Romanekadur Hepburn
Romanekadur Hepburn (Japaneg: ヘボン式ローマ字, Hepburn: Hebon-shiki rōmaji ger-ha-ger "Hepburn-giz latin lizherennoù" eo ar reizhad romanekadur evit ar japaneg implijet ar muiañ. Embannet e oa da zigentañ e 1867 gant ar misioner amerikan James Curtis Hepburn evel ar standard implijet e kentañ embannadur e c'heriadur japaneg-saozneg. Disheñvel eo ar reizhiad diouzh doareoù all da romanekaat en e implij eus reizhskrivadur ar saozneg da dreuzskrivañ ar soniadoù en un doare fonetek. Da skouer, ar silabenn ɕi (し) a oa skrivet shi ha tɕa (ちゃ) a oa skrivet cha, hervez doareoù skrivañ ar saozneg (Keñveriañ si ha tya er reizhadoù sistematekoc'h Nihon-shiki ha Kunrei-shiki).
E 1886, Hepburn a lakaas moullañ trede embannadur e c'heriadur, gant un adweladenn eus e reizhad anavezet hiziv dindan an anv a "Hepburn hengounel". Ur stumm all gant adweladennoù ouzhpenn, anavet evel "Hepburn kemmet", a voe embannet e 1908.
Daoust ma vez harpet ar romanekadur Kunrei-shiki gant gouarnamant Bro-Japan, reizhad Hepburn a chom an hentenn da romanekaat ar japaneg ar muiañ implijet. Desket e vez gant ar pep brasañ eus ar studierien estren war ar japaneg, hag implijet e vez e Japan da romanekaat anvioù tud, lec'hioù, ha titouroù all, evel an taolennoù trenioù hag an arouezennoù war an hentoù. Abalamour ma'z eo diazezet ar reizhad war fonologiezh ar saozneg e-lec'h war un treuzskrivadur sistematek eus ar silabenneg japanek, e vo aesoc'h d'ar re a gomz saozneg pe ur yezh romanek distagañ gerioù dianav romanekaet gant reizhad Hepburn evit ma vefe gant reizhadoù all[1].
Daveoù
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- ↑ Hadamitzky, Wolfgang; Spahn, Mark "Romanization systems" e Japan-related Textbooks, Dictionaries, and Reference Works. gant Wolfgang Hadamitzky, 2005
Liammoù diavaez
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- rakger ar c'hentañ embannadur eus geriadur Hepburn a zispleg ar romanekadur
- rakger ar c'hentañ embannadur eus geriadur Hepburn a zispleg ar romanekadur