Location via proxy:   [ UP ]  
[Report a bug]   [Manage cookies]                
Mont d’an endalc’had

Pim Fortuyn

Eus Wikipedia
Pim Fortuyn (2002)

Wilhelmus Simon Petrus Fortuijn (19 a viz C'hwevrer 1948 e Velsen6 a viz Mae 2002 e Hilversum), brudetoc'h dindan an anv Pim Fortuyn a oa ur politikour izelvroat. Drouklazhet e voe gant un ekologour radikal a felle dezhañ, evel ma lavaras e-pad e brosez e 2003, «gwareziñ ar vuzulmiz.»[1],[2],[3],[4]

Pim Fortuyn a studias ar sokiologiezh e skol-veur Amsterdam ha goude-se e teuas da vezañ mestr-skorer war ar sokiologiezh e skol-veur Groningen hag e skol-veur Erasmus e Rotterdam.

Politikerezh

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Ezel e voe Fortuyn eus ar strollad sokialour izelvroat (nederlandeg : Socialistische Partij). Klask a reas ivez bezañ ezel eus ar strollad komunour, met ne voe ket degemeret ennañ. E dibenn e vuhez e savas ur strollad poblelour anvet Politieke Vereniging "Lijst Pim Fortuyn". Hervez lod e oa ur strollad eus an tu-dehou pellañ, met ne save ket a-du Fortuyn gant ar varnadenn-se.

E dibenn e vuhez ec'h embannas splann e oa a-enep d'an islam ha d'an enbroiñ diavaez Europa en Izelvroioù. E vennozhioù a oa diazezet war ar fed e oa re zisheñvel an envroidi a-fet sevenadur ha ne felle ket dezho bezañ heñvelekaet. Gwech ebet ne ziazezas e vennozhioù war implij ar ger gouenn.

Meur a wech ec'h embannas ne oa netra boutiñ etrezañ ha strolladoù a vez renket en tu-dehou pellañ evel FPÖ Aostria, Front National Frañs pe c'hoazh Vlaams Blok (hiziv an deiz Vlaams Belang) Flandrez[5]. Asantiñ a rae memes tra e oa broadelour. Ouzhpenn da se ec'h embanne splann e oa heñvelreviad, ar pezh a lakae anezhañ da vezañ gwelet fall gant pennoù strolladoù politikel o mennozhioù diazezet peurliesañ war difenn talvoudegezhioù evel ar familh da skouer.

D'ar 26 a viz Du 2001 e voe dilennet a-benn kas listennad ar strollad Leefbaar Nederland evit dilennadegoù ar gannaded a voe aozet e 2002.

D'an 9 a viz C'hwevrer 2002 e lavaras er gazetenn izelvroat De Volkskrant e oa trawalc'h gant 16 million a dud en Izelvroioù, hag e oa dav chom a-sav gant ur politikerezh a lakae da zegemer 40 000 den a c'houlenne bezañ degemeret bep bloaz. Lavarout a rae ivez e oa talvoudusoc'h dezhañ 7vet mellad ar Vonreizh ennañ enskrivet ar frankiz da gomz, e-lec'h ar mellad 1añ ennañ an enebiezh d'an diforc'hidigezh. Ouzhpennañ a reas e oa e vennozhioù disheñvel diouzh ar re bet embannet gant Centrumpartij er bloavezhioù 1980 : izili ar strollad-se a c'houlenne ma'z afe kuit an estrañjourien eus ar vro, padal e kave da Fortuyn e c'halle chom a re a oa bet heñvelekaet.

Skarzhet e voe eus Leefbaar Nederland goude ma vije bet embannet ar pennad-kaoz-se.

Neuze e voe krouet Lijst Pim Fortuyn gant Pim Fortuyn d'an 11 a viz C'hwevrer 2002, gant ar pal en em ginnig da zilennadegoù ar gannaded. Izili pe tud tost ouzh Leefbaar Nederland az eas en e strollad.

Kevrenn Rotterdam Leefbaar Nederland a aozas un disrann, hag en he fenn e chomas Pim Fortuyn. E miz Meurzh 2002 e tapas Fortuyn hag e listennad 36% eus ar mouezhioù e Rotterdam e-pad dilennadeg kuzul ar bastell-vro. Ar strollad politikel kentañ e Rotterdam e teuas da vezañ, hag evit ar wech kentañ e voe ar strollad sokial-demokrat gant ar bihanniver.

