Remington
Tachenn obererezhioù | greanterezh armoù |
---|---|
Deiziad krouiñ | 1816 |
Diazezer | Eliphalet Remington |
Stad | Stadoù-Unanet |
Furm lezennel | embregerezh dianv a c'halv espern |
Isaozadur | Marlin Firearms, Remington Rand |
Sez sokial | Madison |
Darvoud-alc'hwez | freuzstal |
Produ | arm-tan, Munision |
Deiziad divodañ | 2020 |
Lec'hienn ofisiel | https://www.remington.com/ |
Deskrivet en URL | http://www.fundinguniverse.com/company-histories/remington-arms-company-inc-history/ |
Remington Arms a oa un embregerezh stadunanat en deus produet armoù-tan ha munisionoù bihan o c'halibr e-pad ouzhpenn daou gantved. Unan eus ar broduerien armoù brudetañ eo er bed. Freuz-stal en deus graet e 2018, met kenderc'hel a ra munisionoù ar merk da vezañ produet ha gwerzhet gant Remington Ammunition hag e armoù-tan gant RemArms LLC.
Istor
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Orin
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]E 1816 e voe goveliet e ganol kentañ gant Eliphalet Remington II (28 a viz Here 1793, Suffield, Connecticut – 12 a viz Eost 1861, Ilion, Stad New-York) e govell e dad, e Utica (Stad New-York). Tamm-ha-tamm e tapas brud vat an armoù produet en ur mod artizanel gantañ hag e tilojas e 1828 da Ilion (Stad New-York) e atalieroù brasoc'h.
Adalek kreiz an XIXvet kantved, eus an artizanelezh d'an industrielezh
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]E 1845 e voe urzhiet evit ar wech kentañ 5.000 skouerenn deus ar fuzuilh M1841 gant arme Stadoù-Unanet Amerika. Kreskiñ a reas an embregerezh ha mont a reas tri mab Eliphalet Remington II da labourat asambles gantañ e 1856. Adanvet e voe an embregerezh E. Remington & Sons.
E 1861 e varvas Eliphalet Remington II. E dri mab a chomas mistri war ar stal. Er memes bloaz e krogas Brezel diabarzh Stadoù-Unanet Amerika hag e kreskas ar goulenn war an armoù-tan. Pourveziet e voe armeoù an Norzh gant ar revolver M1858 New Model Army. Goude fin ar brezel e 1865 e klaskas E. Remington & Sons brasaat o c'hatalog armoù evit ar chaseourien hag an dennerien sport. E 1871 e voe digoret ur rann eus an embregerezh evit produiñ munisionoù bihan o c'halibr, Remington Ammunition Works hec'h anv. Rann an armoù a deuas-hi da vezañ Remington Arms e 1888. Ar fuzuilhoù Rolling Block produet gant an embregerezh adalek 1864 a reas berzh er bed a-bezh.
An XXvet kantved, an embregerezh e barr e vrud
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Ar fuzuilh damaotomatek kentañ er bed, ar Browning Auto-5, a voe ijinet e 1902 gant John Browning ha produet gant Remington dindan aotre adalek 1906. 850.000 skouerenn anezhi a voe gwerzhet e 42 vloaz dindan an anv Model 11.
Ma oa neptu Stadoù-Unanet Amerika e deroù ar Brezel-bed Kentañ e kreskas o industriezh a-benn respont d'ar goulenn divent war an armoù hag ar munisionoù a savas. Diouzhtu adalek 1914 e voe digoret uzinoù nevez gant Remington e Denver (Colorado), Lake City (Missouri) ha Lowell (Massachusetts) a-benn pourveziañ armeoù Bro-C'hall, ar Rouantelezh-Unanet hag hini Stadoù-Unanet Amerika pa gemeras perzh ar vro en emgannoù adalek 1917. Produiñ a rae Remington munisionoù ha pistolennoù evel ar Colt M1911 gant aotre an embregerezh Colt. En Eil Brezel-bed e voe lakaet ivez Remington da bourveziañ armeoù ar Gevredidi. Hervez lec'hienn an embregerezh e pourvezias Remington war-dro an hanter eus ar munisionoù bihan o c'halibr implijet gant Stadoù-Unanet Amerika hag ar broioù unanet gante e-pad an daou vrezel-bed[1].
Goude ar brezel e reas berzh Remington gant ar garabinenn Remington 700, brudet-mat e bed ar chase hag ar sportoù tennañ. Ar fuzuilh M24, deveret eus ar garabinenn-mañ, a voe implijet evel fuzuilh-resisted diazez arme Stadoù-Unanet Amerika etre 1988 ha 2010. E 1970 e voe savet un uzin munisionoù nevez e Lonoke (Arkansas).
Deus ar c'hartouchennoù .222 Remington ijinet gant an embregerezh e 1950 e voe deveret ar c'halibr 5,56 × 45 mm implijet evel munision standart armeoù AFNA abaoe 1980.
XXIvet kantved, diskar hag adc'hanedigezh
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Adalek ar bloavezhioù 2010 e tigreskas an niver a armoù gwerzhet gant an embregerezh. E 2018 e embannas e rae freuz-stal[2]. Remington Ammunition, ar rann a brodue munisionoù, a voe adprenet e 2020 gant Vista Outdoor. Perzh eo bremañ ivez eus ar strollad merkoù munisionoù The Kinetic Group stag ouzh Vista Outdoor. Un embregerezh all, RemArms LLC., a zo bet savet evit kenderc'hel da broduiñ ha da werzhañ armoù ar merk. Oberiant eo an daou embregerezh hiziv an deiz.
Armoù-tan brudetañ
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- fuzuilh Model 1841 Mississippi
- revolver Model 1858 New Model Army
- rummad fuzuilhoù Rolling Block
- fuzuilh M1903 Springfield
- fuzuilh M11
- karabinenn Remington 700 ha fuzuilh-resisted M24 deveret anezhi
Darvoudoù stag ouzh ar merk
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- E 1873 e voe ijinet ar skriverez kentañ gant Christopher Sholes ha Carlos Glidden. En uzinoù Remington e voe produet.
- An dorfedourez Bonnie Parker a implije ur fuzuilh Remington Model 11 troc'het he c'hanol.
- Ur fuzuilh Remington 760 Gamemaster a voe implijet da zrouglazhañ Martin Luther King e 1968 e Memphis.
Liammoù diavaez
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- (en) Lec'hienn Remington Ammunition (rann ar munisionoù)
- (en) Lec'hienn RemArmsLLC. (rann an armoù-tan)
- (en) One at at time, un teulfilm produet e 1969 gant Remington Arms da ziskouez penaos e veze produet o armoù
Daveennoù
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- (fr) Remington Saga, e La Gazette des Armes, niv. 488, miz Gouere/Eost 2016, pp. 16-25
- ↑ (en) About us, war lec'hienn RemArms.com, lennet d'an 10/12/2023
- ↑ (fr) Remington, le plus ancien armurier américain, s'est déclaré en faillite, e Le Monde, 26/03/2018 (lennet d'an 09/10/2024)