Location via proxy:   [ UP ]  
[Report a bug]   [Manage cookies]                
Mont d’an endalc’had

Rhosllannerchrugog

Eus Wikipedia
C'hoariva Stiwt e Rhosllannerchrugog

Rhosllannerchrugog (skrivet ivez Rhosllanerchrugog a-wechoù ; Y Rhos pe Rhos er yezh komzet) zo ur geriadenn hag ur gumuniezh e kontelezh Wrecsam, e biz Kembre.

E parrez kozh Rhiwabon e oa Rhosllannerchrugog gwechall. Anvet e oa Morton Above the Dyke e saozneg, pe Morton Wallichorum e latin. Savet e voe parrez Rhosllannerchrugog e 1844, hag enni e oa kêriadennoù Rhosllannerchrugog, Ponciau, Pant ha Johnstown. E Sir Ddinbych kozh e oa betek 1974 hag e Clwyd etre 1974 ha 1996. Abaoe 1996 emañ Rhosllannerchrugog e distrig Wrecsam.

E 2011 e oa poblet gant 9 694 a dud, ha 2210 anezho (24%) a oa kembraegerien[1].

  1. 'Statistical bulletin: 2011 Census: Key Statistics for Wales, Mawrth 2011'. Swyddfa Ystadegau Cenedlaethol (The Office For National Statistics.