. Ar ger « Nefilim » a vez adkavet div wech en Torah – pe Pentateuc'h – (levr ar C'heneliezh 6. 4), a-wechoù e vez graet gant ar ger « ramzed ». Nefilim a zo liester « nefel » pe « nāfîl » en hebraeg. Hervez an displegadennoù, ar ger « nefilim » a c'hell talvezout « ar re a zo kouezhet », « ar re a gouezh » (Aeled dismantret), pe « ar re a lak da gouezhañ » (ar re a vrein ene Mab-Den). Hervez ar Bibl e oant bet gwelet o annezañ bro Kanaan.
El lodenn eus ar C'heneliezh a raanv eus an Nefilim e c'haller soñjal ez int pe " mibien Doue", pe gant ur sell degemeret ledanoc'h ar frouezh ganet adal « mibien Doue » (aeled) ha maouezed denel. An tamm-se eus ar C'heneliezh a adkaver a-raok lodenn al Liñvadeg. Gant ma z'eo berr ha diresis ez eo bet komprenet gant meur a zoare disheñvel.
An Nefilim a c'hell bezañ kemmesket gant ramzed all a zo anv anezho er Bibl.