Location via proxy:   [ UP ]  
[Report a bug]   [Manage cookies]                
Mont d’an endalc’had

Papoua ar C'hornaoueg

Eus Wikipedia
Banniel Papoua ar C'hornaoueg (dilezenn). Graet e vez anezhañ Banniel ar Werelaouen

Papoua ar C’hornaoueg eo an anv a ra an emsaverien bapou hag aostralazian — hag ar Bapoued hag an Aostralazianed dre vras —, koulz hag ar re a lavar eo direizh beli Indonezia war ar vro-se, eus hanterenn gornaoueg enez Ginea Nevez hag an inizi nes, hag anvet Ginea-Nevez ar C'hornaoueg gant Indonezia. Port Numbay (Jayapura evit gouarnamant Indonezia) eo ar gêr-benn.

  • Betek 1962 e veze graet Ginea Nevez an Izelvroioù anezhi.
  • Republik Papoua ar C'hornaoueg, bet klasket sevel e miz Kerzu 1961.
  • Irian Barat etre 1962 ha 1969 (da heul aloubidigezh arme Indonezia). Staget eo bet ar vro da vat ouzh Indonezia e 1969.
  • Irian Jaya etre 1969 ha 2000.
  • Proviñs Papoua abaoe 2000 gant ur statud a “emrenerezh ispisial”. A-enep ar statud-se ez eus bet savet ur broviñs nevez er c’hornaoueg pellañ (Irian Jaya Barat, hag adanvet Proviñs Papoua ar C'hornaoueg diwezhatoc'h), e miz C’hwevrer 2003.
  • Ginea-Nevez ar C'hornaoueg abaoe 2003.