Location via proxy:   [ UP ]  
[Report a bug]   [Manage cookies]                
Mont d’an endalc’had

Panurge

Eus Wikipedia
Panurge o c'houlenn kuzul digant Triboulet.

Panurge zo unan eus an tudennoù krouet gant ar skrivagner gall François Rabelais, er XVIvet kantved, ha mignon eo d'ar ramz Pantagruel.

Dont a ra e anv eus ar gregach : Πανοῦργος / Panoûrgos eo « an hini a oar ober petra ".

Pa zegouezh Pantagruel gant Panurge e wel un den yaouank doare mat dezhañ, hogen gwisket evel ur paour, ma c'houlenn an aluzen e pevarzek yezh a-raok goulenn e galleg.

En Tiers Livre, e laka Panurge en e soñj dimeziñ, met n'eo ket ken sart, hag aon en deus da vezañ dogan.

Un deiz e taol un dañvad dreist listenn ur vag evit ober d'an tropell mont d'e heul, ma veuzont holl.

Roet eo bet e anv da veur a dra:

Ur gelaouenn c'hallek zo bet anvet Panurge ivez ha meur a gontadenn a zindan pluenn Maupassant zo bet embannet enni.