Location via proxy:   [ UP ]  
[Report a bug]   [Manage cookies]                
Mont d’an endalc’had

Palästinalied

Eus Wikipedia

Ar Palästinalied ("Kan Palestina") zo ur ganaouenn savet gant Walther von der Vogelweide. Kontiñ a ra ar perzh kemeret gant marc'heien er c'hroaziadegoù hag o frederiadennoù relijiel en Douar Santel hervez ur sell kristen. Dianav eo abeg krouidigezh ar c'han-se pe eus peseurt kroaziadeg ez eus anv. Kenaozet eo gant 13 poz skrivet en alamaneg-uhel-kozh. Moarvat ne zeu ket ar pozioù en o fezh eus Walther, meur a unan zo bet oc'hpennet diwezhatoc'h. Sur a-walc'h ez eus seizh koublad skrivet gantañ hag e vez kavet en dornskrid A (Kleine Heidelberger Liederhandschrift). Ar peurrest eus ar c'houbladoù zo dispis o oberer.

Tro dro ar ganaouenn

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Ar Palästinalied eo ar c'han nemetañ gant Walther roet deomp en ur stumm klok gant ar pozioù hag an heson. Mammenn gentañ an heson zo kavet e Darn Münster, un dornskrid eus ar XIVvet kantved, hogos 100 vloaz goude marv Walther. Peuzheñvelderioù a c'hall bout klevet gant kan Lanqand li jorn savet gant an Trobadour Jaufré Rudel, met ivez gant kan Ave Regina caelorum hogen ne dalva ket e servijje evel patrom evit kanoù Walther.

Ar c'han a lakaa ar pouez war an neuzioù relijiel. An danaveller zo ur pircʼhirin en Douar Santel hag a fell dezhañ gwelet gant e zaoulagad e-gunan lec'h buhez Jezus-Krist (Ganedigezh, badeziant, Pasion, bez, dasorcʼhidigezh, pignidigezh ha Parouzia). Walther a gonta penaos e oa gwelet an Douar Santel gant kristenion ar c'hroaziadegoù. Met n'ouier ket ha kemeret en devoa perzh Walther e-barzh ar c'hroaziadegoù nag ha gwelet e voe an Douar Santel gantañ.

Testenn ha troidigezh

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

An dornskrid A zo seizh poz ennañ, ha dornskridoù all zo betek 11 enno. An diforc'hioù-se a c'hall bezañ displeget e doareoù liesseurt. Da skouer, sevel a ra a-du an arbennigourion evit lavaret eo bet skrivet ar poz 3 gant un den dianav ha n'eo ket Walther. Hogen ar poz 7 zo gant Walther a-dra-sur.

Pozioù orin en alamaneg-uhel-kozh
Troidigezh ger-ha-ger e brezhoneg
Adskriv e brezhoneg gant Roparz Hemon

1. Nû alrêst lebe ich mir werde,
sît mîn sündic ouge siht
daz hêre lant und och die erde,
dem man vil der êren giht.
Mirst geschehen, des ich ie bat,
ch bin komen an die stat,
dâ got menschlîchen trat.

2. Schœne lant, rîch unde hêre,
swaz ich der noch hân gesehen,
sô bist dûz ir aller êre,
waz ist wunders hie geschehen:
Daz ein maget ein kint gebar,
hêre uber aller engel schar,
was daz niht ein wunder gar?

4.[1] Hie liez er sich reine toufen,
daz der mensche reine sî.
dô liez er sich hie verkoufen,
daz wir eigen wurden vrî.
Anders wæren wir verlorn.
wol dir sper, cruze unde dorn!
wê dir, heiden! daz ist dir zorn.

5. Dô er sich wolte über uns erbarmen,
hie leit er den grimmen tôt,
er vil rîche über uns vil armen,
daz wir komen ûz der nôt.
Daz in dô des niht verdrôz,
daz ist ein wunder alze grôz,
aller wunder übergenôz.

