Notenn sonerezh
Un notenn a lavarer, pa gomzer eus sonerezh, da envel un arouez a implijer da skeudenniñ uhelder ha padelezh keñverel ur son, pe uhelder ar son e-unan.
Arouezioù solferezh
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]E solferezh e notenner an notennoù sonerezh war ur skrid-sonerezh a vo lennet gant ar sonerien. Pevar ferzh o deus an notennoù : padelezh, uhelder, nerzhenn ha sonliv. Gant un notenn ec'h arouezier he fadelezh (perzh a-blaen ar solferezh) hag he flas er regenneg (perzh sonn).
Frekañs
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Kement son (pe notenn) en deus ur frekañs diazez a glot gant e uhelder. Ma vez div notenn gant frekañsoù-diazez o ratio kevatal da zaou (an hanter, an doubl, pe ar pevarc'hement) e vo damheñvel o sonioù. Sed penaos e renker an notennoù-se er memes rummad uhelder. E sonerezh broioù ar C'hornôg e ranner an uhelder e seizh notenn : do, re, mi, fa, sol, la ha si. An esaouenn etre daou uhelder (frekañs an eil o talvezout an doubl pe an hanter eus egile) a zo anvet eizhvedell. A-benn gouzout an diforc'h etre div notenn gant ar memes anv e div eizhvedell disheñvel e niverenner an eizhvedelloù, hag an niverenn a vez roet d'an notennoù. Da skouer «La3» (pe A4), he frekañs o vezañ 440Hz. Gant ur bondoner e c'haller kaout ar frekañs-se.
Ar formulenn o vezañ : . Gant o vezañ 12vet gwrizienn daou ha an niver a hanterdonennoù a-us an notenn-loc'hañ . Merzout a reer e kresk ar frekañs en u doare mentoniel keñveriet gant an notennoù.
Notenn\eizhvedell | 0 | 1 | 2 | 3 | 4 | 5 | 6 | 7 |
---|---|---|---|---|---|---|---|---|
Do | 32,70Hz | 65,41Hz | 130,81Hz | 261,63Hz | 523,25Hz | 1046,50Hz | 2093,00Hz | 4186,01Hz |
Do♯ | 34,65Hz | 69,30Hz | 138,59Hz | 277,18Hz | 554,37Hz | 1108,73Hz | 2217,46Hz | 4434,92Hz |
Re | 36,71Hz | 73,42Hz | 146,83Hz | 293,66Hz | 587,33Hz | 1174,66Hz | 2349,32Hz | 4698,64Hz |
Re♯ | 38,89Hz | 77,78Hz | 155,56Hz | 311,13Hz | 622,25Hz | 1244,51Hz | 2489,02Hz | 4978,03Hz |
Mi | 41,20Hz | 82,41Hz | 164,81Hz | 329,63Hz | 659,26Hz | 1318,51Hz | 2637,02Hz | 5274,04Hz |
Fa | 43,65Hz | 87,31Hz | 174,61Hz | 349,23Hz | 698,46Hz | 1396,91Hz | 2793,83Hz | 5587,65Hz |
Fa♯ | 46,25Hz | 92,50Hz | 185,00Hz | 369,99Hz | 739,99Hz | 1479,98Hz | 2959,96Hz | 5919,91Hz |
Sol | 49,00Hz | 98,00Hz | 196,00Hz | 392,00Hz | 783,99Hz | 1567,98Hz | 3135,96Hz | 6271,93Hz |
Sol♯ | 51,91Hz | 103,83Hz | 207,65Hz | 415,30Hz | 830,61Hz | 1661,22Hz | 3322,44Hz | 6644,88Hz |
La | 55,00Hz | 110,00Hz | 220,00Hz | 440,00Hz | 880,00Hz | 1760,00Hz | 3520,00Hz | 7040,00Hz |
La♯ | 58,27Hz | 116,54Hz | 233,08Hz | 466,16Hz | 932,33Hz | 1864,66Hz | 3729,31Hz | 7458,62Hz |
Si | 61,74Hz | 123,47Hz | 246,94Hz | 493,88Hz | 987,77Hz | 1975,53Hz | 3951,07Hz | 7902,13Hz |
Derezioù ha skeulioù sonerezh
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]E sonerezh e reer gant ar ger derez, a dalvez d'an uhelder en ur skeul resis. Meur a zoare a zo da zibab frekañs an notennoù en un eizhvedell. Dibab ar skeulioù a zo stag ouzh ar mare, ar binvioù-sonerezh hag an doare sonerezh. Diouzh ar skeul dibabet e vo skeulennoù disheñvel. Er sonerezh klasel e reer gant div skeul : ar skeul gromatek hag an hini diatonek.
Anvioù
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]E sonerezh broioù ar C'hornôg e reer gant daou zoare da envel an notennoù :
- ut, re, mi, fa, sol, la ("si" a voe ouzhpennet diwezhatoc'h), krouet gant Guido Arezzo en XIvet kantved, hag implijet e su Europa.
- ut = do, implijet dreist-holl pa gomzer eus alc'hwezioù, ton…
- A (la), B (si), C (do), D (re), E (mi), F (fa) ha G (sol), diwar hêrezh Gres an Henamzer, hag a vez implijet er broioù saoznek ha german.
- Er Rouantelezh-Unanet, B = si (B minor = Si leiañ pe B♭ major = Si♭ muiañ).
- En Alamagn, B = si ♭ ha H = si ♮ (b-Moll = Si ♭ leiañ pe H-Dur = Si muiañ).
E diavaez broioù ar C'hornôg eo bet dibabet an daou zoare meneget a-us, met e broioù' zo ez eus bet miret doareoù dibar. En India e vez implijet svara. Seizh svara a zo : स Sa, रे Ré, ग Ga, म Ma, प Pa, ध Dha, नि Ni.