Location via proxy:   [ UP ]  
[Report a bug]   [Manage cookies]                
Mont d’an endalc’had

Raganv-gour

Eus Wikipedia

Er yezhoniezh e vez implijet an termen raganv-gour (pe raganv personel, diwar ar saozneg: personal pronouns) evit komz eus un doare anaforiezh ma vez implijet raganvioù, peurliesañ e plas un anv-kadarn pe frazenn anv pe ur frazenn anv-gwan evit a sell ouzh ar raganvioù perc'hennañ, da skouer:

Raganv-gour (rener)
"Soazig a zo deuet" > "Hi a zo deuet"
Raganv perc'hennañ
"Ma chupenn eo" > "Ma hini eo"

Elfennoù deiktel eo ar raganvioù-gour peurliesañ (estreget ar brizhraganvioù dre ma reont dave d'un anv bet meneget dija en destenn pe da vezañ meneget emberr hag a c'hellfe bezañ komprenet da biv pe da betra emeur oc'h ober dave gant ar raganv dre dielfennañ ar c'henarroud.

Kemmañ a ra kalz a yezh da yezh implij ar raganvioù hag ar perzhioù yezhadurel resis ma raent dave oute.

Peurliesañ e ra dave ar raganvioù-gour d'ar gour, o vezañ ar pep aliesañ tri gour hag an niver, o vezañ ar pep aliesañ unander ~ liester.

Bez' e c'hellont ober dave da berzhioù yezhadurel all ivez, en o zouez: an troad, da skouer o tiforc'hañ etre gresianeg: "εγώ" (nominative: rener ar frazenn), "με/εμένα" (akuzativel: renadenn eeun), "μου" (genitivel: renadenn dieeun); ar jener, da skouer "eñ" (gourel) ~ "hi" (benel); traoù bev/traoù nann-bev ha/pe tud/nann-tud, da skouer saozneg "piv" (tud) ~ "petra" (traoù).

Bez' e c'hell bezañ merket gant ar raganvioù ivez liveoù sevended, da skouer "te" ~ "c'whi" (unander). Graet e vez "diforc'h T-V" eus kement-mañ er yezhoniezh diwar ar fed ma krog alies ar stummoù izeloc'h o live sevended gant "t-" er Yezhoù romanek, da skouer galleg "tu" keit ha ma krog ar stummoù uheloc'h o live sevended gant "v-", da skouer galleg "vous".

Alies-tre e vez merket muioc'h a berzhioù yezhadurel gant ar raganvioù-gour evit gant an anvioù-kadarn en hevelep yezh, da skouer: kollet eo bet er yezhoù romanek a-vremañ ar sistem troadoù implijet gant al latin evit a sell ouzh an anvioù-kadarn, met kenderc'hel a reont d'ober an diforc'h kenetreze evit a sell ouzh ar raganvioù-gour.

Alies a-walc'h n'he deus ar yezh-mañ'r-yezh, al latin en o zouez, raganv-gour ebet evit an trede gour hag implijet e vez en o lec'h raganvioù diskouezañ, da skouer "hennezh", "homañ" h.a.

Meur a doare raganv-gour zo :

Kemmañ kalz a ra natur hg implij ar raganvioù-gour a yezh da yezh evel ma tiskwel ar skouerioù da heul.

Daoust ha ma vez implijet gant ar brezhoneg raganvioù-gour ("me, te, eñ, hi"... pa denn ouzh rener ar frazenn, da skouer, ne ra ket gant raganvioù e lec'h ar renadennoù brezhoneg, ma ra kentoc'h neuze gant araogennoù displeget: "da" evit renadennoù dieeun hag "a" evit renadennoù eeun (pa ne vez araogenn ebet liammet ouzh ar verb peurlisañ pe c'hoazh an araogenn all ma vez implijet un araogenn resis gant ur frazenn a verb bennak (d.s. "selaou ouzh). Implijout a c'heller ivez un anv-gwan perc'hennañ e lec'h an araogenn "a" evit ober dave 'ur renadenn eeun, da skouer:

Rener: Raganv-gour
"Me a gan"
Renadenn eeun: Araogenn "a"
"Gwelet a ran anezhañ"
Renadenn eeun: Anv-gwan perc'hennañ
"E welet a ran"
Renadenn eeun: Araogenn: "ouzh"
"Sellet a ran outañ"
Renadenn dieeun: Araogenn "da"
"Reiñ a rin ar bilhed dezhañ"

E yezhoù all avat e reer gant raganvioù-gour disheñvel hervez ma reont dave d'ar rener, d'ar renadenn eeun ha/pe d'ar renadenn dieeun, da skouer e spagnoleg:

Niv. Gour Rener Renadenn eeun Renadenn dieeun Complemento Circunstancial
Hep araogenn Gant araogenn
Unan. 1yomeme mí, yo
2vostete vosvos
2tete titi, tú
3él, ellase, lo, lale sí, él, ellasí, él, ella
Lies. 1nosotrosnosnos nosotrosnosotros
vosotrososos vosotrosvosotros
3 ellos, ellas se, los, lasles sí, ellos, ellas sí, ellos, ellas


Raganvioù perc'hennañ ("genitivel")
  • el mío / la mía / los míos / las mías
  • el tuyo / la tuya / los tuyos / las tuyas,
  • el suyo / la suya / los suyos / las suyas
  • el nuestro / la nuestra / los nuestros / las nuestras
  • el vuestro / la vuestra / los vuestros / las vuestras
  • el suyo / la suya / los suyos / las suyas


E yezhoù zo e vez graet an diforcc'h etre ni endalc'hus ("me" + "int/eñ/hi" + "c'hwi"/"te") hag ezdalc'hus ("me" + "int/eñ/hi" - "c'hwi"/"te") evit a sell ouzh ar c'hentañ gour liester. E tok pisin, da skouer, e vez implijet seizh raganv disheñvel evit ar c'hentañ gour dre diforc'hañ an niver (unander, daouder, daouder trider, liester) hag an endalc'husted/ezdalc'husted, d.s. mitripela ("int-i o-daou/o-div" + "me") kv. yumitripela ("c'hwi ho-taou" + "me").

Yezhoù zo, en o zouez ar saozneg, ar galleg pe c'hoazr ar c'hembraeg, a rank ober gant anvioù pe raganvioù atav evit sevel frazennoù reizh, zoken e savadennoù ampersonel ma ranker ober gant brizhraganvioù hep daveenn fetis ebet, da skouer:

"Glav a ra [Ø]"

Saozneg: "It rains"
Galleg: "Il pleut"
Kembraeg: "Mae hi'n bwrw glaw"

E yezhoù all, avat, e c'heller sevel frazennoù reizh hep implijout raganvioù e degouezhioù resis zo, peurliesañ pa c'heller kompren da beseurt anv e ra dave ar frazenn dre dielfennañ ar c'henarroud pe dre merkoù yezhadurel all, da skouer displegadur ar verb (gw. Amraganvelezh).

E yezhoù all c'hoazh c'heller ober hep raganvioù-gour nemet pa raent dave da rener ar frazenn (gw. Amrenererezh).


E haousaeg e vez implijet rummoù raganvioù disheñvel evit merkañ amzer ar verboù kentoc'h evit dre o displegañ war-eeun, da skouer:

Amzer dremenet
Sun shiga.
("Dont a rejont tre")
Amzer dazont
Za su shiga.
("Dont tre a rafont")
Amzer a-vremañ
Suna shiga.
("O tont tre emaint")