Location via proxy:   [ UP ]  
[Report a bug]   [Manage cookies]                
Mont d’an endalc’had

Nico

Eus Wikipedia
Nico, e 1974.

Nico (anv gwir : Christa Päffgen) a oa ur ganerez, un top-model hag un aktourez alaman, bet ganet d’ar 16 a viz Here 1938 e Köln, ha marvet d’an 18 a viz Gouere 1988 en Ibiza. Brudet eo dreist-holl evit bezañ kanet war bladenn gentañ The Velvet Underground, The Velvet Underground and Nico (1967).

An top-model

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Dont a reas Nico da vezañ brudet evel top-model evit un nebeud kelaouennoù. Pa oa yaouank c’hoazh hag o chom e Pariz e kejas gant al luc’hskeudenner brudet Tobias, a reas Nico anezhi. Neuze e voe skeudennoù Nico e Vogue, Tempo, Vie Nuove, Mascotte Spettacolo, Camera, Elle. Labourat a reas ivez evit Coco Chanel.

La Dolce Vita

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Goude bezañ bet gwelet en un nebeud skeudennoù bruderezh, e tapas Nico ur perzh bihan e-barzh La Tempesta (Alberto Lattuada,1958), hag en ur film all anvet For the First Time (Rudolph Maté) er memes bloavezh.

E 1959 e c’hoarias e-barzh La Dolce Vita. D’ar mare-se e oa o chom etre Pariz ha New York. Pa zilojas da vat da New York e heulias kentelioù gant ar pal dont da vezañ aktourez. Perzh pennañ ar film Strip-Tease (Jacques Poitrenaud) a voe roet dezhi. Da geñver a film-se ec’h enrollas ur ganaouenn produet gant Serge Gainsbourg, met diembann e chomas ar ganaouenn. D’an 11 a viz Eost 1962 e voe ganet ur mab dezhi, Ari e anv. Alain Delon a oa an tad.

Ar filmoù kentañ gant Andy Warhol

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

E 1964 e kejas Nico gant Brian Jones (Rolling Stones) hag ec’h enrollas he c’hanaouenn gentañ, anvet I'm Not Sayin. E-pad an hañv e kejas gant Bob Dylan hag a skrivas ur ganaouennn anvet I'll Keep It With Mine eviti. Er memes koulz e krogas da labourat evit Andy Warhol ha Paul Morrissey hag e c’hoarias en o filmoù-arnodiñ : Chelsea Girls, The Closet, Sunset, hag Imitation of Christ.

Nico and The Velvet Underground

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Goude bezañ c’hoariet e filmoù Andy Warhol e kejas gant izili The Velvet Underground hag e kanas war o fladenn gentañ, anvet The Velvet Underground and Nico. Dont a reas er-maez ar bladenn e 1967. Unan eus pennoberennoù ar sonerezh rock eo. Ne ouezer ket perak e kuitaas ar strollad. Darempredoù a viras gant Lou Reed ha John Cale, hag an daou anezho a sikouras anezhi da labourat war he fladennoù goude-se. John Cale a sikouras anezhi dreist-holl, seniñ a reas war he fladennoù hag e produas 4 anezho.

Hec’h-unan

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Ar bloavezhioù 1960

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Pladenn gentañ Nico (Chelsea Girl) a zeuas er-maez e 1967. Ar c’hanaouennoù a voe savet gant Bob Dylan, Tim Hardin, Jackson Browne hag izili The Velvet Underground. Ur bladenn folk eo, heñvel ouzh re Leonard Cohen. Kempennet eo gant kalz binvioù kerdin ha fleütoù. Lavaret e vez ne blijas ket ar c’hempennadur da Nico.

Dont a reas er-maez hec’h eil albom, The Marble Index he zitl, e 1969. An holl donioù hag ar c’homzoù a voe savet ganti. Produet e voe gant John Cale, ha hemañ a lavaras e oa ar bladenn gentañ a oa bet savet e diavaez lezennoù ha frammoù boutin ar rock. Nico a sonas gant an harmoniom war ra bladenn. Ar benveg-se a zeuas da vezañ hec’h arouez, e implijout a reas a-hed he buhez arzourez. Levezon ar sonerezh klasel hag ar c’hanaouennoù hengounel europat a glever war ar bladenn.

Ar bloavezhioù 1970

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

John Cale a broduas he div bladenn : Desertshore ha The End. Kempennet en un doare modern-tre eo ar pladennoù, hag ar c’homzoù a zo diwar-benn ar galloud, pe an diforc’h etre dizesper ha c’hoant. Harmoniom a sonas Nico warno. E 1974 ec’h enrollas he fladenn live kentañ (June, 1, 1974), gant Brian Eno, Kevin Ayers ha John Cale. Er memes bloavezh e kanas war bladenn Ayers anvet The Confessions of Dr. Dream and Other Stories. Er bloavezhioù 1970 e reas filmoù, sonadegoù hag e reas war-dro he mab. Tamm-ha-tamm e voe stag ouzh an heroin. Tud zo a lavar e oa drol hec’h emzalc’h abalamour d’an dramm (tost aotek e oa), met koulskoude e oa evel-se a-raok bezañ stag ouzh an dramm, marteze e oa kentoc’h sindrom Asperger a oa kaoz.

Ar bloavezhioù 1980

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Nico a enrollas Drama of Exile e 1981. Disheñvel diouzh hec’h oberennoù all eo : enni e klever ur meskaj rock ha sonioù ar Reter-Nesañ. He fladenn ziwezhañ (Camera Obscura) a enrollas e 1985. Ur bladenn-arnodiñ eo da vat. Warni e kan ar ganaouenn jazz hollvrudet My Funny Valentine. Lod brasañ ar sonadegoù a reas d’ar mare-se a zo bet enrollet hag embannet e CD : Heroine (1982), Behind the Iron Curtain (1986) hag ivez he sonadeg diwezhañ, anvet Fata Morgana, hag enrollet d’ar 6 a viz Even 1988.

Nico ha Philippe Garrel

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Etre 1970 ha 1979 e c’hoarias Nico e seizh film-arnodiñ bet savet gant Philippe Garrel. Kejañ a rejont e 1969, hag e kanas-hi ar ganaouenn The Falconer evit e film Le Lit de la vierge. Asambles e vevjont, hag e tapas Nico ur perzh bras e oberenn ha buhez Garrel. He gwelout a reer e-barzh La Cicatrice intérieure (1972). Kemer a reas perzh e seveniñ ar film, hag e krouas sonerezh ar film ivez.

Pa oa 50 vloaz e varvas Nico d’an 18 a viz Gouere abalamour d’ur c’holl-gwad empenn, un nebeud eurvezhioù goude bezañ kouezhet diwar he marc’h-houarn e Ibiza. Hervez lod he defe tapet un taol-heol (Le Rock de A à Z, Albin Michel).

He fladennoù

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
  • 1967 : The Velvet Underground and Nico
  • 1967 : Chelsea Girl
  • 1968 : The Marble Index
  • 1970 : Desertshore
  • 1974 : The End
  • 1974 : June 1, 1974
  • 1981 : Drama of Exile
  • 1982 : Do or Die: Nico in Europe
  • 1985 : Nico Live in Pécs
  • 1985 : Camera Obscura
  • 1986 : Live Heroes
  • 1986 : Behind the Iron Curtain
  • 1987 : Nico in Tokyo
  • 1988 : Fata Morgana
  • 1989 : Hanging Gardens
  • 1994 : Heroine
  • 2002 : Innocent & Vain
  • 2007 : The Frozen Borderline - 1968-1970 (The Marble Index ha Desertshore gant tonioù chomet diembann)