6. Hinnen vuor der sun zer helle,
von dem grabe, dâ er inne lac.
des was ie der vater geselle,
und der geist, den nieman mac
Sunder gescheiden, dêst al ein,
sleht unde ebener danne ein zein,
alse er Abrahâm erschein.

7. Dô er den tievel dô geschande,
daz nie keiser baz gestreit,
dô vuor er her wider ze lande.
dô huob sich der juden leit,
Daz er hêrre huote brach,
und daz man in sît lebendic sach,
den ir hant sluoc unde stach.

8. Dar nâch was er in deme lande
vierzic tage, dô fuor er dar,
dannen in sîn vater sande.
sînen geist er uns bewar,
Den sant er hin wider zehant.
heilic ist daz selbe lant,
sîn name, der ist vor got erkant.

9. In diz lant hât er gesprochen
einen angeslîchen tac,
dâ die witwe wirt gerochen
und der arme clagen mac
Und der weise den gewalt,
der dâ wirt an ime gestalt:
wol ime dort, der hie vergalt.

10. Unserre lantrehtære tihten
fristet dâ niemannes clage,
wan er wil dâ zestunt rihten:
sô ist ez an dem lesten tage.
Und swer deheine schulde hie hât
unverebenet, wie der stât
dort, dâ er pfant noch bürgen hât.

11. Juden, Cristen unde heiden
jehent, daz diz ir erbe sî.
got sol uns ze reht bescheiden
dur die sîne namen drî.
Al diu welt, diu strîtet her:
wir sîn an der rehten ger,
reht ist, daz er uns wer.

Bremañ hepken e vevan eürus
Rak ma lagad pec'her
A wela an Douar Santel
Enor zo ennañ
C'hoarvezet eo ar pezh 'm boa goulennet
Bet on bet el lec'h
ma oa daet tre Doue evel Mab-den

Glenn kaer, pinvidik hag illur
am eus gwelet
hennezh eo ar gwellañ e-touesk an holl
Pebezh mirakloù zo bet graet amañ
Ur werc'hez a c'hanas ur bugel
a zo uheloc'h evit an aelez
Burzhudus neketa?

Amañ e oa bet piñset
da vout glan
Hag eno e oa bet aberzhet
d'hor savetaat.
Mod all e vijemp kollet.
Bezit meulet, ar goaf, ar groaz hag ar gurunenn spern !
Mallozh deoc'h-c'hwi paganed ! Kement-se a ra deoc'h fuloriñ.

Rak e drugarez
e c'houzañvas e varv amañ,
eñ, ar galloudeg, evidomp ar beorion
bout savetaet.
asentiñ a reas
an-dra mañ eo ar burzhud brasañ
brasañ evit forzh peseurt marvailh.

Neuze eo aet Mab-den d'an ifern
eus bez e lec'h ma oa é tifaezhañ
E lec'h ma oa an Tad
hag ar spered ha netra a c'hallfe
o dispartiiñ : int a ra unan,
simpl hag eeun evel ur saezh
evel e veze gwelet gant Abraham.

Goude bezañ faezhet an diaoul
biskoazh en em ganne un impalaer ken mat
Distroet eo d'e vro
Gantañ e oa degaset poan d'ar yuzevion
Rak Eñ, an Aotrou, a ziankas eus o c'harc'haridigezh
ha gwelet e oa bev goude
hennezh hag a oa bet lazhet ha goustilhet.

War-lerc'h e chomas er vro
daou-ugent deiz. Ha distroet eo
da lec'h e dad.
E spered hag a c'hall hor gwardiñ,
a zo bet adkaset du-hont.
Ar glenn-mañ zo sakr
rak e anv a zo eus Doue.

Er vro-se
e kemennas deiz ar varnedigezh
pa vo dial ar werc'hez
hag an emzivad
hag ar beorion, war feulster
a zo bet graet dezhañ.
Benniget eo hennezh hag en deus paet amañ.