Drouklazhet e voe Pim Fortuyn d'ar 6 a viz Mae 2002, da lavaret eo 9 devezh devezh a-raok an dilennadegoù. Drouklazhet e voe gant Volkert van der Graaf, un den eus an tu-kleiz pellañ hag ur stourmer evit gwirioù al loened, pa oa Fortuyn o kuitaat studioioù ur chadenn skingomz, goude bezañ bet roet un atersadenn diwar-benn an dilennadegoù. Van der Graaf a zisplegas ar pezh a reas dre ma felle dezhañ "gwareziñ ar vuzulmiz ", hag a vije bet lakaet gant Fortuyn da "vourc'hed ar pec'hed", dre ma klaske tizhout "an dud wanañ" a-benn "tennañ gounid".[1][2][4]

Monumant da enoriñ Pim Fortuyn e Rotterdam

Reuz bras a voe da-heul ar muntr en Izelvroioù, zoken a rouanez Beatrix a embannas e oa mantret. Marteze e voe levezonet ar voterien gant ar muntr  : 1 614 801 den a votas evit LPF, ha neuze e voe dilennet 26 kannad eus ar strollad e kambr izel (nederlandeg : Tweede Kamer der Staten-Generaal) ar parlamant (17% eus ar gannaded). LPF a zeuas neuze da vezañ eil strollad politikel ar vro[6].

daoust ma kemeras perzh e gouarnamant Jan Peter Balkenende ez eas buan a-walc'h strollad Fortuyn war ziskar. da vare dilennadegoù miz Genver 2003 ne dapas nemet 549 975 mouezh (5,7%), da lavaret eo e voe dilennet 8 kannad[7]. da vare dilennadegoù miz Du 2006 ne voe dilenent den ebet eus ar strollad er gambr izel. E dibenn 2007 e voe divodet LPF.

E 2007 e voe embannet al levr Moord namens de 'Kroon', gant Ine Veen. El levr e lavar an den-se e vije bet un eil muntrer, kement-se en dije kavet en ur renta-kont savet gant ar polis. Hervez Veen ivez e vije bet kemeret perzh er muntr gant servijoù kuzh ar vro, hag hervezañ ez eo familh ar rouanez he dije goulennet ma vije lazhet Fortuyn[8].


Commons
Commons
Muioc'h a restroù diwar-benn

a vo kavet e Wikimedia Commons.

Oberenn Fortuyn

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Diwar-benn Fortuyn

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
  • Pels, Dick, De geest van Pim, Het gedachtegoed van een politieke dandy (Amsterdam 2003).
  • Wansink, Hans, De erfenis van Pim Fortuyn. De Nederlandse democratie na de opstand van de kiezers (Amsterdam 2004).
  • Herwaarden, Clemens van, Fortuyn, Chaos en Charisma (Amsterdam 2005) over Fortuyn als charismatisch politicus
  • Veen, Ine, Moord namens de 'Kroon' , Het ultieme leven van Pim Fortuyn, Aspekt, 2007, ISBN 978-90-5911-554-5.

Liammoù diavaez e nederlandeg

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
  1. 1,0 ha1,1 (en) Culture Shock, James Graaf/Rotterdam, Time Magazine, 13-5-2002:
    A principled vegan who once told an interviewer he couldn't abide the cruelty of baiting a fishhook
  2. 2,0 ha2,1 (en) Fortuyn killed 'to protect Muslims', The Daily Telegraph, 28-3-2003 :
    van der Graaf said his goal was to stop Mr Fortuyn exploiting Muslims as "scapegoats" and targeting "the weak parts of society to score points" to try to gain political power.
  3. (en) Fortuyn killer 'acted for Muslims', CNN, 27-3-2003:
    Van der Graaf, 33, said during his first court appearance in Amsterdam on Thursday that Fortuyn was using "the weakest parts of society to score points" and gain political power.
  4. 4,0 ha4,1 (en) Jihad Vegan, Dr Janet Parker, New Criminologist, 20-6-2005
    The recent brutal murders of a prominent Dutch politician who was destined to be Prime Minister (Pim Fortyun) and a controversial film director (Van Gogh), have led the Dutch Intelligence Service to consider the tortuous connections between the Radical Animal Rights Movement, Radical Islamic Terrorists and Organized Crime.
  5. BBC, (news.bbc.co.uk)
  6. Dilennadegoù ar gannaded, 2002 Fondation Robert Schuman (www.robert-schuman.eu)
  7. Dilennadegoù ar gannaded, 2003 Fondation Robert Schuman
  8. * Veen, Ine, Moord namens de 'Kroon' Het ultieme leven van Pim Fortuyn, Aspekt, 2007, ISBN 978-90-5911-554-5.
Porched an Izelvroioù – Adkavit pennadoù ha rummadoù Wikipedia a denn d'an Izelvroioù.