Rhinogydd
Neuz
Ar Rhinogydd (anv lies, a-wechoù Rhinogau) zo menezioù e hanternoz Kembre, er reter da gêr Harlech.
Ar Rhinogydd a lavarer abalamour d'an div gern, Rhinog Fawr ha Rhinog Fach, petra bennak ma'z eo uheloc'h egeto Y Llethr, gant 756 m. Etre an daou Rhinog emañ Drws Ardudwy, a rann ar venezieg etre daou, hag a oa un tremen a bouez er Grennamzer.
Givri gouez a vev er menezioù.