Ne vo ket graet evel barnerion hor c'hêrioù
klemm an dud ne vo ket ampellet
peogwir e varno en euriad,
setu penaos e vo an deiz diwezhañ
Tud a zo da abegiñ
penaos e c'hall bezañ amañ
e lec'h ma n'eus ket gouestloù.

Kristenion, yuzevion ha paganed
a lavar eo o hêr o-unan.
Doue a varno
evit an tri-se.
Ar bed a-bezh a zo e brezel.
Gwir zo genomp evit hor goulenn
neuze e vo grataet gantañ.

Gounezet 'm eus ma bri a briz uhel
Gwelet a ran gant ma daoulagad a bec'her
An douaroù glan, an douar santel
Pebezh enor eo dont a-benn d'ar vro ger
A holl viskoazh am eus henn hetet
Erruet on d'an douar gortozet
Amañ oa deuet Doue da vezañ enkorfet

Bro ger, marzhus holl, ha pinvidik-mor
Eus an holl re am eus bet tro da welet
An hini goantañ out-te, e goudor
Ha lavar din pe vurzhud a zo c'hoarvezet
Ur Werc'hez o tougen ur bugel
Kelc'hiet e oa gant un arme a ael
Daoust ha n'eo ket kement-se un darvoud santel ?

Badezet eo bet an Hini glan
Evit ma vo glanaet an denelezh a-bezh
Ha goude-se eo bet gwerzhet buan
Evit ma vimp-ni sklaved dieubet en diwezh
A hent all e vijemp bet kollet
Mallozh deoc'h-c'hwi hag a zo paganed
Gant ar goaf, ar Groaz hag ar spern e veoc'h flemmet

C'hoantaet en deus dre druez ouzhimp-ni
Mont a-benn d'ur marv yen ha kalet
Peogwir e kare ac'hanomp gant spi
An hini Hollc'halloudeg a voe kunujennet
Graet en deus evit hor buhezioù
N'eus ket brasoc'h e-touez ar burzhudoù
Hag hep mar e voe unan eus e wellañ perzhioù

Eus ar bez ma oa-eñ gourvezet
Ar mab zo savet betek an neñvoù
Da virviken e chomo-eñ karet
E-kichen an Tad meur kuzulier e vo
Int o-daou ne reont nemet unan
Den ne c'hall disrannañ an daou-mañ
Evel-se oa deuet da Abraham ar wezh kentañ

Abao m'emañ distro war an douar
Ar Rener en deus stourmet ouzh an diaoul dispar
Biskoazh kement all ne oa bet gwelet
Sed perak en em gav ar yuzevien glac'haret
An aotroù a denn e warez
Neuze, bev, gwelet e vez
Gant e zorn e skoe hag e pile didruez

Ha da c'houde e vane en hor gwad
E-doug daou ugent devezh-pad
El lec'h ma oa bet kaset gant an Tad
E spered a oar bremañ hon diwall mat
An douar-mañ a zo santelaet
Ha gant Doue anavezet
Gantañ, e anv a zo bet distaget

Ar ganaouenn zo bet kanet gant meur a strollad (Ougenweide, Bärengässlin, Eisenfunk, Corvus Corax, Saltatio Mortis, In Extremo, Qntal, Heimatærde, Estampie, van Langen, Michael Völkel, Unto Ashes) ha klevet e vez er festivalioù krennamzerel alies hiziv an deiz.

  • Walther von der Vogelweide. Leich, Lieder, Sangsprüche. 15., gant Christoph Cormeau ha displegadennoù gant Thomas Bein. Edition "Melodien von Horst Brunner" Berlin/Boston 2013, ISBN 978-3-11-017657-5, e-ISBN 978-3-11-029558-0.

Liammoù diavaez

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
  1. Reizh eo ne vefe niverenn 3 ebet.