Location via proxy:   [ UP ]  
[Report a bug]   [Manage cookies]                
Mont d’an endalc’had

Omri

Eus Wikipedia

Hervez an Tanac'h goude m'en dije Zimri lazhet Ela e savas an arme (a oa o kampiñ nep ar Felishtiz e Gibeton) hag ar bobl. « Ha roue a reas Israel Omri, jeneral an arme, war Israel, an deiz-se er c'hamp . » (1R 16, 16).

« Hag e pignas Omri, hag holl Israel gantañ, eus Gibeton da ober seziz Tirsa. Pa welas Zimri e oa tapet kêr, ez eas e tour-meur ar roue, hag e têvas warnañ ti ar roue, en tangwall, hag e varvas […]. » (1R 16, 17-18).

« Neuze e lodennas pobl Israel dre an hanter : un hanter eus ar bobl war-lerc'h Tivni ; mab Ginat, d'ober anezhaén roue, hag an hanter allwar-lerc'h Omri. Hag e trec'has an dud war-lerc'h Omri war an dud a heuilhe Tivni, mab Ginat : mervel a reas Tivni, hag e renas Omri. » (1R 16, 21-22)

Ober a reas Omri eus Shomron kêr-benn rouantelezh Israel e-lec'h Tirsa.

Hervez Kentañ Levr ar Rouaned, « e reas Omri ar fall ouzh daoulagad an Aotroù, gwashoc'h eget an holl re a oa bet a-raok dezhañ, en ur gerzhout a-grenn war roudoù Yarovam, mab Nevat, hag er pec'hedoù en devoa laket Israel da ober, o hegasiñ an Aotroù, Dpue Israel, gant falsdoueed. » (1R 16, 25-26)[1]

E vab Ahav a renas war e lerc'h.

Notennoù ha daveennoù

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
  1. (br) Troidigezh An Tour-tan, eil levrenn, p 155