Resh
Neuz
Ugentved lizherenn meur a abjad semitek eo resh (penn), en o zouez al lizherennegoù fenisek aramaek , hebraek (ר) , siriek () hag arabek (ﺭ).
Dont a ra hec'h anv diwar ar fed ma veze heñvel he stumm orin ouzh hini ur penn.
Distaget e vez (LFE) [r] pe [ɾ] hag en hebraeg ivez [ʁ] pe [ʀ].
Diwar stumm al lizherenn fenisek-mañ e oa bet diorroet al lizherennoù gresianek rho P, estruskek , latin R ha kirillek P.
Hervez ar sistem niverenniñ hebraek gematria e talvez al lizherenn-mañ da 200.
Porched ar yezhoù hag ar skriturioù Adkavit pennadoù Wikipedia a denn d'ar yezhoù. |