Location via proxy:   [ UP ]  
[Report a bug]   [Manage cookies]                
Mont d’an endalc’had

Puma

Eus Wikipedia
Puma


Kudenn ebet (LC)

Rummatadur filogenetek
Riezad : Animalia
Skourrad : Chordata
Kevrennad : Mammalia
Urzhad : Carnivora
Kerentiad : Felidae
Genad : Puma
Anv skiantel
Puma concolor
Linnaeus, 1771
D'ar vevoniezh

e tenn ar pennad-mañ.


Ar puma (Puma concolor) zo ur bronneg bras a vev en Amerika.

Rouzmouzat a ra ha hervez lod e c'hell choual en un doare hogozik denel pa vez o rudañ. Nesoc'h eo d'ar c'hazh-ti eget ar pevar c'hazh meur (tigr, leon, jagoar ha loupard). Eus ar c'hetchaneg e teu e anv. E Brazil e vez graet suçuarana anezhañ, un anv a zeu eus an toupieg.

Hemolc'hiñ a ra ar c'hirvi dreist-holl petra bennak ma c'hell chaseal geotdebrerien arall, krenn pe bihan o ment. Kar eo d'ar jagwarundi, ar gwepard amerikan.


Annez ar Puma

Unan eus an tiriadoù brasañ e-touez ar c'hazheged en deus ar puma, asambles gant al liñs, ar c'hazh gouez hag ar banterenn. A-raok an trevadennerezh e veze kavet en darn vrasañ eus ar c'hevandir. War vihanaat eo aet e dachenn met e gavout a reer c'hoazh eus ar Yukon betek Chile. Un nebeud hiniennoù a zo bet gwelet e Bro-Saoz Nevez. En arvar emañ er Stadoù-Unanet, e Florida ha war aod ar reter dreist-holl, abalamour ma vez distrujet e lec'hioù bevañ.

Poblañsoù er Stadoù-Unanet hag e Kanada

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Hogozik diouennet e voe ar puma er Stadoù-Unanet met kroget eo e boblañs da greskiñ adarre. Krediñ a reer ez eus un 30 000 bennak e stadoù ar c'hornôg. Ar rannvro ma'z int an niverusañ enni eo hini Vancouver met o c'havout a c'heller en Ontario ha Manitoba ivez. Posupl eo e treuzvev un toullad hiniennoù e Kebek hag e Brunswick Nevez.

War gresk emañ o zachenn e Texas ha tizhout en deus graet Missouri, Michigan ha Kansas. Abaoe m'eo adkrog ar poblañsoù da greskiñ eo aet e argasadennoù ouzh an dud da stankoc'h. Ral ez int c'hoazh zoken ma'z eo boutin an tagadennoù a-enep an anevaled-ti bremañ.

Puma, skeudennet en Arizona-Sonora Desert Museum, Tucson, Arizona

Bej eo ar pumaed gant penn o lost du. En hanternoz eo stankoc'h o blevad hag ruz-gell eo o c'hreoñ tra m'eo gris en Amerika ar Su. Ar puma a c'hell redek da 70km/e ha lammat 6 metr. Unan anezho a voe gwelet o pignat e-barzh ur wezenn gant ur c'harv en e c'henoù. Kreñvoc'h eo o c'hrogadenn eget hini ar c'hi nerzhusañ.

E hanternoz Amerika ez int un tamm brasoc'h eget panterenned met bihanoc'h eget jagoared. Gallout a reont muzuliañ 2,4 metr ha pouezañ etre 50 ha 70 kg. Ar re vrasañ a c'hell tizhout 120 kg. Gallout a reont bevañ war-dro 10 bloavezh en natur ha 25 pa vezont dalc'het.

Bej pe melen-traezh eo blevad ar puma, evel hini e breizhoù pennañ. Brizhelloù liesstumm o deus ar c'holened met da get ez eont pa dizh al loen e vloaz kentañ. Bez' ez eus pumaed gwenn (leukistek met pas albino) ha pumaed teñval-tre o c'hreoñ a zo bet livet gant Georges-Louis Leclerc, Kont Buffon. Biskoazh n'eus bet kavet pumaed peurzu, avat.

Ar puma a c'hell lazhañ ha ruzañ ur preizh seizh gwech brasoc'h egetañ. Bronneged bras evel kirvi pe elaned a hemolc'h ar peurliesañ. Debriñ a raio anevaled bihanoch evel avanked ha hoc'hed-dreinek pe zoken logodennoù m'o deus ezhomm. En e-unanig e hemolc'h ha chaseal a ra e breizhoù dre sourpren. O lazhañ a ra dre gregiñ enno er chouk ha dre derriñ anezhañ. An eskern a zouar neuze d'o c'huzhat diouzh ar breizherien arall. Ar pumaed n'int ket gagnaouerien, avat, ha ral eo dezho debriñ kargasennoù lazhet gant anevaled arall.

Un dachenn eus 250 km² en deus ur par en oad. Hini ar parezed a vez bihanoc'h, etre 50 ha 150 km². Un aneval tachennadel eo ar puma hag emgannoù, zoken ma'z int ral, a c'hoarvez gwechoù 'zo. Gouher ez int ha pell eus an dud e chom pa c'hellont.

Ur par a c'hell gouennañ gant meur a barez. Ar re-se a c'han etre 3 ha 4 c'hazhig. Pa gemer ur par tachenn unan arall e c'hell lazhañ ar c'helin da lakaat ar barez da barañ adarre.

Argadennoù ouzh an dud

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Ral ez eo argasadennoù ouzh an dud met c'hoarvezout a reont, avat. Renablet ez eus bet 100 argasadenn e-barzh ar Stadou Unanet etre 1890 ha 2004. 16 a dud a voe lazhet. E Kalifornia ma kenvev ar pumaed gant ur boblañs zenel vras e oa 14 argasadenn ha 6 den a voe lazhet. Boutinoc'h eo an argasadennoù ar c'hornioù-bro koadek ma vev ur boblañs zenel bouezus. Alies e vez kavet eno kirvi du o lost a sach o bezañs ar pumaed. Da voazet ouzh an dud e ya ar re-mañ neuze ha kregiñ a reont d'o gwelout evel preizhoù.


Hervez Culver (2000) eo heñvel an darn vrasañ eus an isspesadoù-se. Hervezañ eo aet da get puma Amerika an norzh e-kerzh ar pleistosen hag adpoblet e voe ar c'hevandir gant pumaed eus Amerika ar Su. An isspesadoù gwir a vefe :

N'eus kenemglev ebet e-touez ar glaskourien diwar-benn ar gudenn-mañ.

Kar eo ar pumaed d'ar panterenned hag e c'hellont gouennañ ganto. Gant an oselot e c'hell gouennañ ivez.


Liammoù diavaez

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Ar puma